Diwar-benn bloavezh 2006 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2006 e Breizh.
Klotañ a raio bloavezh 2006 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5766 / 5767 (ar 1añ tishri 5767 a vo d'an 23 Gwengolo 2006)
- Deiziadur muzulman : 1426 / 1427 (ar 1añ mouharram 1427 a vo d'an 31 Genver 2006)
- Deiziadur pers : 1384 / 1385 (ar 1añ farvardin 1385 a vo d'an 21 Meurzh 2006)
- Deiziadur sayana : 1927 / 1928 (ar 1añ chaitra 1928 a vo d'an 22 Meurzh 2006)
- Devezhioù juluan : 2453736 da 2454100
- Bloaz nevez Sinaat : d'an 29 Genver, deroù bloavezh ar C'hi
Genver
- 1añ Genver :
- Azerbaidjan : Adgwerzhekaet eo ar manat.
- Rusia : Paouez a ra an embregerezh Gazprom da bourchas gaz naturel da Ukraina.
- Kanada : Adsavet ez eus 30 kumun e proviñs Kebek, goude disoc'h ur referendom dalc'het d'an 20 Mezheven 2004
- Frañs :
- Lakaet eo e pleustr al lezenn organek a denn da lezennoù an arc'hant e diabarzh ar Stad.
- Krouidigezh ar Bank postel, adskourr eus la Poste, a gemer lec'h ar servijoù arc'hant a oa dija.
- Palestina : Embann a ra al luskad palestinat radikal Hamas, kiriek eus gwalldaolioù enep-israelat, ne adkaso ket an emglev war an harz-brezel, bet tonket e miz Meurzh gant ar Penn palestinat Mahmoud Abbas. Hemañ en deus disklêriet e oa an emzalc'h-se ur fazi bras. An hevelep diviz a oa bet kemeret gant luskadoù armet all dija evel an Jihad islamek ha bagadoù all stag ouzh ar Fatah.
- Suis : Moritz Leuenberger a grog gant e garg prezidant ar C'hengevread.
- Unaniezh Europa : Kemer a ra Aostria penn an Unaniezh evit 6 miz, war-lerc'h Breizh-Veur.
- Vatikan : E-pad oferenn ar bloaz Nevez gouestlet d'ar peoc'h ha lidet e penn-iliz Sant-Pêr Roma, eo bet galvet an ABU gant ar Pab Benead XVI da gaout un emskiant nevesaet eus e atebegezhioù evit kas war-raok ar justis, ar c'hengred hag ar peoc'h er bed.
- Rusia : Emglev bloaz sinet gant Ukraina evit reizhañ an doareoù pourchas energiezh etre an div vro.
- 10 Genver :
- Frañs : Diskouez a ra ur studiadenn eus an UFE (Unaniezh ar Familhoù en Europa) ez eus ouzhpenn 2 vilion a vugale baour er vro.
- 15 Genver :
- Goude un ergerzhadenn zo padet 7 vloaz gant tost 5 miliard a gilometradoù a-dreuz an egor eo distro an egorsontenn stadunanat Stardust war an Douar, enni ur gargad poultrennoù egor prizius.
- Chile : Michelle Bachelet, kentañ plac'h dilennet da brezidantez ar vro.
- 17 Genver :
- Europa : Kadarnaet eo beli Airbus e 2005 met rankout a ra talañ ouzh distro brav Boeing.
- Sina : E Beijing eo galvet ar gumuniezh etrebroadel da arc'hantaouiñ ar stourm a-enep da grip an evned.
- 19 Genver :
- 20 Genver :
- Afrika : Deroù Kib Afrika Broadoù ar Vell-droad 2006 en Egipt.
- 21 Genver :
Ebrel
- 15 Ebrel
- 16 Ebrel
- Turkia : 31 den a zo bet gloazet da geñver ur gwalldaol aozet gant ur vombezenn en ur c'harter annezel eus Istanbul.
- Iwerzhon : un 100.000 bennaket a dud o deus dibunet e straedoù Dulenn a-benn enoriñ emsavadeg 1916. En o zouesk e oa un 2.500 bennaket a soudarded. Ne oa ket bet eus an dibunadeg-se abaoe 1970. Kêr Dulenn a vod enni w.-d. 500.000 a dud.
Mezheven
- 3: dizalc'hiezh Montenegro embannet gant Parlamant ar vro-se.
C'hwevrer
- 14 C'hwevrer : Darry Cowl, aktour gall, 80 vloaz.
- 17 C'hwevrer : Ray Barretto, soner jazz stadunant a orin eus Puerto Rico, 76 vloaz.
- 21 C'hwevrer : Gennadiy Aygi, skrivagner ha barzh tchouvachek eus Rusia, 71 vloaz.
- 27 C'hwevrer : Paul Nothomb, skrivagner gallek eus Belgia.
- 27 C'hwevrer : Owen Chamberlain, fizikour, bet tapet gantañ Priz Nobel ar fizik e 1959, 85 bloaz.
Meurzh
- 7 Meurzh : Ali Farka Touré, soner eus Mali, 66 vloaz.
- 11 Meurzh : Slobodan Milošević, bet prezidant Republik kevreadel Yougoslavia, 64 bloaz.
- 12 Meurzh : Jurij Brězan, skrivagner sorabek eus Alamagn, 89 bloaz.
- 21 Meurzh : Margaret Ewing, politikourez eus Bro-Skos, 60 vloaz.
- 27 Meurzh : Stanisław Lem, skrivagner skiant-faltazi eus Polonia, 84 bloaz.
- 30 Meurzh : John McGahern, skrivagner saoznek eus Iwerzhon, 71 vloaz.
Mae
- 5 Mae : Atif Yilmaz, filmaozer eus Turkia, 80 vloaz.
- 6 Mae : Shigeru Kayano, stourmer evit gwirioù an Ainoued e Japan, 79 vloaz.
- 9 Mae : Jerzy Ficowski, skrivagner ha troour eus Polonia, 81 bloaz.
- 10 Mae : Aleksandr Zinovyev, skrivagner rusianek, 83 bloaz
- 18 Mae : Michael O'Riordan, bet e penn Strollad Komunour Iwerzhon, 88 vloaz.
- 19 Mae : Yitzhak Ben-Aharon, saver Strollad Labour Israel, 99 vloaz.
- 24 Mae : Claude Piéplu, aktour gall, 83 bloaz..
- 26 Mae : Édouard Michelin, rener Michelin, el lark da Enez Sun, 42 vloaz.
Eost
- 5 Eost : Hugo Schiltz, 78, politikour flandrezat.
- 14 Eost : Adriaan de Groot, 91, mestrc’hoarier echedoù eus an Izelvroioù.
- 16 Eost : Alfredo Stroessner, 93 vloaz, diktatour bet e penn Paraguay,
- 29 Eost : Youenn Gwernig, barzh ha soner breizhat, 81 bloaz.
- 30 Eost : Nagib Mahfuz (Nagīb Maḥfūẓ), skrivagner eus Ejipt, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1988, 94 vloaz.