Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kembre (Kembraeg : Cymru [ˈkəm.rɨ] (selaou ) ; saozneg : Wales /weɪlz/ (selaou )) zo unan eus an eizh bro geltiek, hag unan eus ar peder a zo en enez Breizh-Veur az a d'ober ar Rouantelezh-Unanet.[1] Er reter emañ Bro-Saoz, mor Iwerzhon er gwalarn, ar mor Keltiek er mervent ha mor Havren er su. Kerdiz (CaerdyddICardiff) eo he c'hêr-benn. E 2021 e oa 3 107 500 annezad war ur gorread a 20 779 km². Ouzhpenn 2 700 km a aodoù he deus Kembre hag eno e kaver leun a venezioù, ar re uhelañ o vezañ e norzh ar vro, evel Gouezva (Yr Wyddfa/Snowdon), 1085 km uhel. E norzh lodenn klouar ar bed emañ Kembre, gant un hin cheñch-dicheñch merket gant ar mor.
Rann eus | Broioù keltiek |
---|---|
Deiziad krouiñ | 5. century |
Anv ofisiel | Wales, Cymru |
Anv er yezh a orin | Cymru |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
Yezh ofisiel | kembraeg, saozneg |
Kan broadel | Hen Wlad fy Nhadau |
Testenn ar ger-stur | Cymru am byth!, Wales Forever!, Long live Wales |
Kevandir | Europa |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Kêr-benn | Kerdiz |
E tiriad | Rouantelezh-Unanet |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 |
Daveennoù douaroniel | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | |
Poent uhelañ | Gouezva |
Office held by head of state | monark ar Rouantelezh-Unanet |
Penn ar Stad | Charles |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | First Minister of Wales |
Penn an aotrouniezh | Eluned Morgan |
Korf melestradurel | Welsh Government |
Korf lezenniñ | Parlamant Kembre |
Ezel eus | World Tourism Cities Federation |
Moneiz | lur sterling |
A zo stok ouzh | Bro-Saoz |
Yezh implijet | saozneg, kembraeg |
Deiziad kregiñ | 5. century |
Hashtag | Wales |
Domani internet | .wales, .cymru |
Banniel (deskrivadur) | banniel Kembre |
Ardamezioù | Royal Badge of Wales |
Douaroniezh an danvez | geography of Wales |
Istor | Istor Kembre |
Sant paeron | Divi |
Rummad tost | Category:Wales-related lists |
Ekonomiezh an danvez | economy of Wales |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Wales |
Mastodon instance URL | https://toot.wales |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Wales |
Identelezh vroadel Kembre a ziwanas diwar ar Vrezhoned da c'houde aet ar Romaned kuit eus Enez Vreizh er Vvet kantved. Rannet e voe ar vro etre rouantelezhioù bihan a glaskas unaniñ a-raok aloubadeg ar vro gant ar Saozon klokaet e 1283 gant Edouarzh Iañ, goude ma kasas Owain Glyndŵr un emsavadeg a-enep ren ar Saozon e penn-kentañ ar XVvet kantved, o staliañ evit ur prantad berr ur Briñselezh Kembre dizalc'h. Staget e voe Kembre a-bezh hag ebarzhet e-barzh sistem lezennoù Bro-Saoz e 1535 ha 1542 gant Aktoù Lezennoù Kembre, dindan ren Herri VIII. Adalek an XIXvet kantved e teuas ul leurenn bolitik disheñvel e Kembre avat. Ar Frankizouriezh kembreat, kaset gant David Lloyd George en XXvet kantved da skouer, a oa bet erlec'hiet tamm-ha-tamm gant kresk ar sokialouriezh ha Strollad al Labour. Kresk ar sañtimant vroadel er memes kantved a c'hanas ar strollad Plaid Cymru e 1925 ha Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar Yezh Gembraek) e 1962. Deroet eo ul lodenn eus ar galloud e Kembre, aroueziet gant pazennoù meur evel pa oa bet krouet ar Senedd (Parlamant Kembre, bet Bodadeg Vroadel Kembre gwezhall) e 1998.
Pa oa deuet oadvezh ar greanterezh e voe treuzfurmet ar vro gant diorren ar mengleuzioù hag an uzinoù labourat ar metal. Tremen a reas d'ur vro troet war-zu al labour-douar d'unan greantel. Kreskiñ buan a reas poblañs Kembre. An div drederenn eus ar boblañs a vev e Su Kembre, e-lec'h ma oa ar muiañ a vengleuzioù, e Kerdiz, Abertawe (Swansee), Casnewydd (Newport) hag an traoniennoù tro-dro. Reter Norzh Kembre a gont ur c'hwec'hvedenn eus ar boblañs, Wrecsam o vezañ ar gêr vrasañ en norzh. Ne vev ket kement a dud e lodennoù all ar vro. Bremañ m'eo bet diskaret ar greanterezh er vro emañ diazezet an ekonomiezh war ar servijoù, publik ha prevez hag an douristelezh. Diazezet eo al labour-douar war an desevel chatal, hag ezporzhiañ a ra Kembre war an dachenn-se, o vezañ tost da vezañ emren a-fet labour-douar.
Un identelezh vroadel ha sevenadurel dibar he deus Kembre. Adalek an XIXvet kantved he doa tapet ar vrud da vezañ "bro ar c'han", diwar hengoun an eisteddfod. Ofisiel eo ar c'hembraeg hag ar saozneg er vro. Ar brasañ eus ar boblañs a gaoz saozneg, met ar muiañ niver a gaoz kembraeg en norzh hag e kornôg ar vro, gant un hollad a 560 000 komzer dre ar vro.
An anv a ro ar Gembreiz d'o bro Cymru hag evito o-unan, Cymry, an daou a zistager [ˈkəm.rɨ], a zo par d'ar brezhoneg Kembre. Diskennet int eus eus ar ger predenek combrogi, a dalvez 'kenvroad',[2] [3] hag a oa bet implijet adalek ar VIvet kantved.[4] El lennegezh e veze skrivet Kymry pe Cymry ha pa vije ar yezh pe ar bobl.[2] Stummoù latinizet ar gerioù-se, Cambrian, Cambric ha Cambria a oa bet roet d'ar Menezioù Kambrian ha da marevezh geologel ar C'hambrian.[5] Stummoù kozh eus Kembre a gaver e kartennaouegoù e Breizh adalek an XIvet kantved.[6][7][8]
An anvioù saoznek Wales ha Welsh a zeu diwar ar memes gwrizienn hensaoznek Wealh (liester Wēalas), diwar ar proto-germaneg *Walhaz, tennet diwar anv ur bobl geltiek, ar Volcae, un anv a zo mammenn da anv gallek ar vro ("Pays de Galles"). An anv-se a oa bet implijet evit kaozeal diwar-benn annezidi Impalaeriezh Roman ar C'hornôg.[9] Dont a reas an Angled-ha-Saozon da implijet an termen-se evit ar Vrezhoned dreist-holl ha stumm liester ar ger-se,Wēalas , a oa bet implijet evit o ziriad neuze.[10][2] Ez istorel ne oa ket implijet ar ger Wales evit an tiriad modern e Breizh-Veur hepken met evit pep tra liammet ouzh ar Vrezhoned, en o zouez tiriadoù all nann-germanek evel Kernev-Veur ("Cornwall") ha lec'hioù e tiriadoù angl-ha-saoz liammet outo evel "Walworth" (kontelezh Durham) ha "Walton" (West Yorkshire).[11]
Priñselezh unanet da Vro–Saoz e 1536 ha 1543.
