Liban (arabeg: لبنان, Lubnān), ent-ofisiel Republik Liban, a zo ur riez vihan ha meneziek eus ar Reter-nesañ, war aod reter ar Mor Kreizdouar. Dindan ur gorread a 10400 km² emañ-hi gant 3 milion a annezidi pe war-dro. En-dro da Liban emañ Siria en norzh hag er reter, Israel er su, hag ar mor a-hend-all eus tu ar c'hornaoueg. E 1928 e oa bet embannet ar republik, met digabestret diouzh Bro-C'hall e oa bet e 1943 hepken (honnezh e oa bet fiziet enni ur gefridi gant Kevredigezh ar Broadoù goude ma oe skarzhet Turkia kuit e 1918). Ezel eus ABU hag ar C'hevre arab eo.
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.
Libanالجمهوريّة البنانيّة (al Jumhuriah al Lubnaniah) Republik Liban