Pakt Varsovia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pakt Varsovia(Daveoù a vank) pe Emglev Varsovia[1] eo an anv boas a vez graet eus ar Feur-emglev mignoniezh, kenlabour ha kenskoazell, anezhañ ur feur-emglev arme etre 8 stad komunour eus Kreiz ha Retereuropa da vare ar Brezel Yen. Sinet e oa bet e Varsovia, kêr-benn Polonia, d'ar 14 a viz Mae 1955, war atiz an URSS. Ur respont e oa krouidigezh ar pakt-se d'an AFNA (NATO), a oa o paouez ebarzhañ Alamagn ar C'hornaoueg. Divodet eo bet d'ar 1añ a viz Gouhere 1991 e Praha.

Pakt Varsovia
Deiziad krouiñ | 14 Mae 1955 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Договор о дружбе, сотрудничестве и взаимной помощи |
Anvet diwar | Warsaw Treaty |
Testenn ar ger-stur | Union of peace and socialism, Unió de pau i socialisme, Unie míru a socialismu, Союз мира и социализма, Union de paze e sociałismo |
Sez sokial | Moskov |
Foundational text | Warsaw Treaty |
Abeg pennañ | Warsaw Treaty |
Deiziad divodañ | 1 Gou 1991 |
Ardamezioù | coat of arms of Warsaw Pact |
Commanded by | Ivan Konev, Andrei Grechko, Ivan Ignatyevich Yakubovsky, Viktor Kulikov, Pyotr Lushev |
Enebet ouzh | Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel |

Ar sinerien
Sinet e oa bet gant eizh bro:
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
Republik Pobl Sokialour Albania, kuitaet ganti an aozadur e 1968
Republik Pobl Bulgaria
Republik Sokialour Roumania
Republik Pobl Hungaria
Republik Pobl Polonia
Republik Sokialour Tchekoslovakia
Republik Demokratel Alaman (RDA), ebarzhet e 1956.
Notennoù
Liammoù diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.