1,7 milion a dud e 1900, 2,2 milion e 1950 ha tremen 3 milion e 2011.
Aloubet ha gounezet digant ar Romaned e fin ar Iañ kantved, met Kembreiz ne voent ket kalz romanekaet.
Er VIvet kantved e harzas Kelted Kembre ouzh ar Saksoned hag a oa staliet e Bro-Saoz a-vremañ.
En VIIIvet kantved e voe savet kleuz Offa ur voger vras gant ar roue sakson Offa Mercia a-hed harzoù ar vro.
E penn-kentañ an XIIIvet kantved e voe renet ar vro gant Llywelyn ab Iorwerth.
E vab-bihan, Llywelyn ap Gruffudd, a oa bet anavezet evel priñs ar vro gant Herri III Bro-Saoz dre feur-emglev Montgomery (1267) ; lazhet e voe e-kerzh un emgann e 1282. Gant fin ar familh roueel e voet staget ar rouantelezh kozh da Vro-Saoz ; Gwynedd eo hec'h anv hiziv c’hoazh.
E 1301 e voe lakaet priñs Kembre da zanvez-roue Bro-Saoz dindan anv Edouarzh II ; abaoe e vez roet an titl-se da hêr tron Bro-Saoz.
E 1536 ha 1543 e voe sinet lizheroù an unvaniezh etre Kembre ha Bro-Saoz.
Reveulzi greantel an XIXvet kantved : diorroadur al labouradegoù houarn, kouevr, staen ha glaou.
E Kembre ez eus un Emsav broadel evel e Breizh. Stourmerien Emsav Bro Gembre a zo aet buanoc'h eget o c'heneiled a Vreizh.
E 1967 e lakaas ar Welsh Language Act ar c’hembraeg keit–ha–keit gant ar saozneg er justis hag en abadennoù foran.
Ar c'hembraeg - Cymraeg - eo ar yezh keltiek komzet e Bro-Gembre. E-giz ar brezhoneg hag ar c'herneveureg ez eo ur yezh predenek. Koulskoude eo stag ar c'hembraeg ouzh rummad predeneg an Hanternoz tra ma'z eo stag ar c’herneveureg hag ar brezhoneg ouzh rummad predeneg ar Mervent. E 1901 e oa 50% eus ar Gembreiz a gaoze kembraeg hag a-hed an XXvet kantved e oa diskennet ar feur-se da 43.5% e 1911 betek 18.9% e 1981.[12] Disoc'hoù niveradeg 2001 a ziskouezas e oa kresket an niver a gembraegerien betek 21% eus ar boblañs en tu all da 3 bloaz, kontrol d'ar patrom a zigresk a oa bet betek-henn.[13] Niveradeg 2011 a ziskouezas e oa digresket betek 19% a gembraegerien, uheloc'h eget e 1991 met izeloc'h eget e 2001. Goude ma oa kresket poblañs Kembre e talvez e oa tremenet eus 582 000 den e 2011 da 562 000 e 2011, met uheloc'h e chome eget ar 508 000 kembraeger kavet e niveradeg 1991 (18.7%).[14] An niveradeg kaset etre miz Ebrel 2020 ha miz Meurzh 2021 a gavas e oa 29.1% eus an dud en tu all da 3 bloaz a gaozee kembraeg, da lavaret eo 883 300 den.[15] An tennad da heul eus miz Here 2020 da viz Gwengolo 2021 a gavas 29.5% eus an dud a gaozee kembraeg, da lavaret eo war-dro 892 500 kembraeger.[16] Norzh ha kornôg ar vro a chom takadoù e-lec'h m'emañ ar c'hembraeg ar yezh bennañ evit ar brasañ eus an dud tra m'eo desket ar saozneg evel un eil yezh. Unyezhegerien a gaver e-touez ar vugale vihanañ, met ne c'hoarvez james ken e chomfent unyezhegerien a-hed o buhez.[2]
Saozneg zo kaozeet gant kazimant an holl dud e Kembre, ha deuet eo da vezañ ar yezh bennañ er vro a-bezh. Code-switching a glever alies e Kembre a-bezh, kement hag ez eus bet roet meur a anv d'ar fenomen, daoust ma ne'z eus hini ebet a zo anavezet gant ar yezhonourien.[2] Ur saozneg rannvroel a gaozeer ivez, anvet Wenglish, levezonet gant yezhadur ar c'hembraeg hag amprestet gantañ leun a c'herioù kembraek.[2][17]
Ur vro perzh eus ar Rouantelezh-Unanet eo Kembre.[1][18] Diouzh lezenn eo an R-U ur Stad unvan, gant ur parlamant hag ur gouarnamant e Westminster.[19] Ur parlamant deroet he deus bet Kembre e stumm ur gambr anvet Senedd (Senedd Cymru – Welsh Parliamant) he deus resevet galloudoù deroet digant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet dre patrom ar galloudoù miret.[20] Rannet eo Kembre e 22 diriad-kuzul evit an divizoù lec'hel abaoe 1996. Atebek eo an "tiriadoù pennañ"-se[21] da gas holl bolitikerezhioù ha servijoù lec'hel.[22]
Bez ez eus 40 kannad eus Kembre e-touez ar 650 ezel eus Ti ar C'humunioù, ar gambr izel eus Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, pep hini dilennet e pastelloù-bro Kembre. Dilennadegoù hollek 2019 a zilennas 22 gannad eus Strollad al Labour (pe choazet gantañ), 14 kannad eus ar Strollad Mirour ha 4 eus ar Plaid Cymru.[19] Burev Kembre zo ur rann eus gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, e penn emañ ar Sekretour Stad evit Kembre a zo ezel eus skipailh ar Ministr pennañ.[23]
Da c'houde an deroadur e 1997 e krouas Akt Gouarnamant Kembre 1998 ur vodadeg deroet anavezet bremañ dindan an anv Senedd (ez ofisiel Senedd Cymru pe Welsh Parliamant "Parlamant Kembre" ha gwezhall National Assembly for Wales "Bodadeg Vroadel evit Kembre" betek 2020). Galloudoù ar Sekretour Stad evit Kembre a oa bet treuzkaset d'ar Gouarnamant deroet d'ar 1añ a viz Gouere 1999, o reiñ ar gwir d'ar vodadeg da zivizout penaos e tispign arc'hant gouarnamant Westminster e-barzh lodennoù deroet ar melestradurezh.[24] Kemmet e voe Akt 1998 gant Akt Gouarnamant Kembre 2006 a roas muioc'h a c'halloudoù d'ar vodadeg ha d'ar gouarnamant lec'hel, tost da re Parlamant Bro-Skos ha Bodadeg Iwerzhon an Norzh. Dilennet eo an 60 ezel eus ar Senedd evit pemp bloaz (pevar bloaz a-raok 2011) dre ur sistem kemmesk gant 40 kannad dilennet dre bastell-vro (an hini kentañ a dap ar plas) ha 20 kannad dilennet dre bastelloù-bro all dre un dregantad roet da bep strollad politikel hervez o disoc'hoù.[25] Ur c'hentañ ministr (prif weinidog) a rank ar Senedd dilenn a-raok ma vez choazet izili ar gouarnamant lec'hel gantañ pe ganti.[26]
