Berradur Auctores varii, "lies aozer", a skriver a-wechoù pa vefe re hir menegiñ anvioù an holl dud o deus kemeret perzh e sevel ar skridoù a zo dastumet en ul levr.
Pellaet diouzh an oberoù doueel. Er relijion gatolik, ar c'hastiz «suspentio a divinis» a zo unan eus an doareoù digargoù a c'hall kastizañ ur c'hloareg. An eskobFernando Lugo a voe digarget a divinis pa voe dilennet da brezidant Paraguay d'an 20 a viz Ebrel2008.
A facto ad jus non datur consequentia
N'eus ket ur gwir eus ar fed e-unan.
A falsis principiis proficisci
A zisoc'h diwar pennaennoù diwir.
A fluctibus opes
Eus ar mor (e teu) ar binvidigezh. Sturlavar kêr Sarzhav.
Distro ar felladenn. Er gwir, gallusted ur fazi, a-greiz seveniñ ur gwallober, a c'hoarvez pa 'z eo atebek ar gwalloberour d'un darvoud disheñvel diouzh e bal kentañ.
Aberratio ictus
Distro an taol, tenn hebiou. Er gwir, un ober reizh a zegas ur gaou dre fazi, gant atebegezh an oberour.
Abest ut fatear, ut praecise negem
Pell diouzh en anzav en e nac'han da vat.
Abiens abi
O vont gant e hent. O kuitaat ul lec'h pe ur garg.
Diwar un hejadenn penn, evit komz eus un disentez bet kemeret war an tach, hep goulenn ali den pe zen ha hep en em wennañ dirak den pe zen.
Ad oculum
Diwar al lagad. Priziañ ad oculum: priziañ well-wazh, d'ar much.
Ad patres
War-du an tadoù. «Kas unan bennak ad patres» a zo kement ha kas anezhañ da welout e hendadoù, da lavarout eo lazhañ anezhañ.
Ad perpetuam rei memoriam
Evit ar goun beurbadel. Lakaet goude a ar c'hevarc'hiñ e dibenn un teul roman, evit reiñ da c'houzout e oa an teul unan solius ha trebad.
Ad personam
War-du an den. Tagañ an den e-lec'h e brezeg a reer pa'z implijer un arguzenn ad personam. Gwelit Ad hominem.
Ad probationem
Evit ar brouenn. Implijet er gwir, diwar-benn un akta solius na c'hall ket bezañ enebadus ouzh ar gevrenn enep hep prouenn. Gwelit Ad validitatem amañ izeloc'h.
Ad proximum antecedens fiat relatio, nisi impediatur sententia
Ra vo liammet ar ger-kent ouzh ar ger a zo war e lerc'h, anez ez eo distrujet ster ar frazenn.
Evit sevel Kêr / Evit implij ar sevel, berraet alies dre A.U.F.. Eilsinadur teulioù an treuzkas dafar evit sevel ilizoù-meur Italia (Firenze, Milano, Roma. Dizemglev zo diwar-benn e ster resis: ha digoust e oa an tailhoù war an dafar hag an treuzkas pe get?
Ad validitatem
Evit ar soliusted. Implijet er gwir, diwar-benn un akta a c'hall bezañ nullet mar ne sevener ket un diviz a soliusted. Gwelit Ad probationem.
Ad valorem
Diouzh an dalvoudegezh. Implijet er maltouterezh.
Ad veritatem
Trema ar wirionez.
Ad vitam æternam
A-hed ar vuhez peurbadel (da viken).
Ad vinum disertum esse
Bezañ helavar dre ar gwin.
Adde parvum parvo, magnus acervus erit
Laka ouzhpenn tamm-ha-tamm, kalz az po.
Addenda et corrigenda
Ouzhpennadennoù ha reizhadennoù.
Addendum
Tra da lakaat ouzhpenn; Addenda el liester.
Adducere inconveniens non est solvere argumentum
Degas nemedennoù ne ziskoulmo ket ar gudenn.
Adfines inter se non sunt adfines
An heñvelderioù a zo etrezo n'int ket dre nesaelezh.
Adfinitas in coniuge superstite non deletur
N'eo ket nullet nesaelezh ar pried manet bev.
Adfinitas iure nulla successio permittitur
An nesaelezh ne ro ket gwirioù kantved-diner.
Adiaphora
An traoù diforzh. Diwar an henc'hresianeg ἀδιάφορα, evit diskouez an traoù ha n'int na ret na berzet. Eus ar stoikegezh e teu ar meizad, hag adkemeret eo bet gant ar gristeniezh.
Austria Est Imperare Orbi Universi «Aostria eo dezhi da c'hourc'hemenn ar bed-holl», ger-stur latin an Tiegezh Habsburg; Alle Erde Ist Oesterreich Untertan eo en alamaneg.
Ken pouezus all. En Iliz katolik roman, unaniñ eskoptioùaeque principaliter zo o c'hendeuziñ hep na vefe lakaet an eil dreist egile.
Aequo pulsat pede
A sko gant un troad diforzh. Berradur ar werzenn Pallida Mors æquo pulsat pede pauperum tabernas regumque turris, "Gant un troad diforzh e sko ar Marv disliv gant tavarnioù ar re baour ha rourioù ar rouaned" – Quintus Horatius Flaccus, Carmina I.IV.13.
Aequum est ut cujus participavit lucrum, participet et damnum
Reizh eo e kemerfe perzh er goll ivez an neb en deus kemeret perzh er gounid.
Mezeg ar re all, hag eñ goloet a c'houlioù (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum, 2. 5. 38).
Aliquando et insanire iucundum est
Plijus e vez bezañ foll a-wechoù.
Aliquem indicta causa damnare
Kondaoniñ un den hep e glevout.
Aliquid dare, aliquid retinere
Un dra bennak da reiñ, un dra bennak da virout. Arveret er gwir evit merkañ ar c'henaotre etre div gevrenn a-benn lakaat termen d'o dizemglev.
Aliquis non debet esse judex in propria causa, quia non potest esse judex et pars
Arabat eo d'an den bezañ barner e gaoz dezhañ, abalamour ma ne c'heller ket bezañ barner ha kevrenn.
Aliquid stats pro aliquo
Un dra bennak a dalvez evit un dra bennak all. Diazez ar semiotik, ar skiant a bled gant argerzh ar c'henderc'hañ, ar bonekaat hag ar c'hehentiñ sinoù.
Alis luporum catulos
Emaoc'h o vagañ bleizigoù.
Aliud est celare, aliud tacere
Kuzhat zo un dra, tevel zo un dra all.
Aliud pro alio
Un dra evit unan all.
Alium silere quod voles primus sile
Na lavar ket ar pezh na fell ket dit klevet digant un den all.
Alma mater
Mamm vagerez. Implijet gant an dud da envel ar skol-veur m'int bet o studiañ.
Alter ego
Me arall. Hennezh eo ma alter ego: hennezh pe me, memes tra eo.
Alter frenis, alter eget calcaribus
Lod o deus ezhomm rañjennoù, lod all kentroù. Lod tud zo re herrek, lod zo re c'horrek.
Alterius non sit qui suus esse potest
Na vezañ d'unan all neb a c'hall bezañ dezhañ e-unan, "Arabat eo da neb a c'hall bezañ perc'henn warnañ e-unan bezañ perc'hennet gant un den all" – Lavarenn-stur Paracelsus.
Ar garantez eo ken puilh ar mel hag ar vestl enni.
Amor libertatis nobis est innatus
Enganet ennomp ar ar garantez ouzh ar frankiz.
Amor patriae nostra lex
Karantez ouzh ar vammvro eo hor lezenn.
Amor vincit omnia
Trec'hiñ war bep tra a ra ar garantez.
Amore, more, ore, re
Ar garantez, ar vuhezegezh, ar c'homzoù, an oberoù. Berradur eus Verus amicus amore more ore re cognoscitur: dre e garantez, e vuhezegezh, e gomzoù, e oberoù ez anavezer ar mignon gwirion.
An
An debeatur
Mard eo dleet. Implijet er gwir evit klask gouzout hag unj digoll zo ret a-c'houde ur gaou. Gwelit Quantum debeatur.
Er bloaz goude d'ar Werc'hez gwilioudiñ – Heñvelster gant al lavared Anno Domini. Evel el livadur Azeulerezh an Drinded gant Albrecht Dürer, a zo sinet Albertus Durer Noricus faciebat anno a Virginis partu 1511 "Albrecht Dürer a Nürnberg a reas er bloaz 1511 goude d'ar Werc'hez gwilioudiñ".
Anno Domini
Goude Jezuz Krist, berraet en A.D..
