From Wikipedia, the free encyclopedia
Platon (e henc'hresianeg Πλάτων, Plátôn) a oa ur prederour gresian ganet en Aten, e 427 kent J.-K. ha tremenet e 348 kent J.-K.. Lesanvet eo bet « Platon doueel » ha sellet e vez outañ alies evel ouzh unan eus ar c'hentañ prederourien veur eus ar brederouriezh kornôgat. Hervez ur frazenn vrudet gant Alfred North Whitehead, « Ar surañ deskrivadenn hollek eus hengoun european ar brederouriezh zo lâret ez eus anezhi un heuliad notennoù da oberennoù Platon. »[1].
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aten (henamzer) |
Anv e yezh-vamm an den | Πλάτων |
Anv ganedigezh | Αριστοκλής |
Anv-bihan | Platon |
Deiziad ganedigezh | 420s BCE |
Lec'h ganedigezh | Aten |
Deiziad ar marv | 340s BCE |
Lec'h ar marv | Aten |
Lec'h douaridigezh | talvoud dianav |
Tad | Ariston of Athens |
Mamm | Perictione |
Breur pe c'hoar | Potone, Adeimantus of Collytus, Glaucon, Antiphon |
Yezh vamm | henc'hresianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Yezh implijet dre skrid | Attic Greek |
Micher | prederour, epigrammatist, barzh, skrivagner, philosopher of law |
Karg | scholarch of the Platonic Academy |
Bet studier da | Sokrates, Theodoros of Cyrene, Hermogenes, Dionysius |
Statud sokial | slave owner |
Sport | Greek wrestling |
Luskad | Platonism |
Tachenn | Platonic dialogue |
Present in work | Divina Commedia |
Prantad | Henc'hres |
Deskrivet dre | Bust of Plato, Athens, Plato statue, Athens, Bust of Plato, Irakleio, Head of Plato |
Oberennoù zo en dastumad | Victoria and Albert Museum, Stedelijk Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Tikedenn Stack Exchange | https://philosophy.stackexchange.com/tags/plato |
Pinvidik-kenañ eo prederouriezh Platon. Seblantout a ra n'eus kudenn pe goulenn ebet na vije bet studiet gantañ. Studiet en deus Platon koulz ar brederouriezh politikel, prederouriezh ar vuhezegezh, damkaniezh an anaoudegezh, ar gosmologiezh hag ar genedouriezh. Alies c'hoazh e vez breutaet diwar-benn e vennozhioù gant ar brederourien a vremañ. Karl Popper en deus kavet abeg e kreiz an XXvet kantved e « komunouriezh Platon », da skouer, tra m'eo bet difennet ar blatonouriezh hiziv an deiz koulz gant Frege ha gant Russell.
Skrivet en devoa diwar-benn Sokrates, e vestr.
N'eo ket anavezet-mat buhez Platon c'hoazh ; evel evit kalz prederourien all eus an henamzer e vez diaes alies lakat kemm etre ar pezh a denn d'an istor, d'ar vojenn pe d'ar fistilherezh.
Ganet e oa bet dindan arc'honterezh Aminias, un 21 a viz Mae, en Aten, e demos Kollitos e 428/427 ha tremen a reas e 348 en ur friko eured. Dont a rae eus ur familh brientinien : e dad, Ariston, a embanne diskenn eus diwezhañ roue Aten (Kodros), hag e vamm, Periktione, a ziskenne eus un Dropides bennak, tost da Solon. Kenitervez Kritias, unan eus an tregont tirant, e oa ivez.
Kejadenn Sokrates ha Platon zo bet pouezus-tre evit emdroadur e breder. E preder Sokrates an hini eo en deus kavet Platon kellid un niver eus e gelennadurezhioù ha pa vefe war dachenn ar vuhezegezh, hini ar brederouriezh politikel pe evit pezh a sell kelennadurezh ar mennozhioù.
Ken bras e oa bet levezon Sokrates war Blaton m'eo bet skrivet oberenn hemañ ziwezhañ en eñvor Sokrates e vestr, evit ul lodenn vras, evel m'en diskouez dreist-holl ar Fedon, ar Banvez hag Apologiezh Sokrates.
An ere-se ken start a liamm preder Platon zo kaoz ma vez diaes alies lakaat kemm etre Sokrates gwirion an istor ha Sokrates Platon, seul vui ma'z eo skridoù Platon an testenioù pinvidikañ hon eus diwar-benn Sokrates, hag a bell.
Mont a ra 35 diviz, lizhiri, ul levr termenadurioù ha c'hwec'h diviz apokrif d'ober hollad oberenn Platon.
Divizoù kentañ | Divizoù zo diasur o gwirionder | Divizoù apokrif | |
---|---|---|---|
|
|
|
Gwelet ivez : Levrlennadur platonouriezh 1992-1994 gant Luc Brisson.
Patrom:Autres projets
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.