E-touez an ugent lodenn deroet da c'houarnamant Kembre, anvet "sujedoù" (subjects), e kaver al labour-douar, diorren an ekonomiezh, an deskadurezh, ar yec'hed, al lojeiz, ar galloudoù lec'hel, ar servijoù sokial, an treuzdougen hag ar c'hembraeg.[27] Pa oa bet krouet e 1999 n'he doa ket Bodadeg Vroadel evit Kembre galloudoù lezenniñ pennañ. E 2007, pa voe votet Akt Gouarnamant Kembre 2006, e voe roet galloud d'ar Vodadeg tremen lezennoù pennañ, anvet Muzulioù ar Vodadeg d'ar mare-se, war sujedoù resis e-barzh al lodennoù deroet. Sujedoù all a oa bet lakaet ouzhpenn, end-eeun gant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet peotramant pa oa bet asantet gant Parlamant Westminster d'un Urzh Barregezh war al Lezenniñ (Legislative Competence Order pe LCO, ur goulenn gant ur vodadeg deroet da gaout muioc'h a c'halloudoù). Akt Gouarnamant Kembre 2006 a ro ar gwir d'ar Senedd da c'hounit galloudoù da lezenniñ war muioc'h a sujedoù miret ma vezont degemeret en ur referendom. Dalc'het e voe ur referendom evit astenn galloudoù ar Vodadeg Vroadel d'an 3 a viz Meurzh 2011, ar pezh a voe degemeret gant an dilennerien. Roet e voe galloud d'ar Vodadeg ober lezennoù, anvet Aktoù Senedd Cymru, war holl sujedoù al lodennoù deroet, hep asant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet.[28]
Gant ar Senedd e vez roet pouez da interestoù Kembre er bed a-bezh. Ur c'hannad a gas da Amerika da reiñ brud da embregerezhioù ar vro. Emañ ar burev pennañ e Washington D.C., e-barzh kannati ar Rouantelezh-Unanet, tra ma ren burevioù all e New York City, Chicago, San Francisco hag Atlanta.[29] Staliet e voe ur burev gant ar Stadoù-Unanet da sevel darempredoù eeun gant Kembre.[30]
Ez hengounel e oa bet bodet Lezenn Kembre e-pad un emvod e Hendy-gwyn ar Daf war-dro 930 gant Hywel Dda, a voe roue Deheubarth ha roue ar brasañ eus Kembre etre 942 ha 950. Cyfraith Hywel (Lezenn Hoel) a vode lezennoù pobl ha kustumoù a oa diorroet e Kembre a-hed ar c'hantvedoù. Lakaat a rae pouez war paeamant ur sammad arc'hant d'an hini en doa gouzañvet un torfed, pe d'e gerent, e-lec'h bezañ kastizet gant an tiern.[31] War-bouez e Marz Kembre, e-lec'h ma oa lezennoù dibar, e oa chomet Lezenn Kembre e plas betek ma voe lakaet Statud Rhuddlan e plas e 1284. Da c'houde marv Llywelyn ap Gruffudd e voe staget Priñselezh Kembre ouzh Rouantelezh Bro-Saoz gant Edouarzh Iañ hag erlec'hiet Lezenn Kembre gant Lezenn Bro-Saoz evit an torfedoù. Chom a reas Lezenn Kembre (evit ar prosezoù sivil) ha Lezenn ar Marzioù en implij betek ma voe peuzstaget Kembre gant Herri VIII dindan Aktoù Lezennoù e Kembre 1535 ha 1542 (a vez alies anavezet evel Aktoù Unaniezh 1536 ha 1543), da c'houde e voe Lezenn Bro-Saoz en implij hepken.[31][2] Akt Kembre ha Berwick e 1746 a embannas e talvezje kement lezenn votet e Bro-Saoz evit Kembre ivez (ouzhpenn d'ar gêr Saoz ha Skos Berwick, war an harzoù), nemet ma vije lavaret ar c'hontrol el lezenn. Nullet e voe an Akt-se, evit Kembre, e 1967.
Lezenn Bro-Saoz a oa bet diazez ar gwir abaoe 1536 neuze.[2] Ur sistem Common law (Lezennoù dre zegouezh) eo, hep kodifiañ bras ha gant ur pouez lakaet war divizoù ar varnerien e prosezoù zo evit skrivañ al lezenn. E penn al lezioù-barn emañ Lez-Varn Uhel ar Rouantelezh-Unanet, a zo al lez-varn diwezhañ evit an holl brosezioù sivil ha torfed. Lezioù-Barn Uhel Bro-Saoz ha Kembre zo al lezioù-barn kentañ uhelañ ouzhpenn bezañ lezioù-barn galv. Rannet eo dre dri : Lez-varn Galv, Lez-varn Uhel Justis ha Lez-Varn ar Gurunenn. Prosezioù bihan a vez klevet gant lezioù-barn lec'hel. E 2007 e voe echu gant Rannvro Kembre ha Cheshire pa voe staget Cheshire ouzh Rannvro Gwalarn Bro-Saoz. Adalek ar bloaz-se e voe Kembre ur rannadenn justis hec'h-unan neuze, e diabarzh rann-justis Bro-Saoz ha Kembre.[2]
Barrek eo ar Senedd da votiñ lezennoù er-maez eus sistem Parlamant ar Rouantelezh-Unanet evit ezhommoù Kembre. Dindan galloudoù asantet e referendom 2011 e c'hell kemer lezennoù pennañ, anvet d'ar mare-se Aktoù Bodadeg Vroadel Kembre ha bremañ Aktoù Senedd Cymru e-keñver ugent tachenn listennet e Akt Gouarnamant Kembre 2006, evel ar yec'hed hag an deskadurezh. Diwar al lezenniñ pennañ-se e c'hell Gouarnamant Kembre sevel is-lezennoù.[32]
Pevar nerzh-polis rannvroel zo e Kembre, Polis Dyfed-Powys, Polis Gwent, Polis Norzh Kembre ha Polis Su Kembre.[33] Pemp toull-bac'h zo e Kembre, pevar e su ar vro hag unan e Wrecsam. Ne'z eus ket a doull-bac'h evit ar merc'hed e Kembre, kaset e vezont da Vro-Saoz neuze.[34][35]
Ur vro leun a venezioù eo Kembre. Emañ e kornôg kreiz Bro-Saoz. 270 km hed eo eus an norzh betek ar sur.[36] 20 779 km² eo ar vro, ar pezh a vez alies meneget evel "Ment Kembre".[37] En tu all da Vro-Saoz er reter emañ harzet Kembre gant ar mor a bep tu : mor Iwerzhon en norzh hag er c'hornôg, kanol Sant Jord hag ar mor Keltiek er mervent ha mor Havren er su.[38][39] War-dro 2700 km aodoù he deus Kembre (a-hed linenn al lanv uhel), gant an douar bras, Enez Mon ha Caergybi.[40] Ouzhpenn 50 enez zo a-hed aod an douar bras, an hini vrasañ o vezañ Enez Mon er gwalarn.[41]
Menezioù zo er brasañ eus ar gweledva, a zo liesseurt a-hend all, dreist-holl en norzh hag e kreiz ar vro. Stummet e voe ar menezioù e-pad an oadvezh skorn diwezhañ. En Eryri (Snowdonia) emañ menezeier uhelañ Kembre, pemp eus outo o vezañ en tu all da 1000 m. Ar Ouezva (kembraeg Yr Wyddfa ; saozneg Snowdon) eo menez uhelañ ar vro, gant 1085 m.[42][43] Brudet eo ar 14 menez – pe 15 ma lakaer Carnedd Gwenllian ganto, ar pezh ne reer ket atav dre ma ne seblant ket ken uhel a se e-keñver an trowardroioù – en tu all da 910 m evel Y pedwar copa ar ddeg (pe Welsh 3000s) hag an holl a zo en un takad bihan e gwalarn ar vro. Un dae eo pignat ganto holl.[44] Ar menez uhelañ er-maez eus al listenn-se eo Aran Fawddwy gant 905 m e su Eryri.[45] Bannau Brycheiniog (Brecon Beacons) a zo er su ar vro (menez uhelañ, Pen y Fan, 886 m dezhañ)[46] ha kejañ a reont gant Menez Kambria e kreiz ar vro (beg pennañ, Pumlumon, 752 m dezhañ).[47]
Tri fark broadel zo e Kembre : Eryri, Bannau Brycheiniog ha Park Cenedlaethol Arfordir Penfro (Pembrokeshire Coast National Park). Pemp takad Brav Eston (Ardaloedd o Harddwch Naturiol Eithriadol Cymru) zo : Enez Mon, Bryniau Clwyd a Dyffryn Dyfrdwy (Clwydian Range and Dee Valley), Ledenez Gŵyr (Gower Peninsula), Ledenez Llŷn ha Traonienn Gwy (Wye Valley).[48] Ledenez Gŵyr a oa an takad kentañ bet anvet "Brav Eston" er Rouantelezh-Unanet e 1956. E 2019 e oa 40 traezhennoù banniel glas a-hed aod Kembre, teir marina banniel glas hag un embregerezh bigi banniel glas.[49] Koulskoude e vez avelek-kenañ an aodoù er c'hornôg hag er su, evel aodoù Iwerzhon ha Kernev-Veur, avelioù-kornôg kreñv o doa kaset meur a vag d'ar strad. E 1859 e voe distrujet ouzhpenn 110 lestr a-hed aodoù Kembre e-pad ur gorventenn a lazhas ouzhpenn 800 den dre Vreizh-Veur a-bezh.[2] Ar golladenn vrasañ a c'hoarvezas pa reas al lestr Royal Charter peñse nepell eus aod Enez Mon, gant 459 den az eas d'an anaon.[50] A-hed an XIXvet kantved e voe kollet ouzhpenn 100 lestr, gant ur geidenn a 78 martolod marvet bep bloaz.[2] Abalamour d'ar brezelioù e voe kollet bigi kostez Caergybi (Holyhead), Aberdaugleddau (Milford Haven) hag Abertawe.[2] Abalamour d'ar reier a zo a-hed o aodoù ha d'an inizi ne vezont ket sklêrijennet e c'hoarvez kalzig a beñse tro-dro da Enez Mon ha Sir Benfro (Pembrokeshire), evel lanv du ''Sea Empress'' e 1996.[51]
Amresis e oa chomet harzoù Kembre ha Bro-Saoz e-pad pell, war-bouez tro-dro d'ar stêr Gwy, a voe harzoù degemeret kentañ an div vro.[2] Sañset e oa kleuz Offa da vezañ ul linenn resis met distrujet e voe ar striv-se gant Gruffudd ap Llewellyn a adaloubas douaroù en tu all d'ar voger.[2] Akt an Unaniezh e 1535 a stummas un harz e-linenn eus beg an Dyfrdwy (Dee) betek beg ar Gwy,[2] met chom a reas diresis a-walc'h e penn an dud betek ma voe sinet Akt Welsh Sunday Closing e 1881 a redias ar stalioù hag an embregerezhioù choaz ur vro ha degemer Lezenn Kembre pe Lezenn Bro-Saoz.[2]
Marevezh geologel koshañ an hoalad Paleozoeg, ar C'hambrian, a denn e anv eus ar Menezioù Kambrian, e-lec'h ma voa kavet ha dielfennet ar c'hentañ fosiloù bet lakaet d'ar marevezh-se.[52][53] E-kreiz an XIXvet kantved e implijas Roderick Murchison hag Adam Sedgwick o studiadennoù diwar-benn geologiezh Kembre da lakaat e plas pennaennoù ar stratigrafiezh hag ar paleontologiezh. An daou varevezh da heul en hoalad Paleozoeg, an Ordovisian hag ar Silurian, a voe anvet da c'houde meuriadoù keltiek Kembre an Henamzer.[54][55]
Emañ Kembre e-barzh an takad klouar norzh. Cheñch-dicheñch eo an hin, levezonet meurbet gant ar mor hag unan eus broioù glebañ Europa eo.[56][2] Alies mat e vez koumoulek an amzer e Kembre, glev hag aveliek, gant hañvoù tomm ha goañvioù klouar.[56]
Tennañ a ra ar vuhez c'houez e Kembre ouzh hini peurrest Breizh-Veur, gant un nebeud traoù disheñvel. Abalamour d'hec'h aodoù ha d'hec'h inizi ez eus leun a laboused-mor er vro. Trevadennoù morskouled boutin, torted boutin, poc'haned boutin, karaveged pavioù du, morvrannoù-kuchenn ha godezed beg plat zo. En douaroù, ha 60% eus outo uheloc'h eget 150 m, e kaver leun a laboused evel ar marc'hvrini hag ar mouilc'hi-menez.[60][61] E-touez al laboused-preizh e c'heller gwelet ar falc'huned moan, ar skouled louet hag ar bargeded ruz, un arouez eus buhez c'houez Kembre.[62] En holl e vez gwelet ouzhpenn da 200 spesad laboused e mirva RSPB e Conwey, en o zouez gweladennerien diouzh ar mare-bloaz.[63] Ar bronneged brasañ, evel an arzhed gell, ar bleizi hag ar c'hizhier gouez, a oa bet chaseet ha peurlazhet a-raok aloubadeg Kembre gant ar Saozon. Hiziv e kaver e-touez ar bronneged anevaled evel ar sorikideged, ar muennoù, ar broc'hed, an dourgon, an erminiged ha meur a vustelaed all, heureuchined ha pemzek spesad askell-groc'hen. Daou spesad krignerien vihan, ar morzigelled voc'h velen hag ar grilianed, a c'heller notenniñ e-keñver Kembre dre ma vezont kavet en harzoù.[2] Ne'z eus bet gwelet mart boutin ebet abaoe ar bloavezhioù 1950. Hogozik steuziet holl e oa ar pudasked e Breizh-Veur, met repu o doa kavet e Kembre a-raok ledanaat o zachenn adarre. Givri aet da c'houez en-dro a gaver en Eryri.[64] E miz Meurzh 2021 e voe roet aotre gant Natural Ressources Wales da leuskel c'hwec'h avank er stêr Dyfi, ar wezh kentañ ma oa c'hoarvezet un darvoud evel-se e Kembre.[65]
Dourioù mervent Kembre, er Gwy, Sir Benfro ha bae Ceredigion, a zesach leun a anevaled-mor evel ar rinkined pirc'hirin, ar reuniged gris, ar vaoted lêrek, an delfined, ar morhoc'hed, ar morgaouled, ar granked hag al ligistri. Si Benfro ha Ceredigion a zo brudet evit bezañ takadoù a-bouez ruz evit an tursiopsed ha Ceinewydd zo lec'h-hañv nemetañ er Rouantelezh-Unanet a-bezh evit an delfined-se. Er stêrioù e c'heller menegiñ ar salvelinused (familh an eoged), ar sili, an eoged, an alosinaeed, ar beleion hag ar salvelinus alpinus. Ne gaver ar gwyniad nemet e Kembre, el Lenn Tegid. Brudet eo Kembre evit he c'hregin, he brennig, he meskl hag he bigorn du. Ar pesked-mor brudetañ zo an harenked, ar vrizhilli hag ar morlouaned.[2] En Eryri, war fasennoù norzh ar menezeier, e kaver plant a zo restachoù eus ur mare rak-skorn, en o souez Lireu ar Ouezva – pe Gagea serotina – ha spesadoù alpinek all evel Saxifraga cespitosa, Saxifraga oppositifolia ha Silene acaulis. Un toullad a blant a gresk e Kembre ha neblec'h all e Breizh-Veur evel ar bod-roz roudennek ar reier (Tuberaria guttata) war Enez Mon pe Draba aizoides e Gŵyr.[66]
Year | Pop. | ±% |
---|---|---|
1536 | 278 000 | — |
1620 | 360 000 | +29.5% |
1770 | 500 000 | +38.9% |
1801 | 587 000 | +17.4% |
1851 | 1 163 000 | +98.1% |
1911 | 2 421 000 | +108.2% |
1921 | 2 656 000 | +9.7% |
1939 | 2 487 000 | −6.4% |
1961 | 2 644 000 | +6.3% |
1991 | 2 811 865 | +6.3% |
2001 | 2 910 200 | +3.5% |
2011 | 3 063 456 | +5.3% |
2021 | 3 107 500 | +1.4% |
Istimet (a-raok 1801); niveradegoù (goude 1801) |
Poblañs Kembre a greskas eus an hanter diwar 587 000 e 1801 betek 1 163 000 e 1851 a-raok tizhet 2 421 000 e 1911. Ar brasañ eus ar c'hresk-se a zeuas diwar rannoù e-lec'h ma oa mengleuzioù glaou, e Sir Forgannwg dreist-holl a greskas eus 71 000 e 1801 da 232 000 e 1851 betek 1 122 000 e 1911.[67] Un darn eus ar c'hresk-mañ a c'heller liammañ ouzh an treuzkemm demografek a oa c'hoarvezet er brasañ eus ar broioù greantel, pa oa digresket feur ar marvoù tra ma chome uhel feur ar ganedigezhioù. Divroañ a reas forzhig a dud da Gembre ouzhpenn avat er memes mare. Gant ar Saozon e voe ar muiañ-niver e-touez an dud emvroet da Gembre, met un niver bras a Iwerzhoniz a voe ivez asambles gant strolladoù all,[68] evel an Italianed en em stalias e su ar vro.[69] Degemer a reas Kembre divroidi eus ur bern broioù eus ar C'hommonwealth a-hed an XXvet kantved ouzhpenn d'an Afrikaned ar C'haraïb ha da dud a-orin eus Azia, a oa staliet e kêrioù Kembre dreist-holl. Kalz anezho a lavar int Kembreiz.[70]
E 1972 e veve 2,74 milion a dud e Kembre, un niver a chomas stabil betek ar bloavezhioù 1980 pa oa digresket ar boblañs abalamour d'an divroañ. Abaoe fin ar bloavezhioù 1980 e teu muioc'h a dud d'en em staliañ e Kembre avat, ha pennabeg kresk ar boblañs int, muioc'h eget ar c'hresk naturel.[71] Hervez niveradeg 2021 e oa 3 107 500 den o chom e Kembre er bloavezh-se (1 586 600 maouez ha 1 521 000 paotr), ur c'hresk a 1,4 % e-keñver niveradeg 2011. E Kembre e veve 5.2 % eus poblañs Saoz-ha-Kembre e 2021. Seizh kêr vras a zo e Kembre, Kerdiz, Abertawe, Casnewydd ha Wrecsam asambles gant kumuniezhioù Bangor, Llanelwy ha Tyddewi hag o deus ar statud kêr er Rouantelezh-Unanet.[72] Wrecsam a voe an hini ziwezhañ o kaout ar statud a gêr, goude m'eo kêr vrasañ norzh Kembre, pa voe roet ar statud e 2022 hepken.[73][74]
E niveradeg 2021 e voe enrollet 46.5% eus an dud dindan ar c'hombod "relijion ebet", muioc'h eget pep respont all ha kresket abaoe 2011 (32.1%).[75] Ar relijion bennañ e Kembre eo ar Gristeniezh, gant 43.6% eus ar boblañs oc'h embann int kristen.[75]
An Iliz e Kembre, gant 56 000 ezel, eo an iliz niverusañ.[76] Ul lodenn eus an Iliz anglikan eo ha perzh eus Iliz Bro-Saoz e oa betek 1920 goude Akt Iliz Kembre e 1914. An Iliz dizalc'h kentañ er vro a voe savet e Llanfaches e 1638 gant William Wroth. Iliz Presbiterian Kembre a voe ganet diwar Luskad Metodist Kembre e-pad an XVIIIvet kantved ha distaget diouzh Iliz Bro-Saoz e 1811.[77] An eil feiz gant ar muiañ a azeulerien eo an Iliz katolik, gant 43 000 ezel istimet.[76]
Sant paeron Kembre eo Sant Divi (Dewi Sant). Lidet e vez bep bloaz da C'houel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi Sant) d'ar 1añ a viz Meurzh.[78] Adalek 1904 e voe ul luskad adlañsañ relijiel diwar avielouriezh Evan Roberts a gasas meur a hini da dreiñ ouzh kristeniezhioù nann-anglikan, kumuniezhioù a-bezh zoken.[2] Stil prezegenniñ Roberts a voe ur skouer evit aozadurioù relijiel nevez evel ar Pentekostaezh pe an Iliz avielourel.[79]
N'eo ket niverus an dud nann-kristen e Kembre, 2.7% eus ar boblañs en holl.[80] Kumuniezh an Islam eo an hini niverusañ, gant 24 000 (0.8%) muzulman niveret e 2011.[80] Kumuniezhioù hindou ha sikh a gaver dreist-holl e kêrioù ar Su, e Casnewydd, Kerdiz hag Abertawe tra ma kaver ar gumuniezh boudaek war ar maez e Ceredigion.[81] Ar relijion nann-gristen kozhañ e Kembre eo ar Yuzevegezh, staliet abaoe mare ar Romaned, goude m'eo digresket niver ar Yuzevien betek un nebeud kantadoù hepken.[82]
Niveradeg 2021 a ziskouezas e embanne 55.2 % eus an dud e oant "Kembread hepken", 8.1% a embanne e oant "Kembread ha Breizhveuriad" tra ma oa sammet an niver a dud a embanne e oant "Kembread", ne vern da beseurt derez, betek 63.3 %.[75] Sontadeg Bloaziek Poblañs Kembre a ziskouezas e oa 62.3% eus an dud a embanne e oant Kembread asambles gant un identelezh all pe ket e 2022, da geñveriañ gant an niver a 69.2 % kavet e 2001.[83] E 2022 e voe embannet gant ur sontadeg YouGov e oa 67 % eus an dud a embanne e oant "Kembread", ne vern da beseurt derez, gant 21 % a embanne e oant "Kembread ha nann-Breizhveuriad", 15 % "Kembreatoc'h eget Breizhveuriad", 24 % "ken Kembread ha Breizhveuriad", 7 % "Breizhveuriatoc'h eget Kembread" tra ma embanne 20 % e oant "Breizhveuriad ha ket Kembread" ha 8 % un dra bennak all.[84]