Annuit cœptis
Darbennet (en deus) an embregadenn-mañ. Unan eus an tri ger-stur a zo war pil Siell Veur Stadoù-Unanet Amerika; embann a ra ez eo bet darbennet krouidigezh SUA gant Ragevezh Doue.
Me ho salud, Mari; pedenn gatolik d'ar Werc'hez Vari.
Ave, ave, aves esse aves
Salud dit, tad-kozh, ha debriñ evned a fell dit? – C'hoari gerioù diwar ave (salud), avus (tad-kozh), avis (evn), hag aveo (c'hoantaat (a ran)).
Avis alba
Ur voualc'h wenn, un dra rouez.
Ba
Barba crescit, caput nescit
Kreskiñ a ra ar barv, ar penn ne fura ket.
Barba non facit philosophum
N'eo ket ar barv a ra ar prederour .
Barba tenus sapientes
Furien betek ar barv, da lavaret eo diwar-c'horre (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum).
Barbam auream habere
Kaout ur barv aour, bezañ un doue.
Barbam sapientem pascere
Derc'hel barv ur prederour, bezañ prederour a-vicher.
Be
Beati pauperes spiritu
Evurus ar re baour a spered. Distaget gant Jezuz er Prezeg war menez, en Aviel Mazhev (5:3). A vez lavaret dre fent ivez ouzh un den ha n'eo ket gwall fin, en ur ster disheñvel-rik diouzh hini ar frazenn orin.
Div wech lavaret ne blijont ket. Ar bomm deciens repetita placebit a lenner digant Quintus Horatius Flaccus, Ars Poetica 365, ma respont ar barzh e c'haller lavarout dek gwech un dra vrav hep skuizhañ penn ar selaouer.
(Enez) Breizh he deus rouaned, hogen tiranted int.
Ca
Caeca invidia est
Dall eo an droukc'hoant.
Canis sine dentibus vehementius latrat
Ki hep dent a harzh kreñvoc'h , da lavarout eo ne grog ket ar c'hi a harzh.
Captatio benevolentiae
Degerc'hañ an hegarated. En helavarouriezh, frazenn a lakaer e deroù ur brezegenn, ur skrid pe ul lizher, evit broudañ ar selaouer pe al lenner da vont a-du gant an aozer ha neuze da selaou pe da lenn pelloc'h.
Caput imperat, non pedes
Ar penn ar ren, an treid ne reont ket.
Caput sine lingua pedaria sententia est
Ur penn dideod eo ali ar senedourien ardroader (Aulus Gellus, Noctes atticae, III-18). "Senedourien ardroader" eo ster pedaria, pa oa anezho senedourien nann-ofisiel a zeue war droad d'ar bodadegoù da reiñ o ali; pignet war girri ez errue ar senedourien curulis, ar re a oa e karg ent-ofisiel.
Ret eo distruj Kartago, a zo ur berradur eus Ceterum autem censeo Carthaginem esse delendam "Ouzhpenn-se, da'm meno e rank Kartago bezañ distrujet", a veze lavaret alies gant (Cato Gozh) e-kerzh e brezegennoù e bloavezhioù diwezhañ an trede brezel punek etre Kartago ha Roma[7].
Castigat ridendo mores
Reizhañ a ra ar boaz dre ar c'hoarzh. Lavarenn-stur ar c'h-Comédie-Française), troet e galleg gant Elle corrige les mœurs en riant.
Abeg an abegoù (Tommaso d'Aquino, Questiones disputatoe de veritate, 21-3-3, en Sancti Thomae de Aquino opera omnia, Fratrum Praedicatorum, XXII, Romae, 1976, p. 598:18-19[8].
Causa proxima
Abeg amezek. Er gwir: en heuliad an abegoù o deus degaset ur gaouad e anver causa proxima an abeg tostañ d'an darvoudenn.
Causa sine qua non
Abeg ret. Er gwir, an abeg ret evit ma c'hoarvezfe ar gaouad.
Serrit ar gwazhioù, sklaved; ar pradoù o deus evet a-walc'h. (Vergilius, Eclogues III:111). Serret ar gwazhioù, douret ar pradoù, evel meneget gant L. F. Sauvé[9] (#753, notenn 1, pp. 110-111).
Kenemglev etre keodedourion, (zo kement ha) mogerioù (d') ur gêr.
Conditio sine qua non
An diviz ha n'eus netra hepti, ha n'haller ket tremen heptañ.
Confer
Kerzh da welout, berraet dre cf peurliesañ.
Consuetudinis vis magna est
Bras eo nerzh ar boaz.
Consuetudo altera natura est
Un natur all eo ar boaz.
Consuetudo est altera natura
Un natur arall eo ar boaz.
Contra aquam remigare
Roeñvat a-benn da red an dour.
Contra bonos mores
Enep ar vuhezegezh vat.
Contra vim mortis non est medicamen in hortis
Ouzh nerzh ar marv n'eus louzaouenn ebet el liorzh.
Contraria contrariis curantur
An traoù kontrol a vez paraet gant traoù kontrol.
Conubia sunt fatalia
Planedennoù eo an dimezioù. Den ne oar penaos ez echuo un dimeziñ.
Copia ex industria
Puilhentez diwar obererezh. Strivañ a ranker ober a-benn dastum frouezh a-builh.
Cor plumbeum
Kalon blom (Caius Suetonius Tranquilus, De Vita Caesarum, Nero, 2). A-zivout Domitius: In hunc dixit Licinius Crassus orator non esse mirandum, quod aeneam barbam haberet, cui os ferreum, cor plumbeum esset, "Diwar e benn e lavare Licinius Crassus ne oa ket souezh en devoa ur barv kouevr, p'en devoa ur genoù houarn hag ur galon blom."[10]
Corpus delicti
Korf an torfed, pe «korf an hini lazhet», evel prouenn ur muntr.
Gant ur c'hreunenn holen. Komz gant un tamm fent, hep mennout bezañ sirus eo komz cum grano salis; diouzh u ar selaouerien ez eo na krediñ da vat er pezh a vez lavaret[11].
Cum hoc, ergo propter hoc
Gant se, neuze dre se. Lavarenn direizh er poellerezh: mar c'hoarvez an darvoudennoù A ha B war un dro e rank unan anezho bezañ abeg egile. Da skouer: Bep beure e kan ar c'hilhog, neuze e laka ar c'hilhog an heol da sevel.. Gwelit 'Non causa pro causa.
Cum nexum faciet mancipiumque, uti lingua nuncupassit, ita ius esto
Graet dre sklavidigezh pe dre an dorn, pa vez disklêriet dre gomz ez eo roet ar gwir. Doare ar gwir roman da wareziñ ur gevrat: dre nexum en em lakae an amprester dindan beli ar prester – pe e lakae unan eus e vugale – betek ma vefe daskoret ar mad a oa prestet; dre mancipium[12] e veze savet ul lid dezvekaet heuliet gant ar gwerzher, ar prener, pemp test hag un den a zalc'h ur ventel, ma tremen arouez ar mad eus dorn ar gwerzher da zorn ar prener.
Cum notis variorum scriptorum
Gant notennoù a bep seurt skrivagnerien. Merk war embannadurioù latin kozh.
Diwar ma c'hein eo kemeret al lêr, da lavaret eo "em riskl e reer an dra-mañ" (Titus Maccius Plautus, Epidicus, I:65); gwelit L. F. Sauvé ivez, #648 notenn 1, pp. 92-93.[9]
Delicta juventutis meæ
Fazioù ma yaouankiz .
Deus ex machina
Doue (deuet) e-maez an ardivink. Damveneg eus an doueed ha doueezed lakaet da zont a-us al leurenn-c'hoariva gant ardivinkoù ijinus ha koustus hag a ziskoulme en un taol an holl gudennoù a oa bet rouestlet er pezh a-raok pa veze poent d'ar pezh echuiñ.
Gwelout a ran ar c'hemm. Troienn a vez implijet dre fent evit ober goap ouzh ar c'hemmoù ken bihan ma'z int dister ha dibouez, ha dreist-holl ouzh ar re o c'hav pouezus.
Rann ha ren . Un doare all eo Divide ut imperes, Rann ma reni.
Divitiae bona ancilla, pessima domina
Ur servijourez vat eo ar binvidigezh, hag an itron washañ. Ret eo d'an den bezañ mestr war e binvidigezh, arabat eo e vefe e binvidigezh mestrez warnañ.
Do
Do ut des, do ut facias, facio ut des, facto ut facias
Reiñ a ran evit ma rofes, reiñ a ran evit ma rafes, ober a ran evit ma rofes, ober a ran evit ma rafes.
