Kab Glas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kab Glas, pe Republik Kab Glas (portugaleg : Cabo Verde ha República de Cabo Verde[2]) zo un enezeg hag ur Stad er Meurvor Atlantel en inizi a-vaez da aod Gourenez ar C'hab Glas, e Senegal, en Afrika.
Evit ar beg-douar war an douar bras, gwelet Gourenez ar C'hab Glas
Remove ads
Didud e oa an inizi betek 1456, pa zeujont da vezañ un drevadenn eus Portugal. Ur Stad dizalc'h a voe savet e 1975.
Dont a ra anv ar vro eus Gourenez ar C'hab Glas, a-dal dezhi, war douar-bras Afrika, nemet honnezh a zo e Republik Senegal.
Remove ads
Istor
Erruet e oa an drevadennerien bortugalat kentañ e Santiago e 1462. Diazezañ a rejont Ribeira Grande (Cidade Velha hiziv), ar gêr europat kentañ en ur vro drovanel[3]. Int eo a anvas an inizi Cabo Verde, anv ar c'hab nesañ war aod Senegal[4]. Pinvidik-mor e oa an enezeg e-pad ar XVIvet kantved abalamour da genwerzh ar sklaved[3]. Argaset e veze, gwechoù 'zo, gant morlaeron ha preizhet e oa bet gant Sir Francis Drake e 1585[3]. Goude un argad gall ez eas ar gêr war digresk hag erlerc'hiet e voe gant Praia a yeas da gêr-benn e 1770[3].
Remove ads
An inizi
- Inizi Kab Glas
- Praia do Tarrafal en Enez Santiago
Rannoù melestradurel
Rannet eo ar C'hab Glas etre 22 gumun (concelhos).
![]() | |
|
|
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads