kumun italian From Wikipedia, the free encyclopedia
Firenze a zo ur gêr ag Italia, kêrbenn Toskana ha pennlec'h he froviñs (417 386 annezad). En Italianeg ez eo anvet "Firenze" [fiˈrɛntse] ("Fiorenza" zo ur stumm dispredet), hag e latin : "Florentia"). Bet eo bet kêrbenn gentañ Italia pa oa bet unanet ar vro en ur rouantelezh e 1865. Brudet-tre eo Firenze diwar ar monumantoù hag an oberennoù-arz savet e-pad an Azginivelezh a zo bet gwelet an elfennoù kentañ enni.
Firenze | |
---|---|
En argant e flourdilizenn Firenze en gul | |
Ponte Vecchio, ar Pont kozh | |
Riez | Italia |
Rannvro | Toskana |
Kod post | 50 100 |
Kod pellgomz | (39) 55 |
Maer | Dario Nardella (PD) (2014) |
Gorread | 102 km² |
Hed | 11° 15′ 0′′ R |
Led | 43° 47′ 0′′ N |
Uhelder | keitat: 50m |
Poblañs hep kontoù doubl |
368 059 (2004) |
Stankter | 3 453 a./km² |
Krouet eo bet Firenze (latin : Florentia) gant ar Romaned e 59 kent Jezuz-Krist, war riblennoù ar stêr Arno. Betek an XIIvet kantved, ne oa nemet ur gêriadenn ha da c'houde eo bet kresket e nerzhioù armerzhel gant ar c'henwerzh hag ar gwiaderezh ken e teuas pinvidik-tre er XVvet ha er XVIvet kantved. Ur republik vihan evel ma oa kalz anezho en Italia eo bet er Grennamzer, met e 1539 e voe krouet dugelezh-veur Toskana, Firenze e gêrbenn. An duged-veur eus an tiegezh Medici, ar re-se ar pennoù uhelañ goude 1434, o-deus dispignet kalz evit ma vo savet oberennoù arzel eus ar re gaerañ. E-touez savadurioù pennann ar gêr emañ iliz San Miniato al Monte (1018), iliz Santa Maria Novella, iliz Santa Croce (ar Groaz Santel), Iliz-Veur Santez Maria ar Bleunioù (il Duomo, ur goupolenn ijinet gant ar savour Filippo Brunelleschi) warni. E pep korn a'r gêr e c'heller gwelout oberennoù-arz Giotto, Donatello, Fra Angelico, Cimabue, Piero della Francesca ha Michelangelo Buonarotti.
War vihanaat e oa aet pouez Firenze betek mare unanidigezh ar riez italiat ha pa oa deuet Roma da vezann kêrbenn Italia e 1870. Sez Levraoueg vroadel Italia a zo chomet enni.