Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kameroun (Cameroun e galleg, Cameroon e saozneg, Kamerun en alamaneg) zo ur stad eus kreiz Afrika. En-dro dezhi emañ Nigeria er gwalarn, al lenn Tchad en norzh pellañ, Bro-Tchad er biz, ar Republik Kreizafrikan er reter, Republik Kongo er gevred, Gabon ha Ginea ar C'heheder er su. Digor eo war Pleg-mor Ginea er c’hornôg. Yaoundé eo ar gêr-benn, met Douala eo ar gêr vrasañ ; o-div zo enno tremen ur milion a annezidi.
République du Cameroun Republic of Cameroon Republik Kameroun | |||||
| |||||
Ger-stur : Paix - Travail - Patrie Peace - Work - Fatherland (Peoc'h - Labour - Mammvro) | |||||
Kan broadel: Ô Cameroun, Berceau de nos Ancêtres O Cameroon, Cradle of our Forefathers (O Kameroun, kavell hon hendadoù) | |||||
Kêr-benn | Yaoundé | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Douala | ||||
Yezh(où) ofisiel | Galleg, Saozneg | ||||
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Paul Biya | ||||
- Kentañ Ministr | Joseph Dion Ngute | ||||
Dizalc'h | diouzh Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet | ||||
- Deiziad | 1 Genver 1960 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 475.442 km² (53de) | ||||
- Dour (%) | 1,3 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2005 | 16.322.000 () | ||||
- niveradeg 2003 | 15.746.179 | ||||
- Stankter | 34/km² (167vet) | ||||
PDK (PGP) | 2005 (istimadur) | ||||
- Hollad | $43,196 miliard (84re) | ||||
- Keidenn | $2.421 (130vet) | ||||
FDD (2006) | 0,506 (krenn) (144re) | ||||
Moneiz | Lur CFA (XAF ) | ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+1) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | n'eus ket (UTC+1) | ||||
Kod kenrouedad | 237 | ||||
Kod pellgomz | +.cm |
Ar moraer portugalat Fernão do Pó erruet en aber ar stêr Wouri e 1472 a anvas anezhi "rio dos Camarões", stêr ar chevr, abalamour d'ar bernioù bras a Lepidophthalmus turneranus .
Kalzik a venezioù zo er vro. Ar menez uhelañ eo ar menez Kameroun (4 070 m), ur menez-tan nepell diouzh aod Pleg-mor Ginea. Ribl kreisteiz al lenn Tchad zo e Kameroun hag eno eo kalz sec’hoc’h an amzer. Diseurt eo dremmoù ar vro, ken eo bet lesanvet e galleg "l’Afrique en miniature".
Trevadennet e oa bet Kameroun gant an Alamaned en XIXvet kantved.
Goude ar Brezel-bed kentañ e voe fiziet an darn vrasañ eus an drevadenn alaman e Bro-C'hall hag ul lodenn vihanoc’h, er gwalarn, er Rouantelezh Unanet.
E 1961 e voe embannet dizalc’hiezh Kameroun, ganet diwar unvaniezh Kameroun c’hall hag al lodenn su eus Kameroun saoz. Republik Kevreadel Kameroun krouet evel-se a voe treuzfurmet en ur Republik Unvan e 1972. Abaoe 1984 ez eo Republik Kameroun, hepmuiken, anv ar stad (République du Cameroun e galleg ha Republic of Cameroon e saozneg), ha div yezh ofisiel zo ganti, ar galleg hag ar saozneg, yezhoù an drevadennerien gent.
Ur vro sioul ha stabil a-walc’h eo Kameroun ha diorroet eo al labour-douar hag an hentoù, kenkoulz ha greanterezh an tireoul. El lodenn eus ar vro a oa bet e dalc’h Breizh-Veur ez eus un emsav a stourm ouzh ar stad kreiz avat.
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.