Doctus cum libro
Desket gant ul levr . Troienn implijet diwar-benn tud ha n'ouzont netra hep mont da glask en ul levr. Gwechall ez eus bet klevet ur c'helenner oc'h ober goap ouzh ur skoliad a oa bet tapet oc'h adskrivañ ar pezh en doa kavet en ul levr: «Doctus cum libro, asinus (azen) au tableau (ouzh an daolenn)!».
Dolores Tantali
Poanioù Tantali. E Gwengelouriezh Henc'hrezh, Tantalos, mab da Zeus ha d'an nimfenn Plouto, a brofas d'an doueed ur pred ma servijas dezho ur geusteurenn aozet diwar kig e vab Pelops. Kondaonet e voe Tantalos d'ur boureviadur a zo chomet brudet: lakaet e voe Tantalos e kreiz ur stêr ha dindan ur wezenn karget a frouezh, me da hesk e ya ar stêr pa stou Tantalos evit evañ, hag an avel a bella skourroù ar wezenn pa astenn e zorn da dapout ur frouezenn. (Homeros, Odysseia, kan XI).
Dolus an virtus quis in hoste requirat?
Gwidre pe galon, dirak an enebour ne vern.
Dominus vobiscum
An Aotrou (Doue) ra vo ganeoc'h, bomm en oferenn gatolik roman.
Dr
Dramatis personæ
Tudennoù ar pezh-c'hoari, al listennad anezho.
Du
Ducunt volentem fata, nolentem trahunt
Ambroug an hini a bleg dezhi a ra ar blanedenn, ha sachañ war ar re na reont ket. Lavar stoikian diwar-benn ar Blanedenn, ar fatum.
Div en deus, hag istribilhet mat! Lavaret a-hervez pa vez kurunennet ar pab, abaoe istor ar babez Janed, da welout ha n'eo ket ur vaouez eo ar pab nevez.
Dura lex sed lex
Kriz eo al lezenn, met al lezenn eo. A vez lavaret diwar-benn ul lezenn pe reolenn a ranker lakaat da dalvezout, pegen displijus bennak e ve.
Dura necessitas
Kriz eo an dra pa vez ret. «Ouzh ret n'eus ket a remed» eo ar c'hrennlavar brezhonek.
Setu an den eme Bontius Pilatus pa ginnigas Jezuz d'ar bobl.
Eloquentia sagitta
An helavarded eo (ma) saezh. Dre ar prezeg e e tizhan ma fal hag e tiarbennan pep enebiezh.
Errare humanum est
Perzh an den eo faziañ (Eosten Hippo, [Sermones CLXIV:14]). Dre fazi e vez lakaet war gont Seneca ar Yaouankañ, pa ne gaver ar frazenn-se neblec'h en e oberoù.
Errare humanum est, sed perseverare diabolicum
Perzh an den eo faziañ, met perzh an diaoul eo derc'hel da ober. Setu al lavarenn en he fezh: Humanum fuit errare, diabolicum est per animositatem in errore manere "Perzh an den eo faziañ, perzh an diaoul eo menel er fazi dre lorc'h" (Eosten Hippo, Sermones CLXIV:14).
Et
Et alii
Hag ar re all, skrivet et al. pe e.a peurliesañ.
Et caetera desunt
Ha mankout a ra ar peurrest, berraet dre Et cætera ha skrivet etc. peurliesañ.
Eus an dra faos e teu pezh a garer – Reolenn ar poellata: adalek ul lavarenn faos e c'haller tennañ n'eus forzh petra, n'eus forzh peseurt kentel faos ivez.
Ex libris
A zo un darn eus levrioù unan bennak.
Ex luna scientia
Digant al loar, gouiziegezh. Ger-stur ar gefridi Apollo XIII war-du al Loar.
Ex nihilo
Diwar netra.
Ex pede Herculem
Dre e droad ec'h anavezer Herakles. "Troad Herakles" e oa unanenn muzulioù an hedoù en Henc'hres; dre ma oa 600 troad (190 m) hirder ar c'hentañ sportva olimpek e c'heller kendastum e oa 31,66 cm hirder treid Herakles – botoù ment 48 eta.
Ex post facto
A-c'houde ar fed. Ul lezenn zo ex post facto pa vez embannet a-c'houde ur fed ha pa vez kildalvoudek, da lavaret eo pa dalvez evit ar fed-se ivez.
Exempli gratia
Da skouer, berraet alies dre e.g..
Experto crede
Bez fiziañs er c'hevarouezour.
Extrema unctio
Nouenn, sakramant a vez roet en Iliz katolik roman d'ar glañvidi a zo war-nes mervel.
Extremis malis extrema remedia
D'ar gwashañ poanioù ar c'hreñvañ remedoù.
Ex voto suscepto
Hervez ar gouestl a zo bet graet. Berraet alies en ex-voto, "engouestl" evit envel un daolenn, un draez, ur blakenn warno ur frazenn a anaoudegezh-vat a lakaer en un iliz pe ur chapel da vont gant ur gouestl pe da drugarekaat a-c'houde sevenadur ur gouestl.
Fabula, sed vera
Un istor, met unan gwir.
Fac simile
Graet heñvel. E meur a yezh e komzer eus ur fac-simile, ur seurt luc'heilad, a roas ar ger faks.
Factis, non verbis
Fedoù, ket gerioù. Dre ober, ha n'eo ket dre gomz hepken.
Falsa est fiducia formae
Touellus eo fiziout e kened ar stumm.
Fata viam invenient
Ar blanedenn a gavo he hent (Vergilius, Aeneis X:113); doueez an tonkadur e oa Neuna Fata, a droas da Nona, unan eus an teir Farkezenn a neze buhezioù an dud kent troc'hañ an neudenn, Decima ha Morta o vezañ an div c'hoar all.
Felix alterius cui sunt documenta flagella
Eürus an den a dap kentel diwar skourjezadurioù un den all.
Stagadennoù a ziouiziegezh. Fazi poellata en daelerezh, pa zedastumer ur brouenn a zo disheñvel diouzh an dodenn: pe vreutaer a-zivout un dra a c'haller ober pe get, un ignoratio elenchi eo dezastum e rankfed gallout ober.
Ignorantia iuris nocet
Chom hep anaout ar gwir a noaz. Gwelloc'h d'an nen anaout al lezenn.
Iesus Nazarenus Rex Iudaerum, "Jezuz Nazaret Roue ar Judeaned". Tennet eus Aviel Yann 19:19, ma kont Yann an Avielour e lakaas Pontius Pilatus engravañ al lavarenn-se a voe lakaet war ar groaz. Gwelit Titulus Crucis.
In cauda venenum
El lost emañ ar binim. Hag e dibenn ar frazenn (latin), pe ar brezegenn, pe ar pennad-skrid, emañ ar gerioù drouk.
Incipit
Deraouiñ a ra, gerioù kentañ ur skrid. Paol, emañ ho koan war an daol! Deuit da zebriñ ho koan! eo incipit "Itron Varia Garmez" Youenn Drezen.
In dubio pro reo
En arvar e ranker lezel an tamallad.
In extenso
En e bezh, hep bezañ bet kemmet pe berraet.
In fine
En diwezh, a-benn ar fin.
In girum imus nocte et consumimur igni
Treiñ a reomp en noz ha devet gant an tan. Un amzrec'had an hini eo: tu zo da lenn a zehou da gleiz, evel ar ger radar.
In maxima potentia minima licentia
Er galloud brasañ emañ ar frankiz vihanañ.
In medias res
E-kreiz an traoù. Tro-vicher (danevelliñ, filmaozañ) a dalv da gregiñ gant un danevell e-kreiz an ober, pe pa vez bet c'hoarvezet an darn vrasañ eus an traoù.
In medio stat virtus
Er c'hreiz emañ ar vertuz... ha n'eo ket en daou benn pellañ; par d'an henc'hresianeg μηδεν αγαν mêdén ágan, "(na ra) netra betek re".
In naturalibus
En e noazh.
In partibus infidelium
Er brioù difidel". Er relijiongatolik, un eskobin partibus zo un eskob a zo anvet e douaroù ha n'int ket kristen pe kristenekaet.
Kit, echu eo an oferenn. Gerioù diwezhañ an oferenn latin. A vez da gompren gant ar gristenien: Kit, kaset oc'h dre ar bed da embann an Aviel.
Iu
Iunctis viribus
Gant nerzhioù unanet, unaniezh a ra nerzh.
Iurare in verba magistri
Touiñ dre c'herioù ar mestr.
Iuventus stultorum magister
Ar yaouankiz eo mestrez ar re sot.
Labor omnia vincit improbus
Al labour dalc'hus a zeu a-benn a bep tra.
Laborare est orare
Labourat zo pediñ. Abalamour da se eo e vez lakaet ar venec'h da labourat e manatioù zo.
