From Wikipedia, the free encyclopedia
Iskevrennad eus | knowledge system |
---|---|
Rann eus | skiantoù an den |
Named by | Pitagoras |
Efed | philosophical viewpoint |
Is the study of | condition, phenomenon, gwirvoud, Gouiziegezh |
Hashtag | philosophy |
Dezverket dre | interdisciplinarity |
Istor | Istor ar brederouriezh, Prederouriezh ar C'hornôg, Prederouriezh ar Reter |
Pleustret gant | prederour, professor of philosophy |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/philosophy |
Stack Exchange site URL | https://philosophy.stackexchange.com/ |
Roll elfennoù | list of schools of philosophy, list of philosophies |
Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (pe : ar filozofiezh[1]) evel ar c'hoant gouzout, a zo unan eus techoù kreñv an Den, rak broudet e vez ar vugale gantañ ha hep mar e veze renet an Australopithecus gantañ ivez pa'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg rak gant ar ger Philosophia (Philo- = "kar-"; sophia = "furnez") e rae an Henc'hresianed.
Hervez Nicola Abbagnano '1901-1990) en em ziskouez termen ar brederouriezh evel un anv roet d'ur seurt enklask ha n'eus ket anezhi, emezañ, e barzhoniezh Homeros hag Hesiodos.(Daveoù a vank)
Pythagoras en em ginnige evel ur sofegour (eus sophia) hag Herodotos, pa zanevellas un diviz etre Kresus ha Solonos a implijas an termen en e ster gerdarzhel gweladenniñ meur a vro en ur brederouriañ.(Daveoù a vank)
Thoukidides a zegasas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon.(Daveoù a vank) Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero e oa bet Pythagoras an hini kentañ oc'h implij ar ger pa lavare : Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù en Olimpia pa zeu marc'hadourien evit kenwerzhañ, c'hoarierien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien anezho. (Daveoù a vank)
Heraklitos Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien vat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en he deroù.(Daveoù a vank) Platon a selle ouzh kelennoù, evel ouzh ar ventoniezh, ar sonerezh hag all, evel kammedoù kentañ war hent ar brederouriezh.
Sellout ouzh ar pennad Istor ar brederouriezh
Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar C'hornôg
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.