Aten

kêr-benn Bro-C'hres From Wikipedia, the free encyclopedia

Aten

Kêr-benn Gres eo Aten (henc'hresianeg, el liester atav : Ἀθῆναι Athínai ; gresianeg a-vremañ : Αθήναι pe aliesoc'h Αθήνα Athína /a'θina/), anvet diwar anv an doueez Athena. Unan eus ar c'heodedoù brudetañ eo p'eo bet ur riez-kêr pennañ e Henc'hres, kavell meizadoù hag anaouedegezhioù aet da vezañ mein-bon ar sevenadur europat ha bedel. Kavet e vez ivez ar stummoù Atenas, pe Atena a-wechoù.

Fedoù berr-ha-berr
Αθήνα / Aten
ThumbAkropolisAr ParlamantZappeionAr c'hemplezh olimpekGwel eus Menez Likavitos

(Bukit war ar skeudennoù)


37° 59′ 02.3″ N - 23° 43' 40.1″ R

Thumb

 Aten

Melestradur
Riez Gres
RannvroAttika
Unvez rannvroelAten-Kreiz

Distrigoù7

MaerGioros Kaminis
(01 GEN 11)

Rann-eur
 • Hañv

UTC + 2
UTC + 3
Kod-post10x xx/11x xx/120x xx
Kod-pellgomz21
Douaroniezh
Gorread
 Kêr
 Meurgêr
 Tolead kêr

38 964 km²
412 km²
2 928 717 km²
Uhelderioù
 • Uhelañ
 • Izelañ

 • 338 m
 • 70,1 m

Poblañs (2011)
 • Kêr
 • Meurgêr
 • Tolead kêr

664 046
3 090 508
3 781 274

Stankter (2011)
 • Kêr
 • Meurgêr
 • Tolead kêr

17 ann./km²
7,5 ann./km²
1,3 ann./km²

Sant paeronDionysos Areopagitis
(3 a viz Here)

Internetwww.cityofathens.gr
Serriñ

Istor

Atena voe savet sur a-walc'h en IIIde milvet kent J-K war an Akropolenn da 156 m uhelder gant tud eus Mysenia. Ur mare monarkel a vefe bet da-heul o kregiñ gant These hag oc'h echuiñ gant Kodro. These a reas eus Aten kêrbenn an Atik. Emdreiñ a reas ar gouarnamant en un oligarkiezh renet gant 9 arkont, war-lerc'h e voe an tyran kentañ Pisistrates a lañsas ekonomiezh Aten, met skarzhet e voe gant an aristokrated, hag e vab Hippias a voe rediet dezhañ kuitaat da bro Persia. Clisthen a gemeras ar galloud hag a instituas un demokratiezh e -508. En he barr, er Vvet kantved kent J-K, Aten a en em lede war 2 650 Km karrez.

Hervez mythologiezh an Ateniz e vefe bet krouet pep tra adalek ar C'haos. Diwarnañ e vefe bet ganet 8 ramz en o zouez Gaïa (Douar-Mamm) hag Ouranos (Oabl steredennek). Kalz a vibien o devo ha dreist-holl Kronos (amzer). Gant Rhea en doe d'e dro 5 bugel a zebras evit chom hep bezañ didronet, met Rhea, displijet gant Kronos, a guzhas ar 6vet hini, Zeus. Deuet bras, Zeus a lazho Kronos, a zieubo e vreudeur ha c'hoarezed hag a reno war ar Gwenved.

Keoded Aten

Levezonet eo bet istor politikel ha prederouriezh Europa a-bezh gant demokratiezh Aten. Evit anavezout istor keoded Aten da vare an Henamzer, sellit ouzh ar pennad diwar-benn Kronologiezh Henc'hres.

Istor a vremañ

Deuet eo Aten da vezañ bremañ kêr-benn Bro-Ch'res p'eo bet adsavet e 1835. Un tolpad-kêrioù bras eo, enni 3,7 milion annezad, o kreskiñ buan dave ar Reter hag an Norzh war lodenn vrasañ he fastell-vro, an Attika. Ur greizenn bolitikel, armerzhel, greantel galloudusoc'h-galloudusañ ha modernoc'h-modernañ eo.

Kêrioù gevellet

Kenlabour

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.