Lapsus calami
Ramp ar raosklenn (ar raosklenn a skrived ganti, ha n'eo ket an hini a soned ganti, ar sirinks).
Lapsus linguæ
Ramp an teod, a lavarer lapsus hep mui alies.
Latet anguis in herba
An naer kuzhet er geot (Vergilius, Eclogues III.93): un dañjer dic'hortoz a zeu war wel a-daol-trumm – evel trubarderezh ur falsvignon.
Laudate puerum
Meulit ar bugel.
Laudator temporis acti
Meuler oberoù an amzer gwechall. An den a zisplij dezhañ doareoù an amzer-vremañ hag a gav gwell re an amzer dremenet; diwar Horatius, [Ars Poetica, 173].
Lectio brevior, potior
Seul verroc'h ar gentel, seul c'halloudusoc'h.
Lectio difficilior, potior
Seul ziaesoc'h ar gentel, seul c'halloudusoc'h.
Legitimatio per matrimonium subsequens
reizhwiriañ dre zimez diac'houde.
Levius fit patientia quidquid corrigere nefas;
Gant ar basianted e vez skañvoc'h kement tra n'haller ket reizhañ. Horatius.
Libri muti magistri sunt
Kelenerien vut eo al levrioù.
Lignum curvum numquam rectum
Ur skourr kromm ne vo biken eeun. Da vezañ tostaet ouzh Aesoc'h eo plegañ plantenn / Evit n'eo displegañ gwezenn, meneget gant L. F. Sauvé, #488, pp.78-79.[9]
Loc. cit.
En hevelep lec'h ha meneget a-raok.
Locus medius tutus est
Diriskl eo al lec'h kreiz.
Longa est vita si plena est
Hir eo ar vuhez mard eo leun.
Longam esse duorum temporum, brevem unius etiam pueri sciunt
Zoken ar vugale a oar ez eus daou bred en hini a anver "hir", hag unan en hini a anver "berr" (Quintilius, Institutiones, IX, 4, 47 diwar-benn ar gwerzaouerezh latin). Gwelit Brevis in longo.
Ma
Macte animo! Generose puer, sic itur ad astra
Nerzh-kalon! Bugel hael, evel-se eo ez eer betek ar stered.
Skeud un anv meur - En ur pezh-c'hoari latin, goude marv he breur Britannicus e lavar Octavia ne choman war an Douar nemet evit bezañ skeud un anv meur[17].
Magnificat
Incipit Kantik ar Werc'hez en Aviel Lukaz1:46, a zo Magnificat anima mea Dominum, "Ma ene a veura an Aotrou".
Magno cum gaudio
Gant levenez vras.
Magnum opus
Oberenn veur.
Magnus liber magnum malum
Ul levr bras zo un droug bras. Gwelloc'h eo berr ha sklaer eget hir ha brizh.
Major e longinquo reverentia
A bell ec'h estlammer gwell. Pa weler an dud a renk uhel a dost e weler ez int eveldomp.
Maiora premunt
Traoù brasoc'h zo mallus, poent bras eo ober war-dro traoù pouezusoc'h.
Ar feiz fall o tont war-lerc'h ne noaz ket. Er gwir, solius e chom ur gevrat bet sinet etre div gevrenn a feiz vat, zoken mar c'hoarvez gant an eil pe eben bezañ a feiz fall goude ar sinadur.
Mala herba cito crescit
Buan e kresk al louzoù fall. Aesoc'h eo ober ar fall eget ar mad.
Amzerioù fall zo warnomp met gwashoc'h zo e gor (Cicero [?])[18].
Male captus bene detentus
Paket fall, dalc'het mat. Er gwir: pakadur dilezenn ur gwalloberour ne vir ket ez eo lezennel e vac'hadur.
Male parta, male dilabuntur
Ar pezh a zo bet gounezet e gaou zo kollet e gaou.
Mali corvi malum ovum
Da vran fall, vi fall.
Malitia supplet aetatem
An drougiezh a ra evit an oad . Er gwir: atebek e vez ur gwalloberour minor pa oar ez eo e-maez lezenn ar pezh emañ oc'h ober.
Malitiis non est indulgendum
Trugarez ebet d'an drougiezh.
Malo periculosam libertatem quam quietum servitium
Gwell eo din ar frankiz dañjerus eget ar sklaverezh peoc'hus. Meneget gant Jean-Jacques Rousseau, Du Contrat social, principes du droit politique, III-4 ha skrivet gant Thomas Jefferson en ul lizher da James Madison d'an 30 a viz Genver 1787.
Aval a zizunvaniezh. Draen-fuilh; diwar an aval aour a voe roet da Afrodit gant Pâris, a gasas da Vrezel Troia.
Malum est mulier sed necessarium malum
Ur fall eo ar vaouez, hogen ur fall rekis.
Malum in se
Fall dre e natur. Un torfed malum in se zo anavezet e gwir an darn vuiañ eus ar broioù, evel ar muntr pe ar gwadorged.
Malum prohibitum
Fall dre lezenn eo an holl dorfedoù n'int ket malum in se.
Malum quo communius eo peius
Seul baotoc'h ur gwall, seul washoc'h.
Mandata principum
Kefridioù ar renerien. Lizheroù kaset gant an impalaerien da lod reizhaouerien evit reiñ an urzh dezho da ober un dra bennak da-geñver un emvod pe un afer a denn d'o c'harg.
Mantua me genuit, Calabri rapuere, tenet nunc Parthenope; cecini pascua rura duces
Mantova am ganas, Calabria am skrapas, Napoli am dalc'h bremañ; kanet em eus ar peurvanoù, ar maezioù, an harozed. Bezskrivadur Vergilius.
Manu militari
Gant dorn an arme, dre nerzh; heñvel ouzh Manus milites.
Manumissio
Frankizadur, lakaat ur sklav en e frankiz; tri doare manumissio a oa:
• manumissio per vindictam, "frankizadur dre ar wialenn", ma veze lakaet ar slav en e frankiz dre ziouer a zifenn digant e vestr dirak ul lezvarn; en e frankiz e oa an den goude bout resevet un taol skañv a-berzh ar barner gant ur wialenn;
• manumissio censu, "frankizadur dre niveradur", ma veze lakaet ar sklav en e frankiz en abeg ma ne oa ket bet kontet da-geñver renabl sklaved e vestr;
• manussimo testamento, "frankizadur dre destamant", ma veze lakaet ar sklav en e frankiz dre destamant e vestr.
Manus celer dei
Dorn prim Doue.
Manus dei
Dorn Doue.
Manus manum lavat
An dorn a walc'h an dorn. E brezhoneg bemdez: An eil dorn a walc'h egile.
Manus milites
Gant dorn ar soudarded, da lavarout en un doare rust, dreist-holl pa vezer lakaet er-maez eus un ostaleri manu militari.
Manus multae, cor unum
Lies dornioù, ur galon hepken.
Mare clausum
Mor serr. Er gwir etrebroadel, ur mor pe forzh pe tachennad dour a zo bageadus, renet gant ur Stad ha berzet d'ar Stadoù all. Enebet ouzh Mare liberum.
Perlez dirak ar moc'h. A vez lavaret diwar-benn traoù brav diskouezet da dud dizesk.
Mater artium necessitas
Ar rekiz eo mamm an ampartiz.
Mater Dei
Mamm Doue.
Mater facit
Mamm er gra.
Mater familias
Mamm ar familh.
Mater semper certa, pater autem incertus vel pater numquam
Divarteze bepred e vez ar vamm, met diasur pe dianav e vez an tad.
Materia medica
Danvez mezegel, ar renabl eus perzhioù mezegel ur mil plantenn ha maen bennak, savet gant Pedanis Dioskoridês (~25 - ~90) dindan an talbenn Περὶ ὕλης ἰατρικῆς Peri hulês iatrikês, "A-zivout an danvez mezegel" ha troet e latin evel De Materia Medica e 1453.
Alies e vez ar reishañ ar flemmusañ. A-wechoù e vez diaes d'an den klevet ar wirionez diwar e benn.
Me
Me vexat pede
Debron am eus em zroad, emaon war-nes argas an den-se hegasus a-daolioù troad.
Mea navis aëricumbens anguillis abundat
Ma aerrikler zo leun a silioù. Ur frazenn "latin" bet savet diwar The Dirty Hungarian Phrasebook ("An dastumad lous lavaredoù hungarek"), ur sketch gant Monty Python a ra goap eus distervez al levrioù-treiñ eus an eil yezh d'eben a vez gwerzhet d'an douristed er bed a-bezh.
Dre ma faot, tennet eus ur bedenn gatolik e latin anvet Confiteor ("Anzav a ran").
