From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Republik Demokratel Alaman (RDA, en alamaneg: DDR: Deutsche Demokratische Republik), pe Republik Demokratel Alamagn, a oa ur stad european krouet d’ar 7 a viz Here 1949 ha divodet d’an 3 a viz Here 1990, pa voe kendeuzet gant Republik Kevreadel Alamagn (BRD) da vare unvanidigezh Alamagn. Graet e veze anezhi «Alamagn ar Reter» alies.
Deutsche Demokratische Republik Republik Demokratel Alaman | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | Auferstanden aus Ruinen | ||||||
Yezhoù kenofisiel | Alamaneg (Sorabeg e Lusatia) | ||||||
Kêr-benn | Berlin ar Reter (ent-ofisiel: Berlin, Hauptstadt der DDR) | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
108 179 km² < 1 | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
16 350 000 (1990) 115/km² | ||||||
Dieubidiegezh | 1949-1990 | ||||||
Gouel broadel | 7 a viz Here | ||||||
Moneiz | Mark der DDR (DDM) | ||||||
Kod pellgomz | +37 | ||||||
Kenrouedad | .dd (laosket dizimplij) |
Diazezet e voe tiriad DDR war an tachad bet aloubet gant an Arme Ruz goude an eil brezel bed. Da lavaret eo reter Alamagn (harzoù 1937), hep an tachadoù reter da linenn Oder-Neisse, hag a oa bet staget ouzh Polonia hag URSS. Tro-dro da diriad DDR e oa Polonia er reter, Tchekoslovakia er su, Republik Kevreadel Alamagn (BRD) er c’hornôg hag aodoù ar mor Baltek en norzh. E-kreiz tiriad DDR e oa Berlin ar C’hornôg, kelc’hiet gant moger Berlin, 155 km hirder dezhi (43,1 km e diabarzh Berlin). Lec’h uhelañ DDR a oa er menezioù Erzgebirge, war an harzoù gant Tchekoslovakia, e Fichtelberg (1 214 m uhelder).
Etre DDR hag Alamagn ar C’hornôg (BDR) e oa un harz 1 393 km anezhañ. Unan eus lodennoù evezhietañ ar Rideoz Houarn e oa. An holl ziazezadurioù surentez a dape 344 km² eus tachenn DDR, ha bez' e oa 80 500 km orjal dreinek ha 2 230 000 a vinoù. Evezhiet e oa an harz gant 14 000 soudard ha 600 ki. Gwir o doa ar soudarded da dennañ war kement hini en dije klasket tremen dreist d’an harz.
Pa varvas Wilhelm Pieck e voe paouezet gant post “prezidant DDR”(Präsident der DDR) hag e plas e voe aozet renerezh a-stroll Kuzul-Stad DDR (Staatsrats der DDR) renet gant :
Etre 1949 ha 1952 e oa rannet tiriad DDR e pemp Land : Brandenburg, Mecklemburg, Saxe, Saxe-Anhalt ha Thuringen. E 1952 e voe divodet ar stad gevreadel, hag ar pemp Land a voe diframmet. Neuze e voe rannet an tiriad e en 15 Bezirke (pastell-vro) :
Pa voe unvanet Alamagn (Wiedervereinigung, d’an 3 a viz Here 1990) e voe aozet ar pemp Land en-dro. Kemmet e voe o harzoù war bouez nebeut, ha kemmet ivez un nebeud anvioù anezho : Mecklemburg a zeuas da vezañ Mecklemburg-Vorpommen. Anvet e voent stadoù kevreadel nevez (Neue Bundesländer). Berlin a voe unvanet ivez, hag hiziv an deiz eo ul Land (kêr-stad).
Arme vroadel ar bobl (Nationale Volksarmee - NVA) a voe krouet e 1956, goude Bundeswehr Alamagn ar C’hornôg. E 1983 e oa enni 170 000 den. Ul lodenn eus armeoù Feur-emglev Varsovia e oa.
E-kichen Alexanderplatz ez eus ur mirdi ennañ peadra da adkavout aergelc’h DDR. Ennañ e c’haller gwelout traoù arouezius eus ar stad-se, hag e c’haller zoken bleniañ unr c’harr Trabant pa weladenner Berlin ar Reter.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.