Kembre he deus he sevenadur dibar, gant he yezh, he c'hustumoù, gouelioù ha sonerezh. Pevar lec'hienn UNESCO Hêrezh ar bed e Kembre : Kestell ha Mogerioù-kêr Edouarzh Iañ e Gwynedd, kanol ha dourbont Pontcysyllte, gweledva greantel Blaenafon ha gweledva greanterezh ar mein-glas.[85]
Restachoù mitologiezh kelt ar Vrezhoneg rak-kristen a voe treuzkaset dre gaoz gant ar cynfeirdd (ar varzhed kent).[86] Ul lodenn eus o oberennoù a oa bet miret e dornskridoù kembraek ar Grennamzer : Levr Du Caerfyrddin ha Levr Aneirin (eus an XIIIvet kantved o-daou) ; Levr Taliesin ha Levr Gwenn Rhydderch (eus ar XIVvet kantved o-daou) ha Levr Ruz Hergest (w.d. 1400).[86] An istorioù e komz-plaen diwar al levrioù gwenn ha ruz a zo brudet dindan an anv Mabinogion.[2] E barzhonegoù evel Cad Goddeu (Kad ar gwez) ha listennoù da zelc'her soñj evel Triadoù Enez Preden ha Trizek Tra Gaer Enez Vreizh e kaver danvez mitologel ivez.[87][88][89] En testennoù-se e kaver stummoù kentañ mojenn ar Roue Arzhur hag istor hengounel Enez Vreizh goude mare ar Romaned.[86] Mammennoù all hengounioù lennegezh Kembre zo an dastumad istor latinek Historia Britonum (IXvet kantved) ha kronikoù e latin Historia Regum Britanniae skrivet en XIIvet kantved gant Jafrez Menoe, hag hengounioù pobl diwanet diwezhatoc'h evel The Welsh Fairy Book gant W. Jenkyn Thomas.[88]
Kembre he deus unan eus an hengounioù lennegel koshañ en Europa,[2] ken kozh hag ar VIvet kantved ha gant aozerien evel Llywarch Hen pe Jafrez Menoe ha Gerallt Gymro – an daou ziwezhañ a vez gwelet lod eus ar skrivagnerien latin gwellañ a oa bet er Grennamzer.[2] N'eo ket bet treuzkaset barzhoniezh goshañ e kembraeg, hini Taliesin pe Aneirin, digemm met dre stummoù cheñchet kalz er Grennamzer.[2] Hengoun ar varzhoniezh gembraek a oa bet dalc'het bev dre ar Grennamzer Uhelañ betek mare Barzhed ar Briñsed (w.d. 1100 – 1280) hag hini Barzhed an Noblañs (w.d. 1350 – 1650). Ar re gentañ a oa barzhed a-vicher a aoze kanoù-meuliñ ha kanoù-kañv evit o mestr tra ma aoze ar re ziwezhañ barzhoniezh gant gwerzennoù cywydd.[2] Er mare-se e voe aozet e oberenn gant unan eus gwellañ barzhed Kembre, Dafydd ap Gwilym.[2] Pa voe saoznekaet ar vro avat ez eas an hengoun-se da get.[2]
Daoust ma oa aet linenn ar varzhed a-vicher e voe digoret hentoù all d'al lennegezh pa voe ebarzhet uhelidi Kembre en ur rouedad sevenadurel brasoc'h.[2] Labourerien-spered an Azkivinelezh, evel William Salesbury pe John Davies, a zegasas an dengarouriezh er vro diwar ar skolioù-meur saoz.[2] E 1588 e voe William Morgan an den kentañ o treiñ ar Bibl e kembraeg.[2] Ur bazenn a-bouez e voe evit ar varzhoniezh gembraek er XVIvet kantved pa voe brudet ar barzhonegoù gant gwerzennoù dieub met adalek kreiz ar XVIIvet kantved e tapas ar metroù taol-mouezhiet deuet eus Bro-Saoz muioc'h a vrud c'hoazh.[2] Adalek an XIXvet kantved e voe krouidigezh un hanez kembraek unan eus palioù skrivagnerien a vro, broudet gant an esteddfod.[2] Lennegezh ar mare-se a voe puilh, met ne oa ket atav a-galite.[90]Luskadoù relijiel a zeuas da vezañ mestr war ar c'henstrivadegoù, goude bezañ bet skarzhet eus outo e penn-kentañ.[90]
En XIXvet kantved e voe tostaet sevenadur Kembre ouzh ar bed saoznek pa voe troet ar Mabinogion er yezh-se gant Lady Charlotte Guest. Ne voe ket echu gant al lennegezh gembraek evit keloù-se : e 1885 e voe embannet Rhys Lewis gant Daniel Owen, a vez gwelet evel ar romant kembraek kentañ. En XXvet kantved ez eas al lennegezh gembraek pelloc'h diouzh ar stil viktorian gant oberennoù evel ar varzhoneg Ymadawiad Arthur gant Thomas Gwynn Jones.[2] Ar Brezel Bed Kentañ en devoe ul levezon bras war al lennegezh gembraek, o c'henel ur stil drougweler kaset gant Thomas Herbert Parry-Williams ha Robert Williams Parry.[2] Greanteadur mervent Kembre a roas ul lusk all gant reoù evel Rhydwen Williams a implijas doareoù gwerzaouiñ diamzeriet ur Gembre war ar maez evit taolenniñ ar gweledva greantel. Ar prantad etre an daou vrezel a zo merket gant labour Saunders Lewis, gant e sell politikel mirour kement hag e bezhioù-c'hoari, e varzhonegoù hag e vurutelladennoù.[2]
Skrivagnerien ar bloavezhioù 1930 a gendalc'has da skrivañ goude an Eil brezel bed, evel Gwyn Thomas, Vernon Watkins pe Dylan Thomas, a voe skignet e oberenn vrudetañ Under Milk Wood e 1954, goude e varv. Thomas a oa unan eus brudetañ skrivagnerien Kembre an XXvet kantved.[2] Cheñchet e voe selloù skrivagnerien Kembre saoznek war o bro goude an Eil brezel bed e-keñver ar remziad a-raok, o vont muioc'h war-zu ar vroadelouriezh ha meuliñ ar c'hembraeg. Liammet e voe ar cheñchamant-se ouzh broadelouriezh Saunders Lewis ha gwalldan ar Bombing School Ledenez Llŷn e 1936. Evit ar varzhoniezh e voe R. S. Thomas unan eus an tudennoù pennañ a-hed eil lodenn an XXvet kantved. Ne zeskas ket kembraeg a-raok bezañ 30 vloaz ha skrivañ a reas e varzhonegoù e saozneg.[91] E-touez romantourien an eil lodenn eus an XXvet kantved e c'heller menegiñ Emyr Humphreys, a embannas ouzhpenn tregont romant,[92] ha Raymond Williams.[93] A-drugarez d'an Eisteddfod e chom bev hengoun ar barzhonegoù cynghanedd e kembraeg, gant liammoù ouzh Breizh a-drugarez d'ar barzh Aneirin Karadog da skouer.
