Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Geoffrey Chaucer (Londrez 1343 - 25 a viz Here 1400) a oa ur barzh hag ur skrivagner saoz. E oberenn vrudetañ eo Canterbury Tales, ha gwelet eo evel unan eus tadoù al lennegezh saoznek. E Londrez e oa bet ganet. Marc'hadour gwin e oa e dad hag e dad-kozh, met a orin gall eo e anv. Da floc'h e oa aet hag er Brezel Kant Vloaz e kemeras perzh. E 1360 e voe tapet gant ar C'hallaoued met laosket e voe da vont goude ma voe paeet e zaspren.
Dimezet e oa bet gant Phillipa (de) Roet, ur vatezh d'ar rouanez. Posupl eo en dije studiet ar gwir hag e 1374 ez eas da gontroller ar maltouterezh e porzh Londrez. E 1386 ez eas kuit da Gent ha da ezel eus ar parlamant ez eas. E 1391 ez eas da Clerk of the Kings Works. Hervez an enskrivadur war e vez e varvas e 1400.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.