Dre ma kreske armoù nukleel an URSS e talc'has ar Stadoù-Unanet da vodañ ar riezoù demokratel a oa prest da stourm ouzh he levezon ideologel hag he galloud milourel. Savet e voe Aozadur Feur-emglev Meurvor Atlantel an Norzh, pe Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA e verradur brezhonek), d'ar 4 a viz Ebrel 1949, anezhañ un aozadur etrebroadel milourel savet e-touez sinerien Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh (1947).
Deiziad krouiñ | 4 Ebr 1949 |
---|---|
Anv ofisiel | North Atlantic Treaty Organization, Organisation du traité de l'Atlantique nord |
Anvet diwar | North Atlantic Treaty |
Den e penn an aozadur | Secretary General of NATO |
General secretary | Mark Rutte |
Sterner | Tod D. Wolters |
Yezh ofisiel | saozneg, galleg |
Ger-stur | Animus in consulendo liber |
Testenn ar ger-stur | Animus in consulendo liber |
Stad | Belgia |
Lec'h | NATO Headquarters |
Aotrouniezh | North Atlantic Council |
Ezel eus | European Air Transport Command |
Sez sokial | Brusel |
Foundational text | North Atlantic Treaty |
Original broadcaster | NATO TV |
Chomlec'h | Boulevard Leopold III 1110 Brussels Belgium |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nato.int |
URL gwazh | https://www.nato.int/cps/en/natohq/RSS.htm, https://www.nato.int/cps/rss/en/natohq/rssFeed.xsl/rssFeed.xml |
Hashtag | NATO, WeAreNATO |
Domani internet | .nato |
Banniel (deskrivadur) | flag of NATO |
An daou anvadur ofisiel a zo : North Atlantic Treaty Organisation (NATO), e saozneg, hag Organisation du traité de l'Atlantique nord (OTAN), e galleg.
E Brusel emañ ar sez.
NATO (North Atlantic Treaty Organization e saozneg) a oa un aozadur politikel dreist-holl a-raok ma voe kroget Brezel Korea. Adal ar brezel drastus-se e voe roet nerzh d'ur frammadur resisoc'h eus ar Stadoù ezel, savet e voe un aozadur milourel didan sujidigezh daou komandant penn stadunanat. Red ar Brezel Yen a zegasas kevezerezh gant stadoù ezel Pakt Varsovia a voe savet e 1955.
Douetañs a oa savet da geñver nerzh an aozadur hag al liammoù etre an izili en Europa eus un tu ha gant Stadoù-Unanet Amerika eus an tu all. Douetañs a oa savet ivez da geñver penaos talañ ouzh un aloubadeg gant ar soviediz. Bro-C'hall a voe an ezel oc'h ober ar muiañ a drouz, betek sevel un nerzh tagañ nukleel ha kuitaat an aozadur milourel adal 1966 hag e-pad 30 vloaz.
Goude kouezhadenn Moger Berlin e 1989, an aozadur a voe desachet etrezek disparti Yougoslavia. Eno e voe kaset ar c'hentañ kampagn milourel e Bosnia etre 1992 betek 1995 ha goude-se e Yougoslavia e 1999. Da geñver politikerezh an aozadur a zo gwelet gwelloc'h gant ez izili Pakt Varsovia, ul lod bras anezho o vezañ emezelet en Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel etre 1999 ha 2004.
E miz Even 2022, an Afna en deus 40 000 soudard e reter Europa kenkas ma vefe eus un dagadenn rusian. An hanter eus ar soudarded a zo e Bulgaria, Roumania, Hungaria, Slovakia, ha Polonia. Ar pemp bro-se o deus 259 000 soudard ouzhpenn bet soudarded AFNA. Ouzhpenn nijlu Bulgaria, Spagn n'eus kaset kirri-nij Eurofighter Typhoon, an Izel-vroioù eizh F-35, ha Bro-C'hall hag SUA o deus kaset kirri-nij ouzhpenn.
Etre eo ar sell war an AFNA e-touez poblañsoù ar Stadoù ezel.
Sinerien
- Sinerien gentañ
- Kentañ astenn
- E 1952 e voe astennet an aozadur, evit difenn talbenn gevred ar pezh a veze anvet ar bed frank:
- Eil ha trede astenn
- Riezoù all a yeas e-barzh da c'houde.
- Broioù ar reter
War ar renk evit bezañ e-barzh
- Bosnia-ha-Herzegovina
- 2022 : Sveden ha Finland, a-c'houde Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022[2]
Aozadurioù dammheñvel
|
Notennoù
Gwelit ivez
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.