Enez Santiago (Kab Glas)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Enez Santiago (Ilha de Santiago e portugaleg) eo enezenn vrasañ Kab Glas, 991 km² eo he gorread. Etre an inizi Fogo ha Maio emañ, er Meurvor Atlantel. Ouzhpenn an hanter eus poblañs ar vro zo o chom e Santiago (war-dro 240 000 den).



Istor
Dizoloet e voe e 1460 ha savet e voe ur gêr, Ribeira Grande (Cidade Velha hiziv), hag a zeuas da vezañ unan eus pinvidikañ kêrioù rouantelezh Portugal abalamour da genwerzh ar sklaved. E 1770 e voe lakaet Praia da gêr-benn an enezeg.
Skeudennoù
- Órgãos
- Stankell Poilão
- Parkeier en Achada Falcão
- Straed e São Domingos
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.