Media vita in morte sumus
E kreiz ar vuhez emaomp er marv. Tennet eus ar skrid Liber Ymnorum(sic), bet kendastumet e 884 gant ar soner suisNolker ar Besteod, Notcerus Balbulus e anv latin.
Medium certum
Asur eo an hent kreiz.
Medice, cura te ipsum
Mezeg, en em bare da-unan.
Medicus curat, natura sanat
Prederiañ a ra ar mezeg, pareañ a ra an natur. N'eo ket ar mezeg a zo kaoz pa wella d'ur c'hlañvour.
Medicus non accedat nisi vocatur
Ne zeu ket ar mezeg tre mar n'eo ket galvet. Unan eus reolennoù Hippokrates.
Mel in ore, verba lactis, fel in corde, fraus in factis
Mel er genoù, laezh er c'homzoù, bestl er galon ha flodoù en oberoù. Skrivet gant ur manac'h er Grennmazer diwar-benn un den pilpous.
Meliora
Gwell, liester nepreizh an anv-gwan melior. "War-du ar gwell bepred" eo an droidigezh a vez roet pa vez implijet evel ger-stur, evel gant University of Rochester e Rochester (New-York).
Melita, domi adsum
Karedig, er gêr emaon. Troidigezh ar frazenn saoznekHoney, I'm home gant ar fentigellour amerikan Henry Beard (*1945)[19].
Melius abundare quam deficere
Gwell eo re eget re nebeut.
Melius est reprehendant nos grammatici quam non intelligant populi
Gwelloc'h eo e vefemp karezet gant yezhadurourien eget ma ne vefemp ket komprenet gant ar poblañsoù. Pennabeg ar brezhoneg beleg.
Melius re perpensa
(Goude) gwelloc'h priziadenn an dra e c'haller kemmañ ali diwar e benn.
Melius scitur Deus nesciendo
Gelloc'h ez anavezer Doue en diouiziegezh (Eosten Hippo, De Ordine II-16:44).
Ar werin baour hag a bae tailhoù. Atav e vez ar re baourañ bec'hiet gant an tailhoù. Deveret eo misera contribuens plebs eus Horatius, Sermones I-VIII-10, hag enskrivet eo bet e lezenn II, 1751 ParlamantHungaria (Corpus Iusris Hungarici).
(Tud) kaset gant an aotrou, Missus dominicus en unander; kannaded ar galloud karolingat a zeue da evezhiañ derc'houezourien ar roue.
Missio Dei
Mision Doue. Hervez savboent an Iliz katolik roman ez eo ar misioniñ kefridi Doue, hag an Iliz eo benveg ar gefridi-se.
Missit me dominus
Ar mestr en deus ma c'haset.
Mittimus
Kas a reomp. El lezenn saoz, incipit al lizher a gas un tamallad d'ar vac'h, pe d'ul lezvarn all.
Mo
Mobilis in mobili
Monedus en (elfenn) monedus. Sturienn al lestr-spluj 'Nautilus e romantJules Verne, Vingt mille lieues sous les mers; an dour eo an elfenn vonedus, evel-just.
Doare an diod. Lavared brizhlatin ("latin podoù")[22] savet diwar al latin modus, "doare" hag ar saoznegmoron, "diod", evit ober goap eus an dud a ra ur fazi mantrus er poellata. Gwelit modus ponens ha modus tollens.
Modus operandi
An doare d'ober.
Modus ponens
Doare a ro da wir dre reiñ da wir. Poelloniezh: dre ar modus ponens e roer da wir an heuliad-mañ: mard empleg ul lavarenn A ul laverenn B, neuze ez eo B gwir mard eo A gwir.
Modus tollens
Doare a nac'h dre nac'hañ. Poelloniezh: dre ar modus tens e roer da wir an heuliad-mañ: mard empleg ul lavarenn A ul laverenn B, neuze ez eo B faos mard eo A faos.
Modus vivendi
An doare da vevañ. A vez implijet dreist-holl evit komz eus un doare emglev etre tud bet oc'h en em gannañ.
Monasterium sine libris est sicut civitas sine opibus
Ur manati dilevr zo evel ur geoded didra. Er romantIl nome de la rosa ("Anv ar rozenn") gant ar skrivagner italianUmberto Eco, bet embannet e 1980[23] emañ ar frazenn en he fezh:
Monasterium sine libris, est sicut civitas sine opibus, castrum sine numeris, coquina sine suppellectili, mensa sine cibis, hortus sine herbis, pratum sine floribus, arbor sine foliis.
"Ur manati dilevr zo evel ur geoded didra, ur c'hastell disoudard, ur gegin dilestr, un daol divoued, ul liorzh diblantenn, ur bradenn divleuñv, ur wezenn dizeil."
Ar re varv a gelenn ar re vev. Dre ziskejañ korfoù-marv e komprener abegoù ar marv.
Mortuum flagellas
Emaoc'h o skourjezañ un den marv (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum), da lavaret eo: emaoc'h oc'h abegiñ un den hag ne ra forzh ebet eus ho parnadenn.
Mos Maiorum
Doareoù an hendadoù.
Motu proprio
Diwar e intrudu, da verkañ teulioù melestradurel a-berzh ar pab, pe embannet gant e asant.
Neque ignorare medicum oportet quæ sit ægri natura
Arabat d'ar mezeg chom hep anaout petra eo natur (orin) ar c'hleñved.
Neque pessimus neque primus
Na gwashoc'h, na kentañ (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum, 4. 4. 22).
Ni
Nihil lacrima citius arescit
Netra ne sec'h buanoc'h eget un daeraouenn.
Nihil obstat
N'eus netra a yafe a-enep; frazenn a ro aotre d'an Iliz katolik da embann ul levr relijiel.
Nil novi sub sole
Netra nevez dindan an heol.
Nil sine numini
(N'eus ) netra hep bolontez an doueed, a vez anavet dre an diouganoù.
No
Nocumentum documentum
Ur c'hloaz zo ur gentel.
Non bis in idem
Ket div wech en hevelep tra. Ne c'haller ket bezañ kondaonet div wech en abeg d'an hevelep torfed.
Non causa pro causa
Abeg ebet evit abeg. Lavarenn direizh er poellerezh: mar c'hoarvez an darvoudennoù A ha B war un dro e rank unan anezho bezañ abeg egile. Da skouer: Kalz yaouankizoù a selaou sonerezh hard rock; feuls eo ar sonerezh hard rock; peogwir e vez selaouet hard rock gant kalz yaouankizoù e rank an holl yaouankizoù bezañ feuls.. Gwelit Post hoc, ergo propter hoc.
Ne oan ket, bet on, n'on ket, ne ran forzh. Bezenskrivadur a gaver berraet e NFFNSNC.
Non licet omnibus adire Corinthum
N'eus ket aotre d'an holl da vont da Gorintos. Korintos a oa brudet da vezañ ur gêr binvidik ma oa uhel koust ar vuhez en Henamzer, hag ezhomm a oa da gaout arc'hant da vevañ eno.
Non nobis domine, non nobis nomine sed tuo da gloriam
N'eo ket evidomp Aotrou, n'eo ket en hon anv deomp, met evit da c'hloar.
Non nova sed nove
Traoù n'int ket nevez, met en un doare nevez.
Non omnia possumus omnes
An holl n'hallont ket pep tra.
Non sequitur
Ne heuilh ket, da lavaret eo n'eo ket kempoell ar c'hendastum gant ar rakdivizoù.
Non scholæ, sed vitæ discimus
N'eo ket evit ar skol e teskomp, evit ar vuhez eo.
Non ut edam vivo, sed ut vivam edo
N'eo ket evit debriñ e vevan, evit bevañ e tebran.
Non vestimentum virum ornat, sed vir vestimentum
N'eo ket an dilhad a vrava an den, an den eo a vrava an dilhad.
Non vini vi no, sed vi no aquæ
N'eo ket abalamour d'ar gwin e neuian, abalamour d'an dour e neuian. C'hoari war ar gerioù.
Nondum amabam, et amare amabam, et secretiore indigentia oderam me minus indigentem
Ne garen ket c'hoazh, ha karout a raen karout ha dre un ezhomm kuzh em boa droug ouzhin peogwir ne'm boa ket ezhomm a-walc'h c'hoazh (Eosten Hippo, Confessiones III.1.1).
Nosce te ipsum
En em anavez. Troidigezh latin ar frazenn henc'hresianek γνώθι σεαυτόν "gnôthi seautón".
Nota bene
Notit mat, taolit evezh; berraet alies dre N.B..
Novus ordo seclorum
Urzh nevez ar c'hantvedoù (diwar Vergilius, Eclogues IV:5), unan eus an tri ger-stur a zo war Siell Veur SUA.
