From Wikipedia, the free encyclopedia
Attika (e gregach Ἀττική Attikē) eo anv ar vro en-dro da gêr Aten, kêr-benn Bro-C'hres. Hiziv eo ur periferia, pe ur rannvro, brasoc'h he led eget hini an Attika hengounel. Liammet eo istor Attika gant hini kêr Aten abaoe an henamzer glasel, ma oa hi unan eus ar c'herioù diorroetañ e kornôg ar bed.
Ul ledenez en em daol e Mor Egea eo Attika, disrannet diouzh rannvro Boiotia gant chadennig menezioù Kithairon ha bevennet er c'hornôg gant kêr Korinthos.
Meur a boblad a veve en Attika en orin, a yeas da ober kêr Aten (a-drugarez da Dhezeüs hervez ar vojenn). Dont a reas da vezañ ur gêr rannet e dek demos hervez an dek meuriad. Manatioù bras a oa bet savet er rannvro.
Distreiñ a reas ar gêr-benn da Aten e 1834 war-lerc'h bezañ bet e Noplion e-pad pemp bloavezh da-heul dizalc'hded Hellaz e 1829 goude aloubadegoù an Durked.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.