Mirdi Broadel Kembre (Amgueddfa Cymru – National Museum Wales) a voe krouet dre garta real e 1907 hag arc'hantaouet eo gant gouarnamant Kembre bremañ. Seizh lec'h a zo dre ar vro, en o zouez Mirdi Broadel Kerdiz, Mirdi Broadel Istor Sain Ffagan hag Amgueddfa Lofaol Cymru. E miz Ebrel 2001 e voe aotreet ar mirdioù da zegemer digoust ar weladennerien gant ar Vodadeg Vroadel, ar pezh a greskas an niver a weladennerien eus 87.8 % war ar bloavezh 2001-2002 betek 1 430 428.[2] En Aberystwyth emañ Levraoueg Vroadel Kembre, a zegemer dastumadoù pennañ ar vro, evel dastumad Sir John Williams hag hini Shirburn Castle.[2] Ouzhpenn d'an dastumad objedoù moullet e kaver un dastumad arzoù Kembre a-bouez, gant politridi ha luc'hskeudennoù kement ha kartennoù-post ha kartennoù ofisiel.[2]
Skouerioù eus arz kelt a oa bet kavet e Kembre.[94] Er Grennamzer uhelañ e voe produet e Kembre oberennoù gant ar Gristeniezh gelt gant patromoù arz an inizi predenek. Dornskridoù livet e Kembre a zo deuet betek hon mare, evel Avieloù Hereford hag Avieloù Lichfield (VIIIvet kantved). Saoter Ricemarch (dalc'het e Dulenn), XIvet kantved, a zo eus Kembre ivez, graet e Tyddewi, hag ur skouer diwezhat eus stil an inizi, gant levezonoù viking.[95]
Etre ar XVIvet kantved hag an XVIIIvet kantved ez ae alies arzourien Kembre da labouret maez eus o bro, da Londrez pe da Italia. Richard Wilson (1714-1782) a vez gwelet alies evel al livour-gweledvaoù breizhveuriat kentañ gant un oberenn a-galite. Goude m'eo brudet evit e livadurioù eus Italia en doa livet Kembre ivez. E fin an XVIIIvet kantved e kreskas brud arz ar gweledvaoù er vro ha kavet e voe pratikoù e kêrioù Kembre, ar pezh a leuskas muioc'h a arzourien da chom er vro. Desachet e voe arzourien estren da Gembre ivez, da gentañ abalamour d'an Dihun keltiek.[96][97]
Ul lezenn votet e 1857 a zigoras un toullad skolioù-arzoù dre ar Rouantelezh-Unanet a-bezh e digoret e voe Skol Arzoù Kerdiz e 1865. Alies mat e ranke ar skolidi mont da gavet labour maez eus Kembre met Betws-y-Coed az eas tamm-ha-tamm d'ur greizenn brudet mat evit an arzourien. Bodad arzourien ar gêriadenn a sikouras da aozañ Akamedi Real Kambrian evit an Arz (Yr Academi Frenhinol Gymreig - Royal Cambrian Academy of Art) e 1881.[98][99] Ar c'hizeller Goscombe John, goude ma laboure e Londrez, a reas meur a zelwenn diwar goulenn aozadurioù Kembre. Christopher Williams, a choaze sujedoù e-liamm ouzh Kembre, a laboure e Londrez ivez. Thomas E. Stephens[100] hag Andrew Vicari a voe poltredourien a laboure er Stadoù-Unanet, evit an eil, hag e Frañs, evit egile.[101]
Kavet e veze arzourien eus Kembre en holl kêrioù-penn Europa. Bevañ a reas Augustus John hag e c'hoar Gwen John e Londrez hag e Pariz. An arzourien-gweledva Kyffin Williams ha Peter Prendergast o doa bevet e Kembre a-hed o buhez avat, goude ma choment e-liamm ouzh bed bras an arzoù. Ceri Richards a oa pouezus e metoù an arzoù e Kembre pa oa kelenner e Kerdiz ha chom a reas pouezus ur wezh dilojet da Londrez. Arzourien all a oa deuet da labourat e Kembre, evel Eric Gill, David Jones (a oa a-orin eus Kembre) hag ar c'hizeller Jonah Jones. Ar Kardomah Gang a oa ur strollad speredel kreizennet tro-dro da zDylan Thomas ha Vernon Watkins en Abertawe, hag en o zouez e kaved al livour Alfred Janes.[102]
Gwelet a reer Kembre evel unan eus ar broioù keltiek modern hiziv, ar pezh eo diazez identelezh Kembre.[103][104] Pedet e vez alies arzourien Kembre d'ar gouelioù keltiek.[105]
Y Ddraig Goch (An Aerouant Ruz), unan eus arouezioù pennañ Kembre, a ziskouez pegen dizaon eo ar vroad.[106] Anv a oa eus an aerouant-se el lennegezh e-barzh an Historia Britonum, evel arouez ar bobl. Vortigern (kembraeg : Gwrtheyrn), Roue ar Vrezhoned, a glaske sevel un tour e Dinas Emrys, met kouezhañ a rae en e boull dizehan. Gant Ambrosius [n 1] e voe lavaret dezhañ toullañ dindan ha kavet gantañ daou sarpant. An aerouant ruz a oa evit ar Vrezhoned hag an hini gwenn evit an Angled-ha-Saozon. Goude emgann an daou sarpant e vije bet diouganet gant Ambrosius e vije adpaket Enez Vreizh gant diskennidi ar Vrezhoned ha kaset ar Saozon d'ar mor en-dro.[108] Graet e oa bet gant an Aerouant Ruz adalek mare roue Gwynedd Cadwaladr (w-d. 655) ha lakaet e oa bet war banniel Kembre a voe ofisielaet e 1959.[109]
D'ar 1añ a viz Meurzh e lider Gouel Dewi, un den a-bouez evit identelezh ar vro.[110] Klasket e voe lakaat Gouel Dewi da vezañ un devezh vak, gant ur sinadeg a ouzhpenn 10 000 den da skouer, met nac'het e voe gant gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet.[111][112][113] Lidañ a reer an deiz-se avat, er skolioù hag e kevredigezhioù sevenadurel dre ar vro a-bezh, en ur wiskañ ur bourenn da skouer, peotramant ur rozenn-gamm, div vleunienn vroadel e Kembre. Ar gwiskamant broadel a vez gwisket gant ar vugale ivez.[114] Adalek ar XVIvet kantved e c'heller gwelet ar pour o tont war-wel evel arouez Kembre, tra ma tapas brud ar roz-kamm adalek an XIXvet kantved, broudet gant David Lloyd George en XXvet kantved.[2] Droukvesket e vez alies an div blantenn e kembraeg : cennin (pour) ha cennin Pedr (pour Sant-Pêr evit ar roz-kamm).[115] Ur rentañ-kont a roas an tu-kreñv d'ar pour e 1916, ha gwelet a reer pour war al lur sterling abaoe.[2]
Banniel Owain Glyndŵr a zo liammet ouzh ar broadelezh kembreat.[116] Douget e oa bet gant armeoù Glyndŵr a-enep ar Saozon ha warnañ e weler pevar leon war ruz hag aour. Tennañ a ra ar banniel ouzh hini Llywelyn ap Gruffudd (pe Llywelyn an Diwezhañ), a oa bet Priñs Kembre a-raok an aloubadeg kaset gant ar roue Bro-Saoz Edouarzh Iañ. Levezonet e oa ar banniel gant reoù tud Glyndŵr a oa leoned warno o-daou ivez.[117] Gouel Owain Glyndŵr a lider d'ar 16 a viz Gwengolo e Kembre, ha galvoù a oa bet evit ober eus an deiz-se unan vak broadel.[118][119]
"Hen Wlad fy Nhadau" (Bro Gozh ma Zadoù) eo kan vroadel Kembre, sonet a-raok darvoudoù sportel evel krogadoù mell-droad pe rugby pa vez skipailh Kembre o c'hoari, hag a-raok digoradurioù ar Senedd ha darvoudoù ofisiel all.[120][121] "Cymru am byth" (Kembre da viken) zo ul lugan brudet.[122] Ul lugan all – "Y Ddraig Goch Ddyry Cychwyn" (an aerouant ruz a vroud an ober) – a oa bet implijet war Skoed real Kembre pa oa bet krouet e 1953.[123]
Pa oa bet treset an Union Jack (banniel ar Rouantelezh-Unanet e oa Kembre perzh eus Rouantelezh Bro-Saoz abaoe 1543, hag aroueziet e oa bet gant kroaz Sant Jorj. Banniel ar Rouantelezh-Unanet a ziskouez arouezioù Bro-Saoz ha Bro-Skos neuze, a-raok ouzhpennadenn arouez Iwerzhon e 1801.[124][125] Displeget e vez alies gant ar mediaoù abalamour da betra ne'z eus arouez ebet evit Kembre en Union Jack a-vremañ.[126][127]
Skoed Dug Kernev-Veur, pennhêr monarkiezh Breizh-Veur (a vez anvet alies Pluñv Priñs Kembre) a vez implijet er vro.[128] Gant teir fluenn o tifoupañ diwar ur gurunenn alaouret a-us d'al lugan alamanek Ich dien ("E servij emaon") eo implijet gant skipailhoù sport, evel ar skipailh rugby, rejimantoù an arme, evel ar Royal Welsh. Klasket e oa bet lakaat harzoù da implij kenwerzhel ar skoed gant Priñs Kembre.[129]
Reolennet hag aozet eo ar sportoù e Kembre gant ouzhpenn 50 aozadur.[130] Ar brasañ anezho, pa vezont o plegañ gant sportoù kevezel, a choaz, a skoazell hag a aoz tud pe skipailhoù a reprezanto o bro e-pad darvoudoù etrebroadel a-enep broioù all. Kembre a c'heller gwelet o c'hoari e darvoudoù meur evel Kib vell-droad ar bed, Kib rugbi ar bed pe C'hoarioù ar C'hommonwealth. Er C'hoarioù Olimpek avat e c'hoari atletourien Kembre asambles gant o c'henseurted eus Bro-Skos, Norzhiwerzhon ha Bro-Saoz e-barzh skipailh Breizh-Veur. Gant Kembre e oa bet aozet darvoudoù sportel etrebroadel[131] evel C'hoarioù ar C'hommonwealth e 1958[132], Kib ar bed e rugbi e 1999 ha gourfenn Lig ar Gampioned e 2017.[131]
Goude ma veze c'hoariet muioc'h mell-droad da gustum e norzh Kembre eo ar rugbi a zo aet d'ar sport arouez evit ar vro, oc'h ezteuler hec'h identelezh broadel.[2] Skipailh Kembre a gemer perzh bep bloaz e C'hoariadeg ar C'hwec'h Broad ha kemeret en deus perzh da bep Kib ar bed e rugbi. Pevar skipailh rugbi micherel zo : Cardiff Rugby, Dragons RFC, Ospreys ha Scarlets goude daou adaozadur e 2003[133] hag e 2004.[134] C'hoari a ra ar skipailhoù-se e Kevezadegoù Unanet ar Rugbi, asambles gant skipailhoù eus Iwerzhon, Bro-Skos, Italia hag Afrika ar Su, hag e c'hellont titliñ da c'hoari e-barzh Kib Kampioned ar Rugbi europat[135] peotramant en EPCR Challenge Cup c'hoazh.[136] Adalek 1907 e oa bet ul Lig rugbi e Kembre, hag ul Lig micherel a oa bet etre 1908 ha 1910.[137]
Ul lig mell-droad micherel zo e Kembre abaoe 1992,[138] met pemp kleub kembreat a c'hoari e sistem kampionadoù mell-droad Bro-Saoz : Kerdiz, Abertawe, Casnewydd, Wrecsam ha Merthyr.[139] C'hoarierien a-feson a oa bet ganet e Kembre, John Charles, John Toshack, Gary Speed, Ian Rush, Ryan Giggs, Gareth Bale, Aaron Ramsey peotramant Daniel James[140] ha gallout a reont c'hoari evit o skipailh broadel. E Kampionad mell-droad Europa 2016 e oa bet tizhet gant skipailh Kembre e zisoc'h gwellañ en ur gevezadeg ofisiel pa oa erruet betek an hanter-gourfenn a-raok bet trec'het gant skipailh Portugal a oa aet da gampion da c'houde.[141] Kemeret en deus perzh ar skipailh e daou Kib vell-droad ar bed e 1954 hag e 2022.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.