Nu
Nulla dies sine linea
Deiz ebet hep (skrivañ) linenn ebet. Reolenn ar skrivagner.
Nulla est medicina sine lingua latina
N'eus ket a vezegiezh hep latin. Ret eo gouzout latin a-benn bezañ mezeg. Tud zo a gompren: didalvoud eo ul louzoù hep netra skrivet warnañ.
Nulla poena sine lege
Kastiz ebet hep lezenn. Arabat eo reiñ ur c'hastiz ha n'eo ket skrivet el lezenn.
Nulla regula sine exceptione
N'eus reolenn hep he nemedenn.
Nulla res tam necessaria est quam medicina
N'eus mann ken ret hag ar vezegiezh.
Nulla rosa sine spinis
N'eus rozenn dizraen ebet.
Nullum gratuitum prandium
N'eus pred digoust ebet.
Nullum malum impunitum
N'eus gwallober digastiz ebet.
Nunc est bibendum
Bremañ emañ evañ, da lavaret eo "evañ zo ret bremañ" (Horatius, Carmina I, XXXVII:1). Nunc est bibendum, nunc pede libero pulsanda tellus "evañ zo ret bremañ, skeiñ an douar gant un troad skañv eo bremañ" eo ar bomm en e bezh, ma c'halv Horatius da evañ ha da zañsal a-c'houde marv Kleopatra. Troet eo bet gant Horatius ur werzenn henc'hresianek gant Alkaios, Νῦν χρῆ μεθύσθην Nyn chrê methysthēn "Bremañ eo e ranker mezviñ" a-c'houde marv Myrsilus[28].
An holl (eurioù) a c'hloaz, an diwezhañ a lazh. A weler war an horolajoù.
Omnia mecum porto mea
Ma holl vadoù a zougan ganin. Bias Priene, unan eus seizh den fur Henc'hres, a oa o tec'hel a-zirak alouberien pa voe harzet gant tud a oa souezhet ouzh e welet o vont hep an disterañ mad gantañ; respont a reas Bias e oa e holl vadoù gantañ koulskoude: an eeunder, an onestiz hag ar vertuz (Cicero, Paradoxa stoicorum I, 8.
Den ha n'eo ket c'hoantaet. A vez lavaret diwar-benn un den ha ne garfed ket gwelout en ul lec'h, abalamour d'ar pezh en deus graet pe lavaret, pe a virer outañ da vont en ul lec'h.
Pl
Plenus venter non studet libenter
Ur stomog leun ne studi ket a-youl-vat.
Plures crapula quam gladius perdidit
Ar vezventi he deus kaset da goll muioc'h a dud eget ar c'hleze.
Po
Post acerba prudenter
Goude ar c'hwervoni, an evezh. Ret eo ober pe dibab gant evezh, da heul ur walldro.
Post bellum auxilium
Goude ar brezel, ar skoazell.
Post cenam non stare sed mille passus meare
Na chom ket goude koan, met kerzh da stranañ mil kammed.
Post Cristum natum
Goude ganedigezh Jezuz-Krist. Berradurioù: P.C.N., p.Chr.n. Gwelit Ante Christum natum.
Post hoc, ergo propter hoc
Goude se, neuze dre se. Lavarenn direizh er poellerezh: mar c'hoarvez an darvoudenn A kent an darvoudenn B e rank A bezañ abeg B. Da skouer: Gwelloc'h e oa ar c'hlañvad goude pedenn ar beleg, neuze ec'h eo bet pareet ar c'hlañvad gant ar beleg.. Gwelit Non causa pro causa.
Post hoc non est propter hoc
Goude an dra-se, met n'eo ket abalamour d'an dra-se.
Post ludos ad seria
Goude ar c'hoarioù, d'an traoù sirius.
Post mortem nihil est
Goude ar marv n'eus mann.
Post nubila Phoebus
Goude ar c'houmoul, an heol. Doue an Heol e oa Phoebus Apollo.
Pegement an dle. Implijet er gwir evit termeniñ talvoudegezh an digoll a zo dleet d'ur gaou. Gwelit 'An debeatur.
Qui nescit dissimulare, nescit regnare
Neb na oar ket kuzhat ne oar ket ren.
Qui rogat, non errat
Neb a c'houlenn, ne fazi ket.
Qui scribit, bis legit
Neb a skriv a lenn div wech. Lavar da zeskiñ d'ar studierien labourat.
Qui tacet, consentire videtur ubi loqui debuit ac potuit
Neb a dav a seblant asantiñ pa zlee bezañ komzet ha pa c'halle. (Bonifas VIII, Liber Sextus Decretalium V, XII.43 - Builh Sacrosanctae, 3 a viz Meurzh1298)[31].
Ar pezh a oa ret anataat. Berraet alies dre Q.E.D..
Quod licet Iovis, non licet bovis
Ar pezh a zo aotreet da Yaou n'eo ket aotreet d'ar saout. Kemm-digemm e vez al lezenn alies, hervez dere an den. Gwalldro Io, serc'h Yaou, eo dave al lavared latin.
Quod medicina aliis, aliis est acre venenum
Ar pezh a zo ur remed evit lod zo ur pistri taer evit lod all.
Quod vinculum amoris esse debebat seditionis atque odi causa est, idem velle
Kas da ziskiantegezh, da lavarout eo prouiñ dre arguzennoù diskiant; doare poellata a lakaer da vont en-dro pa groger da lakaat da wir ar c'hontrol eus ar pezh a glasker prouiñ. Gwelout: ab absurdo.
Rem acu tetigisti
An dra begek hoc'h eus stoket outañ (diwar Plautus, Rudens V.ii:1306). A vez lavaret pa vez divinet un dra bennak; e brezhoneg: Deuet eo ganit!.
Repetitio est mater memoriae
An adlavarout eo mamm an eñvor.
Repetitio est mater studiorum
An adlavarout eo mamm ar studioù.
Requiescat in pace
Ra ziskuizho e peoc'h; berraet dre R.I.P. peurliesañ.
Res judicata pro veritate habetur
Tra barnet zo gwirionez; reolenn eus ar gwir: ur varnedigezh embannet zo evel un dra prouet.
Res nullius
Tra da zen ebet; a vez lavaret pa ne vez perc'henn ebet d'un dra bennak. An douar n'eo ket ur res nullius gwech ebet.
Res, non verba
An dra, ha n'eo ket gerioù; a vez lavaret pa weler eo deuet ar poent da ober, ha n'eo ket a-walc'h chom da gaozeal. Ar memes spered a gaver er c'hrennlavar flemmus brezhonek Teod hir, dorn berr.
Evel-se emañ. Implijet alies en embannadurioù pa glasker sachañ evezh al lenner war an doare ma'z eo skrivet ar ger, dic'hortoz pe fazius, da ziskouez n'eus vi-koukoug ebet er skrid evel m'emañ.
Hep ar bloaz nag al lec'h (skrivet warnañ). Levrioù kozh zo ha ne vez ket meneget kement-se warne.
Sine die
Hep deiz. Hep resisaat pegoulz.
Sine labore non erit panis in ore
Hep labour ne vo ket a vara ez kenoù, a c'haller treiñ ivez evel-henn: Gant da zaouarn ez kodelloù ne lakai ket bara ez kenoù.
Solem lucerna non ostenderent
Ne ziskouezer ket an heol gant ul letern.
Soli sol soli
An heol hepken.
Spes salutis
Goanag ar savete.
Spoliatis arma supersunt
An armoù a chom da neb a zo dibourc'het. Ger-stur Emanuele Filiberto Umberto Reza Ciro René Maria di Savoia, dug Savoia, priñs Venezia ha priñs Piemonte.
sqq.
berradur eus sequunturque, «hag ar re da heul» en un dave, da skouer: "pajenn 123 sqq.".
Danenframmoù diskiant. Lavared bet ijinet gant ar skrivagner saoz Robert Burton (1577-1640) en e Anatomy of Melancholy '1621) evit deskrivañ emzalc'h an uhelidi a glask staliañ o domani war un dachenn dre lakaat sevel kastilli hollgaer, daoust d'ar c'houst o rivinañ alies[36].,[30]
Sui generis
Eus e seurt-eñ. Er gwir e lakaer da sui generis ur blegenn na c'haller ket renkañ e rummad pe rummad; ret eo neuze krouiñ skridoù arbennik nevez.
Summa cum laude
Gant ar brasañ enor. Enorusañ meneg a c'heller kaout gant un diplom er skolioù-meur.
Summum ius, summa iniuria
Reizh uhelañ, direizhder uhelañ (Cicero, De Officiis I, 33). Dre ar reober gant ar gwir e teu an direizhder.
Sunt mala quae libas, ipse venenum bibas
Fall eo ar pezh a brofez, ev da bistri, a zo berraet dre S.M.Q.L.I.V.B. war medalenn sant Benead, goude V.R.S.N.S.M.V., Vade retro Satana, Numquam Suade Mihi Vana, "Tec'h alese, Satan, na 'm tempt morse dre ar vended".
Supremumque 'vale'
Un 'adeo' diwezhañ distaget gant Orfeüs pa goll Euridike en eil tro eus (Ovidius, Metamorphoses X:62), Ne vez ket aes d'an dud ober ur supremumque 'vale' d'ar bed-mañ.
Sursum corda!
Savit, kalonoù!. A vez lavaret da reiñ nerzh-kalon.
«D'ar c'here d'ober war-dro e votoù, pe …da sevel ar c'haoz war e votoù nemetken. Da bep hini da rannañ kaoz diwar-benn ar pezh a anavez.»[37]
Suum cuique
Da bep unan e hini (Cicero, [http://www.thelatinlibrary.com/cicero/nd3.shtml#8De Natura deorum III, 38), da lavaret eo da bep den hervez e zellidoù; Nam iustitia, quae suum cuique distribuit, quid pertinet ad deos "Evit a sell ouzh ar justis, a zo da bep unan e hini, ar pezh a zo e kerz an doueed eo ar frazenn glok. Bez' emañ ivez Suum cuique tribuere, "reiñ da bep unan e hini", a zo kenster gant 'Unicuique suum.
Tarde venientibus ossa
D'ar re degouezhet diwezhat, an eskern; a vez lavaret d'ar re a zegouezh diwezhat ouzh taol, pe e diwezh un abadenn pe un emgann.
Tempora mutantur nos et mutamur in illis
Kemmañ a ra an amzerioù, ha kemmañ a reomp ganto. Bomm eus hanterenn gentañ ar XVvet kantved}, deveret eus Omnia mutantur, nihil interit "pep tra a gemm, netra ne varv" gant Ovidius, Metamorphoses XV:165.
Tempori servire
En em ober diouzh an degouezhioù.
Ter
Teir gwech.
Terminus
Diwezh.
Testis unus, testis nullus
Un test hepken, test ebet. Un test hepken ne dalv ket dirak al lez-varn ,rak n'eo ket a-walc'h.
Aon am eus rak ar C'hresianed ha pa vefent o tegas profoù.
Timeo hominem unius libri
Aon am bez rak den ul levr hepken; an den na gred nemet en ul levr (hini e relijion peurvuiañ) a zo dañjerus.
Titulus crucis
Talbenn ar groaz. Anv latin ar skritellig koad a voe lakaet war kroaz Jezuz Nazaret diwar urzh Pontius Pilatus, hervez Aviel Yann 19:19; un tamm anezhi zo war ziskouez e Basilica Sanctae Crucis in Hierusalem e Roma abaoe 1492. Gwelit I.N.R.I..
Tres faciunt collegium
Tri a ra ur strollad. Tri eo an niver bihanañ a dud a zo rekis evit sevel un aozadur.
Tu quoque, mi fili
Te ivez, ma mab! Gerioù lavaret gant Julius Caesar pa oa o vervel, d'e vab Brutus en devoa kontellataet anezhañ. E gwirionez en doa distaget ar frazenn-se en henc'hresianeg.
Ub
Uberrima fides
Fonnusañ feiz, kreñvoc'h c'hoazh eget bona fide; enebet ouzh caveat emptor. Skrivet uberrimae fidei a-wechoù, en dro-c'henel eta.
Ubi amici ibidem opes
El lec'h m'emañ ar vignoned emañ an nerzh.
Ubi amor, ibi dolor
El lec'h ma vez karantez e vez poan.
Ubi bene, ibi patria
El lec'h ma vez an den en e vleud, eno emañ e vammvro.
Ubi commoda, ibi incommoda
Ubi concordia, ibi victoria
El lec'h m'emañ Concordia e vez an trec'h, Concordia o talvezout kement ha "kenemglev".
Ubi deficiunt equi, trottant aselli
El lec'h ma n'eus ket a-walc'h a gezeg e trot ezenigoù.
Ubi dubium, ibi libertas
El lec'h m'emañ an arvar emañ ar frankiz.
Ubi eadem legis ratio, ibi eadem legis dispositio
El lec'h m'emañ an hevelep abeg d'al lezenn e vez an hevelep talvoudegezh d'al lezenn.
Ubi est, mors, victoria tua?
Marv, pelec'h emañ da drec'h?
Ubi feuda, ibi demania
El lec'h m'emañ ar glad emañ an domani. Pennaenn ar c'hladdalc'helezh.
Ubi fumus, ibi ignis
El lec'h m'emañ ar moged emañ an tan. Dibaot siminal a voged / Anez na ve tan en oaled.
Ubi lex non distinguit, nec nos distinguere debemus
El lec'h ma ne ziforc'h ket al lezenn, arabat eo diforc'hañ.
Ubi lex voluit dixit, ubi noluit tacuit
El lec'h ma vennas al lezenn e lavaras, el lec'h ma ne vennas ket e tavas. Pa fell d'al lezennourien plediñ gant ur gudenn e reont ul lezenn, pa ne fell ket dezho ne reont ket, da lavaret eo ez eo arabat klask mont dreist ar pezh a zo skrivet el lezenn ha dezastum traoù na oant ket mennet gant al lezennerien.
Ubi maior minor cessat
Kodianañ a ra ar gwan dirak ar c'hreñv.
Ubi mel ibi apes
El lec'h ma 'z eus mel ez eus gwenan.
Ubi ordo, ibi pax et decor; ubi pax et decor, ibi laetitia
El lec'h ma'z eus urzh ez eus peoc'h ha kened; el lec'h ma'z eus peoc'h ha kened ez eus levenez. Lavaret gant Benito Mussolini en ur brezegenn e ScalaMilano d'an 28 a viz Here1928.
Ubi periculum
El lec'h (m'emañ an) dañjer. Anv ur builh bet embannet gant ar pabGregor X d'ar 7 a viz Gouere1274 ma stalias ar sened -kardinaled evel doare nemetañ da zibab ur pab[38].
Ubi plura nitent in carmine, non ego paucis offendi maculis
El lec'h ma'z eus kened en ur varzhoneg, n'on ket dismegañset gant un nebeud tarchoù.
Ubi societas, ibi ius
El lec'h m'emañ ar gevredigezh emañ ar gwir. N'eus kevredigezh ebet hep lezennoù pe reolennoù.
Ubi solitudinem faciunt, pacem appellant
El lec'h m'o deus graet un dezerzh o deus lavaret e oa ar peoc'h.
Ubi sunt qui ante nos fuerunt?
Pelec'h emañ ar re a zo bet en hor raok?. Anv ur varzhoneg [krennsaozneg|krennsaonek] savet gant un aozer(ez) dianav war-dro 1275[39]. Diwar ar skouer-se e voe ul uskad barzhoniezh a voe anvet ubi sunt, ar barzh gall François Villon (1431-1463) o vezañ ur skouer anezhañ gant Ballade des dames du temps jadis.
Ubi tu Gaius, ibi ego Gaia
El lec'h ma vi Gaius, e vin Gaia. Bomm da zisklêriañ fealded etre ar priedoù roman da zeiz an eured. Gaia eo an douar, hag a ro he frouezh.
Ul
Ultima cave
Douj d'an hini ziwezhañ, oc'h ober dave d'an eur war un horolaj.
Anvioù goude an traezoù eo an hollegoù, "ur prezeg stummet goude ar skiant-prenet eo an hollegoù"; da skouer: deuet eo meizad an "denelezh" a-c'houde ma 'z eus bet tud war an Douar, hag an traezoù hepken zo gwirvoudel. Er Grennamzer, arguzenn bennañ an usvedoniouriennominalour en enep da hini ar wirvoudelourien.
Universalia sunt realia ante rem
Beziadoù kent an traezoù eo an hollegoù, "gwirvoudeloc'h eget an traezoù eo ar meizadoù, ha bez' e oa anezho kent an traezoù; da skouer: a-viskoazh ez eus bet eus meizad an "denelezh", zoken pa ne oa den ebet war an douar. Er Grennamzer, arguzenn an usvedoniourien wirvoudelour en enep da hini an nominalourien.
