Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal]; portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA
| |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
República Portuguesa República Pertuesa | |||||||
| |||||||
Kan broadel | A Portuguesa | ||||||
Yezhoù | Portugaleg (ofisiel) mirandeg (anavezet) | ||||||
Kêr-benn | Lisboa | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
90 090 km² 0,6 | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
10 263 850 (2021) 114 ann./km² | ||||||
Prezidant | Marcelo Rebelo de Sousa | ||||||
Kentañ ministr | Luís Montenegro | ||||||
Gouel broadel | 10 a viz Gouere | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 351 | ||||||
Kenrouedad | .pt |
Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.
E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AKDE, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).
Gwelet ar pennad Istor Portugal. Gwelet ivez Rouaned Portugal ha Rouanezed Portugal.
Addilennet eo Marcelo Rebelo de Sousa da brezidant ar republik d'ar 24 a viz Genver 2021.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.