D'ar 1 Genver 1301 e krog ar XIVvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1400.

Thumb
Diskouez a ra an delwenn-mañ eus ar XIVvet kantved, eus su India, an doueoù Shiva (war an tu kleiz) hag Uma (a-zehou). Miret eo er Smithsonian Institution e Washington (Distrig kêr-benn)
13011302130313041305 13061307130813091310
13111312131313141315 13161317131813191320
13211322132313241325 13261327132813291330
13311332133313341335 13361337133813391340
13411342134313441345 13461347134813491350
13511352135313541355 13561357135813591360
13611362136313641365 13661367136813691370
13711372137313741375 13761377137813791380
13811382138313841385 13861387138813891390
13911392139313941395 13961397139813991400


Darvoudoù

Afrika

  • Goude bezañ kabestret Pennoù ar meuriadoù nes eo krouet rouantelezh Kongo, e-tro deroù ar XIVvet kantved, gant mab unan eus Pennoù rouantelezhig Boungou genidik eus traoñienn Kouango, anvet Ntinu Wene pe Nimi a Lukeni. Diazezañ a ra e gêr-benn e-kreiz e rouantelezh e proviñs Mpemba e kamp milourel Mbali. Alese e loc'ho kuit meur a ergerzhadeg a zisoc'ho war stagadur Nsundi, Mbamba ha Soyo ouzh ar rouantelezh. Paeañ a ra ar rouantelezhioù nes Mpangou ha Mbata un truaj da aotrou Kongo. Kemer a ra ar roue an titl a Manikongo pe Ne-kongo
  • Kemer a ra Môrunta, roue ar Vamumed an titl a mfo rifum ha treuziñ a ra ar Mbam evit astenn e veli war uhelgompezennoù kornôg Kameroun (XIVvet kantved hervez an hengoun, dibenn ar XVIvet kantved pe deroù ar XVIIvet kantved diouzh istorourien zo). War e lerc'h e reno 18 roue all eus an hevelep tierniezh betek an XIXvet kantved, en o zouez Nshare, Mbuembue ha Njoaya.
  • Gouarnet eo ar Wadai, er reter da Ganem-Bornou gant Pennoù enevuhezour a vo erlec'hiet tamm-ha-tamm gant tud deuet eus Darfour. Ren a raio ar re-mañ e-pad ur c'hantved-pad war an tiriad-se, dister e roll a-raok en em dreiñ war-du an Islam er XVIIvet kantved.
  • Sevenadurezh Jebba ha Tadda (mervent Nigeria), war-vord an Niger (XIVvet-XVIIvet kantved). Krouet ez eus er XIVvet kantved gant ur roue mojennel ur rouantelezh a savo diwarni ur sevenadurezh arzel a vo awenet ganti arzourien Ife hag Oyo. Boutin eo etrezo an delwennigoù dezho daoulagad dispourbellet.
  • Krouet meur a Stad-keoded gant Haousaed e su Niger a-vremañ.
  • En em ledañ a ra Implalaeriezh Mali war-du ar c'hornôg ha preizhañ a ra Tekrur.
  • E deroù ar c'hantved eo distroadet e Senegal, an diernitierniezh

ezh vuzulman Toukouleur gant un dierniezh pagan a reno ur c'hantved-pad.

  • En em staliañ a ra an dominigad Bartolomeo de Tivoli e Dongola, e Nubia, e penn-kentañ ar c'hantved d'ar mare ma'z eus anvet ur gouarnour muzulman gant Sultaned Kaero. E-tro an hevelep koulz e ra kazeg ar Genoad Leone Vivaldi en e strivoù evit tizhout Abisinia.
  • Kregiñ a ra labourioù ar Glozadenn Vras e Zimbabwe Veur. Savet eo ar voger gant mein sav disimant. Brasjediñ a reer e sav poblañs kêr etre 10 000 ha 40 000 a dud.
  • Bog kontouer arab Pate e reter Afrika.

Amerika

  • Heuliad bloavezhioù glavek e mervent ar Stadoù-Unanet adal 1300 hag e-pad ar XIVvet kantved a-bezh.
  • En he bleuñv emañ ar rouantelezh Chimú, war arvor norzh Perou (1300-1440); en em astenn a ra Chan Chan, ar gêr-benn, war ouzhpenn 20 Km².
  • 1325 : Argaset dre heg eus o lec'hiadurioù kent e tiviz an Azteked krouiñ kêr Tenochtitlan.
  • Diazezadur kentañ e Cuzco.

Azia

  • Etre 1300 ha 1600 en em zrailh Pennoù Bhoutan betek ma tegouezho ar galloud gant un Dharma raja, Penn speredel, hag un Deb raja, e-karg eus aferioù ar bed.
  • Evit ar wech kentañ e teu Singapour da vezañ ur c'hreñvlec'h kenwerhel dezhañ un tamm pouez bennak.
  • 1368 : Dibenn tierniezh vongol Yuan e Sina, deroù tierniezh Ming
  • Tizhet Terengganu war Gourenez Malazia gant an Islam.

Europa

  • 1315-1317 : Lazhet milionoù a dud gant an naonegezh vras
  • 1337 : Deroù Brezel ar C'hant Vloaz pa zeu Edouarzh III Bro-Saoz da c'houlenn tron Frañs.
  • 1347 : Falc'het eo un drederenn eus poblañs Europa gant ar vosenn zu (1347 - 1351).
  • 1378 : Kregiñ a ra Skism Meur ar c'hornôg; a-benn ar fin e vo tri Pab o ren war un dro.
  • Tremen a reer eus Marevezh klouar ar Grennamzer da Oadvezh Bihan ar Skorn
  • Goveliañ a ra ar barzh Petrarch an droienn Oadoù teñval evit deskrivañ an 900 vloavezh aet hebiou en Europa abaoe diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg e 410 betek lusk nevez an Azginivelezh.
  • Deroù emled an Impalaeriezh Otoman er Balkanoù
  • Treuzkas a ra Pabelezh Avignon sez ar Bibien eus Italia da Frañs
  • Buhez Bouda troet gant Sant Yann Damask e gresianeg a zeu da vezañ ken brudet er bed kreisten dre istor Barlaam ha Josaphat ma vez lakaet Bouda da sant gant an Iliz katolik dindan an anv a Sant Josaphat.
  • War-dreuzoù ar c'hantved en em gav ar Romed en Europa en ur dremen dre Vro-C'hres. Loc'het kuit eus hanternoz India (XIvet kantved), e c'haller heuliañ o dilec'hiadeg a-drugarez d'an amprestoù persek, kurdek pe c'hresianeg a gaver e rannyezhoù romek Europa.Chom a reont e Gres e-tro ur c'hantved a-raok dezho dont d'en em staliañ un tamm dre-holl er c'hevandir. A-benn deroù ar XVIvet kantved e vo bet tizhet an holl vroioù ganto, betek Rusia, Skandinavia, Inizi Breizh-Veur ha Spagn zoken.
  • Gounit a ra Skosiz o dizalc'hiezh er brezel.
  • Sevel a ra disivoud Lollardy e Bro-Saoz
  • Emsavadegoù kouerien e Bro-Saoz
  • Pemp Stad zo mestr war Italia : Republik Firenze, Republik Venezia, Dugelezh Milan, Stadoù ar Pab ha Rouantelezh Naplez. Emañ o foblañs etre 800 000 ha daou vilion a dud. Chom a ra ar c'hêrioù bihanoc'h evel Lucca, Genova, Siena, Mantoua pe Ferrara, dindan levezon bolitikel at Stadoù brasoc'h.
  • Adunanet Polonia gant Ladislav I Polonia
  • Trevadennerezh valak e kornbroioù meneziek reter Slovakia a-hed ar c'hantved. Dre o mesaerien e vo talvoudekaet ar menezioù hag an traoñiennoù chomet poblet nemeur betek neuze. Broudet e vezont gant aotrounez lec'hel. Ganto en em led lid Reizhkredennek ar reter.
  • En em aozañ a ra Noblañsoù Bohemia war batrom an Noblañs alaman. Graet e vez an diforc'h etre Noblañs Uhel ar "Varoned", anezho skoazellerien eeun ar roue ha Noblañs izel ar varc'heien anvet (Ritter, rytiři). Evel en Alamagn, eo aet war-raok kevredadur ar gevredigezh abaoe an XIIvet kantved. Koulskoude e chom bev henvoazioù lec'hel evel "gwir an douar" (jus terrae, zemské právo), hag ur renkad tud dizalc'h a zeuio da vezañ marc'heien. Er XIVvet kantved eo erlec'hiet ar županed kozh gant ar renkad nobl. Heverk eo skouer an tiegezh Vitkovci dezhañ douaroù bras ha gladdalc'hoù e Bohemia ar su hag e Bavaria. Ha pa vefe tchek a orin eo kar dre ar gwad gant brientinelezh Bavaria.

Okeania & Meurvor Habask

  • Kresk poblañs ha brezelioù dizehañ war enez norshañ Zeland-Nevez goude 1300. Digresk er boblañs hag en niver a lec'hiennoù war enez ar su.
  • Diouennet gant ar Vaoried an evn meur moa ha meur a spesad loened all dre forzh hemolc'hiñ anezho ; en enez an hanternoz emañ bremañ ar bevañs war goust al labour-douar hepken (patatez dous, gwrizioù raden).

Reter Nesañ

Tud dibar

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

Roll ijinadennoù ar XIVvet kantved

  • An eurier mekanikel
  • Teknik ar stammañ
  • E deroù ar XIVvet kantved e tizolo ar Genoad Lanzarote Malocello div enez eus enezeg Kanariez.
  • Gwellaet ar stern gwiadiñ en Italia an Hanternoz, e Flandrez hag e Bro-Saoz.
  • Krouet daou ofis nevez e Bro-Saoz : ar Gward-Robenn, e-karg da lakaat sevel bagadoù ar roue en e stourm a-enep d'ar Varoned hag Ofis ar siell brevez a wirieka aktaoù an Aotrou bet divizet gantañ er-maez eus ar c'huzul zo dindan beli an noblañsoù.

Armerzh & Kevredigezh

  • Diorren a ra al labour-douar e traoñienn ar stêr Sant-Laorañs e Kanada.
  • Diskouez a ra bered Sanga, e reter Kongo diforc'hioù etre ar renkadoù tud. A-raok 1300 e kaver prierezh ha traezoù metal, en o zouez bravigoù kouevr eztennet 300 km pelloc'h er su e Kansashi ha Kipoushi. Diwezhatoc'h e vo kavet eno marc'hadourezh enporzhiet ivez : kregin-porselen, perlez gwer, prierezh fin, tolzennoù kouevr kroazneuziek ha gongoù houarn.
  • 54 milion a dud o chom e kornôg Europa.
  • E deroù ar c'hantved e vez ezporzhiet ingal 850 000 hektolitr gwin gant Bourdel war-du hanternoz Europa, ha Bro-Saoz peurgetket, a-drugarez da listri Breizh zo mestr war ar c'henwerzh kas-degas er mor Atlantel.
  • War-gil ez a ar gwiniegi e Breizh-Veur.

Arz & Sevenadur

  • Reiñ a ra an Trecento un tañva eus ar pezh a vo Azginivelezh Italia.
  • Moskeenn brikennoù ruz Djenne
  • Sevel a ra ternelezh Shirazi Kiloa (reter Afrika) ur palez meurdezus, "Houssouni Kouboua".

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.