spesad eus kerentiad an hominidaeed hag eus ar genad Homo From Wikipedia, the free encyclopedia
An Den, (liester : Tud ha Denennoù) a c'hell bezañ termenet diwar savboentoù bevoniel, sokial ha speredel.
Iskevrennad eus | mammal, Den, individual animal, omnivore, natural person |
---|---|
Rann eus | kevredigezh, denelezh, biosferenn, Studio Swine |
Arvez | denelezh |
Partner in business or sport | Alexander Groves, Azusa Murakami |
Perzhiad e | obererezh mab-den |
Efed | artificial object |
Studiet gant | antropologiezh, human ecology |
Physically interacts with | endro naturel, Douar |
Istor | istor an denelezh |
Mammenn emvagañ bennañ | human food |
A implij | artificial physical object, ostilh, yezh |
Produced sound | human voice |
Stumm gourel an dikedenn | homulo, humano |
ID en Thesaurus NCI | C14225 |
Enebet ouzh | non-human animal |
Renket eo an Den er spesad Homo sapiens (e latin "Den a oar traou") hag ur primat hag un draoudroadeg eo. Renket eo ivez er c'herentiad Hominidae gant un nebeud marmouzed all : ar chimpanzeed, ar gorilhed, hag an orangoutaned. En uskerentiad e vez kavet ivez marmouzed hucherien ha gibboned.
An hominidae a zo ur c'herzhed sonn ganto hag e lez dieub an izili uhelañ evit doarnata an traezoù. Graet e vez an daoudroadegezh deus an doare kerzhout-se. Un empenn diorroet-tre o deus ivez hag a ro dezho ar varregezh evit ar preder difetis, ar c'homz, al lavar hag an imbroud-spered. Meur a ouizieg a gred eo deuet seurt emdroadur eus an Den diwar an ezhomm redek war dennadoù hir. Ha n'eus nemet un nebeud loened hag a zo gouest d'ober evel-se.
Perzhioù disheñvel an eil diouzh egile a zo da spered pep Den.
Reiñ a ra dezhañ ur c'hundu kemplez hag ennañ al lavar. Kuriusted hag arsellerezh a vez lakaet alies evel abeg an emskiant hag hini al liammoù etre ar spered hag ar c'horf.
Evit studiañ mont-en-dro ar spered bet savet kelennoù ar bredoniezh, ar bredvezegiezh hag ar bredelfennerezh.
E kredennoù a gaver er relijionoù e vez pouezet war meizad an ene evel perzh dibar ar vevenn denel ha war ezhomm azeuliñ un doue pe meur a zoue pe teuzioù|deuzioù.
Ar brederouriezh a glask kompren pep a veizad o tennañ d'ar spered denel e pep keñver.
Leun eo an arzoù, ar sonerezh hag al lennegezh eus oberennoù o fal dezho eztaoliñ ar meizadoù-se hag ar santimantoù.
E-keñver ar gevredigezh hag ar sevenadur :
An dud a zo bevien sokial dre hêrezh. Krouiñ a reont frammoù sokial kemplez, enno un toullad bras a strolloù o kenlabourat koulz hag o kevezañ an eil gant ar re all.
Gwelout a reer ar c'hunduioù etre broadoù, riezoù, strollerezhioù ha familhoù hag ivez e live ar c'humuniezhoù hag an hiniennoù.
Diouzh-se e teu diorroadur an deknologiezh hag ar skiant evel kenderc'hadoù ar gevredigezh ha re an ober hiniennel.
Diouzh an etreoberioù-se e teu ivez ar sevenadur pa en em sil er gevredigezh talvoudegezhioù, kredennoù, gwengeloù, lidoù, hengounioù, boazioù, reoladoù kevredigezhel.
Meur a savboent zo diwar-benn natur ha sustañs an Den.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.