Nationale Volksarmee

From Wikipedia, the free encyclopedia

Nationale Volksarmee
Remove ads

NVA (Nationale Volksarmee, arme vroadel ar bobl en alamaneg) a oa anv arme Republik Demokratel Alamagn. Krouet e voe d'an 18 a viz Genver 1956, ha divodet e 1990.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Remove ads
Thumb
Banniel NVA
Thumb
Ardamez NVA. Für den Schutz der Arbeiter un Bauern Macht : Da wareziñ galloud ar vicherourien hag ar beizanted
Thumb
Gwarded eus strollad-gward Friedrich-Engels NVA e-kichen maen-koun gouzañverien ar faskouriezh hag ar soudardegezh e Berlin
Remove ads

Istor

Aozañ un arme e DDR a grogas azalek 1952 : goude aozañ an arme vroadel, polis ar bobl ha meur a framm all e voe krouet NVA d'an 18 a viz Genver 1956. Kement-se a voe graet e diabarzh framm feur-emglev Varsovia, ha dindan levezon URSS. Betek 1962e oa diazezet NVA war an emouestlañ. Pa voe lakaet ret ar servij-soudard e voe enni war-dro 170 000 soudard.

Gant an doare ma oa bet oazet NVA e oa bras pouez politikel SED (strollad komunour) enni. Tost an holl ofiserien ha danvez ofiserien eus an NVA a oa ezel eus SED, hag unan eus ar palioù a oa lakaat kalz izili eus SED e-touez an isofiserien. Hervez pennoù SED e oa NVA benveg galloud renkad al labourerien da wareziñ ha da suraat ar gounidoù sokialour rak tagadennoù an diavaez. NVA a oa ur benveg da zifenn DDR hag ar broioù all a oa e feur-emglev Varsovia. Soudarded NVA ne gemerjont perzh e brezel ebet. Raktreset e voe kas rannadoù eus NVA da bPraha e 1968, met ne oa ket prest NVA hag ouzhpenn e voe soñjet e vije drastus an efed (ma vije bet aozet e vije ar wech kentañ abaoe an Eil Brezel-bed ma vije bet kaset soudarded alaman d'ur vro estren).

Thumb
Banner-luc'hedoù Frog

Er goañv 1981 e voe kaset soudarded NVA e-kichen harzoù Polonia, ha prest e oant da waskañ kement emsavadeg a vije bet kaset gant ur sindikad, met a-benn ar fin ne voe ket roet urzh d'en ober. Meur a wech e voe lakaet soudarded NVA war ziwall : e 1961 pa voe savet moger Berlin, e 1962 da vare ar pennad tenn e Kuba, e 1968 pa'z eas arme URSS da aloubiñ Tchekoslovakia, hag ivez er goañv 1989. Divodet e voe NVA e 1990, hag an diazezlec'hioù, ar staliadurioù hag an armoù a voe roet d'ar Bundeswehr. Al lod brasañ eus diazezlec'hioù NVA a voe serret, hag ul lodenn eus an armoù a voe gwerzhet da Stadoù all, Turkia hag Indonezia en o zouez. Al lod brasañ eus an ofiserien hag an isofiserien a voe lakaet war o leve. Ar re a voe degemeret er Bundeswehr a voe lakaet da bennadjudant, ar pezh a dalveze diskenn a-fet grad. 3 200 eus ar 36 000 ofiser a oa a voe degemeret er Bundeswehr.

Remove ads

Aozadur

Arme-zouar DDR e 1983

  • Koskor : 116 000 den, 69 000 den engalvet en o zouez.
  • Adarme : ?

Aerlu DDR e 1983

Thumb
Ardamez aerlu RDA
  • Koskor : 37000 den : 2 vatailhon harz-lammerien, 15 000 den engalvet, 359 c'harr-nij-brezel.
  • Adarme: 30000 den

Morlu (Volksmarine) DDR e 1983

Thumb
Banniel Volksmarine
  • Koskor : 14 000 den, en o zouez 8 000 den engalvet.
  • Adarme : 25 000 den

Ar stummañ

Skolioù a oa da stummañ an ofsiserien, an isofiserien hag an danvez-ofiserien. Azalek kreiz ar bloavezhioù 1970 e voe aotreet ar sternidi dibabet da vont da studiañ da skolioù ofiserien URSS. Stummet e veze an ofiserien uhel (ha bep bloaz ivez 10 ofiser eus polis ar bobl) en akademiezh arme NVA e Dresden.

Remove ads

Gradoù

Muioc'h a ditouroù Ofiserien-jeneraled NVA, Marschall der DDR ...
Muioc'h a ditouroù Ofiserien NVA, Oberst ...
Muioc'h a ditouroù Danvez-ofiserien NVA, Stabsoberfähnrich ...
Muioc'h a ditouroù Isofiserien NVA, Stabsfeldwebel ...
Muioc'h a ditouroù Soudarded NVA, Stabsgefreiter ...

Levrlennadur

  • Wilfried Kopenhagen, Die Landstreitkräfte der NVA, Motorbuch Verlag, ISBN 3-613-02297-4
  • Siegfried Breyer & Peter Joachim Lapp, Die Volksmarine der DDR, Bernard & Graefe Verlag, ISBN 3-763-75423-7
  • Klaus Behling, Der Nachrichtendienst der NVA, edition ost, 2005, ISBN 3-360-01061-2
  • Bodo Wegmann, Die Militäraufklärung der NVA, Verlag Dr. Koester, Berlin, 2005, ISBN 3-895-74580-4
  • Walter Jablonsky, Die NVA in den Vereinten Streitkräften des Warschauer Paktes. In: NVA - Anspruch und Wirklichkeit… nach ausgewählten Dokumenten. Berlin, Bonn, Herford, 1994


Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads