Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Tenochtitlan, anvet ivez Mec'hiko, a oa kêr-benn an Impalaeriezh aztek, dezhi etre 8 ha 13,5 km² gorread. Diazezet e oa war-dro 1325 war un enezennig e-kreiz al lenn Texcoco. Diskaret e oa bet gant ar Spagnoled en un doare sistematek war urzh Hernán Cortés a lakaas sevel ur gêr nevez war ar memes lec'h.
Da-heul dizoloadenn Amerika e 1492 gant Kristol Goulm a oa o klask un hent kenwerzh nevez evit kavout marc'hadourezhioù prizius, aour ha spisoù, e krogas neuze ur redadeg etre Stadoù trevadennel brasañ ar mare, Portugal ha Spagn, evit kenwerzhiñ, trevadenniñ ar c'hevandir nevez, avielañ ar pobloù "gouez" hag evit pinvidikaat o impalaeriezh.
A-raok donedigezh ar Spagnoliz edo an Dolteked, aet diwar-wel war-dro ar bloavezh 1200, o vevañ war dachenn Mec'hiko a-hiziv. Er XIVvet kantved e tiskennas ur miliad Azteked, renet gant Tlacatecuhtli, eus an Norzh hag en em staljont e 1325 e Tenochtitlan, e-kreiz al lenn Texcoco, en un draonienn, en ul lec'h aes da zifenn, goude bezañ bet gwelet un erer war ur gaktuzenn en e skilfoù ur fiezenn Barbaria, hervez ar vojenn. E 150 bloaz e teuas ar bobl vrezelour-se da vezañ mestr war ar meuriadoù amezek, oc'h implijout gouiziegezhioù an Dolteked a veze sellet oute evel o hendadoù gant an Azteked. Tenochtitlan a zeuas da vezañ kêr-benn un impalaeriezh a 10-15 milion a annezidi, renet gant an Tlaoni. Betek 300 000 annezad a oa o chom enni. Komz a raent nahuatl, skrivañ gant hieroglifoù hag studiañ an astronomiezh. Krediñ a raent e meur a zoue, da skouer: Tlaloc (doue ar glav), Quetzalcoatl (ar sarpant pluñvek) ha Huitzilopochtli (doue ar brezel). Hervezo e oa ret o magañ evit daleañ fin ar bed.
E penn un arme a 400 soudard, 15 marc'h, ha 10 kanol e oa Hernan Cortez pa erruas e 1519 e Kreizamerika. Un emglev a vignoniaj a dremenas gant an dTlaxkalteked, enebourien an Azteked. Pa antreas en Tenochtitlan er memes bloavezh da gejañ gant an impalaer Moktezuma II e voe sebezet o welet ar marvailh-se er gwernioù, gwarezet gant stankelloù, enni temploù, palezioù, ul lusk ekonomikel fonnus, ar marc'hadourezhioù nevez, lod anezhe gouestlet d'an noblañs; ar maiz, ar chokolad... Heuget e voe ivez o welet sakrifisoù tud a oa sañset gwareziñ an azteked rak ar gwalleurioù. Dinec'h e oa an Azteked o krediñ e oa kaset an estrañjourien-se gant o doueed. E gaou e oa rak aloubiñ a reas ar Spagnoliz Tenochtitlan ur wech kentañ, met argaset e voent. Un eil gwech e teujont a-benn da aloubiñ Tenochtitlan e 1521. Ouzhpenn sikour miliadoù a soudarded tlaxkaltek e oa abegoù all d'o zrec'h:
• Stennadurioù a oa e diabarzh an impalaeriezh aztek abalamour d'ar pobloù sujet dezho
• Ne anaveze ket an Azteked ar rod nag an houarn, o armoù a oa e mein hag e mein-gwer, hobregonet e oant gant dilhad kotoñs ha gwaregoù o doa hepken.
• En tu all o doa ar Spagnoliz kezeg, klezeioù, kanolioù hag akebutoù, hag hobregonet e oant gant pezhioù houarn.
• Ar stroñs mikrobian a lazhas kalz a amerindianed.
E pevar bloavezh e oa bet distrujet un impalaeriezh meurdezus. Diskaret voe templ Huitzilopochtli evit sevel un iliz-veur en e blas. Dont a reas Fransiskaned, ha Dominikaned (avielourien) e 1523 evit stourm ouzh ar relijion aztek. Hispanizet voe ar pobloù-se er memes amzer o koll eta o lidoù, o gizioù, o relijion, o frankiz. Eus war-dro 12,5 milion a dud e tremenas ar boblañs da 1 milion e 1650, abalamour d'ar brezelioù, d'ar sklaverezh, ha d'ar c'hleñvedoù. Suj e chomas Mec'hiko d'ar Spagnoliz betek 1821.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.