Uno pro puncto caruit Martinus Asello (Ob solum punctum caruit Martinus Asello)
En abeg d'ur pik e voe kollet Asello Martinus gant Martinus. Martinus, a oa abad Asello er XVIvet kantved, a c'horchemennas ma vije skrivet Porta patens esto. Nulli claudatur honesto, da lavaret eo "Digor e chom an nor. Ne vo serr da zen onest ebet". Siwazh, dre fazi e voe engravet ar frazenn Porta patens esto nulli. Claudatur honesto, ar pezh a dalvez "An nor ne chom ket digor da zen. Serr eo d'an den onest". Dre zilec'hiadur ar pik e voe an abati kontrol d'ar garitez kristen eta, ha diskarget e voe Martinus eus an abati. Gant e warlerc'hiad e voe lakaet reizhañ ar fazi, hag ouzhpennañ ar frazenn Uno pro puncto caruit Martinus Asello. Lod istorourien a lavar e voe ouzhpennet Ob solum punctum caruit Martinus Asello, a zo kenster.
Unum castigabis, centum emendabis
Mar kastizez unan e reizhi kant. Arabat kastizañ an holl fazioù nag an holl fazierien.
Unus inter pares
Unan e-touez tud par. Evit deskrivañ ezel ur strollad. Gwelit Primus inter pares.
Unus lanius non timet multas oves
Ur c'higer n'en devez ket aon rak an deñved niverus.
D'ar Gêr ha d'ar bed. Roma eo ar gêr; a vez lavaret diwar-benn embannoù ar pab.
Urticae proxima saepe rosa est
Alies e vez ar rozenn tost d'al linad skaotus.
Us
Usufructus est ius alienis rebus utendi fruendi, salva rerum substantia
Ar gerz eo ar gwir da implijout ha da gaout ar gerz eus madoù un den all hep kemmañ o danvez (Julius Paulus Prudentissimus, Ad Vitellium, III, meneget en Digesta seu Pandectae VII, 1, 1).
Usque ad finem
Betek an diwezh. Stourm betek ar berzh pe ar marv eo stourm usque ad finem.
Usque ad effusionem sanguinis
Betek skuilh ar gwad. Rak ret eo deoc'h mennout en em ren gant kalonegezh, zoken betek skuilh ar gwad eo kalon prezegenn ar pab d'ar gardinaled nevez-anvet, alese liv ruz-gwad o saeoù.
Vade ad formicam o piger et considera vias eius et disce sapientiam
Kae d'ar verienenn ha sell penaos e ra ha desk ar furnez. Frazenn eus ar Bibl latin, ar Vulgata, Proverboù 6:6.
Vade in pace
Kae e peoc'h. Bomm ar beleg katolik e dibenn ar gofesadenn.
Vade mecum
Deus ganin. Ur vade-mecum zo ul levr (peurvuiañ) a vez atav gant an den.
Vade retro Satana
Tec'h alese, Satan! Respont graet d'al lubanerien ha tempterien. Deuet eus ar Vulgata (Aviel Mark (8:33), ma lavare Jezuz da Bêr: Vade retro me Satana, "Kae diwar ma zro, Satan".
Kemmus ha hedro e vez ar vaouez atav. Gwerzenn gant Vergilius en Aeneis (IV).
Ve
Velle est posse
Youlañ a zo gallout, Neb a venn a c'hall. Ger-stur skol Hillfield, en Hamilton (Ontario), Kanada.
Veni vidi vici
Deuet on, gwelet em eus, trec'het em eus. A vije bet lavaret gant Julius Caesar da Sened Roma da gontañ an emgann ouzh ar roue Pharnaces II e-kichen Zela e 47 kent JK.
Venia aetatis
Brient an oad. Ur brient roet gant an impalaer d'un den minor evit e lakaat da vajor kent an oad a 25 bloaz. E dibenn an Impalaeriezh ne veze roet venia aetatis nemet d'ar baotred koshoc'h eget 20 vloaz ha d'ae merc'hed koshoc'h eget 18 vloaz[41].
Kelenn a ra ar c'homzoù, sachañ (an dud) a ra ar skouerioù.
Verba ita sunt intelligenda ut res magis valeat quam pereat
Ar gerioù a rank bezañ komprenet a-benn ma talvezfent kentoc'h eget mont da get.
Verbatim
Ger-ha-ger. Adverb latin ar Grennamzer, savet diwar verbum "ger", liester verba, hag al lost-ger adverbel –atim. Testeniet e saozneg abaoe dibenn ar XVvet kantved kent tremen d'ar galleg[42].
Verba volant, scripta manent
Ar c'homzoù a nij kuit, ar skridoù a chom . Lavaret gant Caius Titus dirak Sened Roma.
Vere papa mortuus est
E gwirionez, marv eo ar pab. Lavared hengounel a vez istaget gant ar c'hardinal merour evit testeniañ marv ar pab.
Veritas odium parit
Ar wirionez a c'han ar gasoni. Pe: Mamm d'ar gasoni eo ar wirionez. Ar wirionez a zo kazus / D'an hini a zo kablus.
Veritas odium parit, obsequium amicos
Gant ar wirionez e sav kasoni, gant klufennerezh e teu mignoned.
Vestigia terrent
Aon am eus rak al louc'hoù a lavaras al louarn d'al leon klañv, "rak an holl anezho a gas betek ennout ha hini ebet ne zistro" (Horatius, Epistulae I, I, 74)[43].
Vestis virum facit
An dilhad a ra an den (Desiderius Erasmus Rotterdam, Adagiorum III, 1, 60)[44].
Veto
Herzel a ran (ouzh tra pe dra da dremen pe da vezañ). Ger implijet da lavarout ez eus lakaet berz gant un aotrouniezh bennak.
Vexata quaestio
Goulenn skoemp, a zo bet breutaet meur a wech c'hoazh.
Dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved. (Aleister Crowley (1875-1947), The Cry of the 4th Aethyr, which is called PAZ, en The Vision and the Voice)[45].
Ar gwir a sikour ar re a zo war evezh, ket ar re a zo kousket, da lavaret eo: n'eo ket a-walc'h d'an den gouzout emañ al lezenn diouzh e du, ret eo dezhañ en em zifenn.
Aotreet eo diarbenn an nerzh dre an nerzh evit en em zifenn.
Vincere scis, Hannibal, victoria uti nescis
Gouzout a rez trec'hiñ, Hannibal, implijout an trec'h n'ouzez ket a lavaras ar jeneral Maharbal da Hannibal Barca a-choude trec'h Cannae e 216 kent J-K, pa ne fellas ket da Hannibal mont war-eeun da-gaout Roma. (Titus Livius, Ab Urbe Condita Libri XXII-51).
Bevet en (he) deus. Gant ar ger-se e veze kemennet marv un den gant ar Romaned.
Vo
Volenti non fit iniuria
Da neb a asant ne vez graet dismegañs ebet. Mard en em laka un den en ur blegenn en ur c'houzout e c'hall c'hoarvezout droug gantañ ne c'hall ket sevel klemm a-enep ar gevrenn all.
A galon vat en deus graet hervez e c'houestl. A veze skrivet war an ex-voto suscepto e Roma gozh. Berraet alies e V. S. L. M..
Vox clamans in deserto
Ar vouezh o huchal en dezerzh. Tennet eus ar Bibl, e Levr Isaiah (40), ha respont roet gant Yann ar Badezour pa voe goulennet outañ «Piv out-te?» A vez implijet gant kelennerien er c'hlas da ziskouez ne vezont ket selaouet nemeur. Ur ster all a vez roet d'ar bomm kemeret evel ger-stur Dartmouth College, e New Hampshire, SUA: mouezh an deskadurezh eo ar skol e gouelec'h New Hampshire.
Vox populi vox dei
Mouezh Doue eo mouezh ar bobl. Eus youl ar bobl eo ez eus kaoz. Berraet e vez alies, ha komz a reer eus vox populi nemetken. Gweet e vez ar ster alies e saozneg ar gazetennerien ha ne dalv nemet "mouezh an dud" (people) goulennataet, o c'homzoù gwir, enebet ouzh ar pezh a lavar ar c'hazetenner e-unan eus ar gaozeadenn.
Troidigezh latin eus an henc'hresianeg Ὁ βίος βραχὺς, ἡ δὲ τέχνη μακρὴ O víos vrachýs, i dé téchni makrí, bomm kentañ ΑΦΟΡΙΣΜΟΙ] AforismoiHippokrates; "berr ar vuhez, hir an arz" eo al lavared orin.
(fr) J. follon & J. McEvoy, Finalité et intentionnalité - Doctrine thomiste et perspectives modernes - Actes du Colloque de Louvain-la-Neuve et Louvain, 21-23/05/1990 p.70
(en)(la) Henry Beard, Latin for all occasions / Lingua Latina Occasionibus Omnibus, Villard Books, 1990, ISBN 978-1-59240-080-5 ha Latin for Even More Occasions / Lingua Latina Multo Pluribus Occasionibus, Villard Books, 1991, ISBN 978-0-679-40674-7.