Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Inizi Tchagos pe Inizi Chagos (saozneg: Chagos Archipelago: LFE [ˈtʃɑːɡoʊs] pe [ˈtʃɑːɡəs]; Foalhavahi e dhivehieg, Phehandweep फेहंद्वीप e hindieg hag e yezhoù all Norzh India, Paeikaana Theevukal பேகான தீவுகள் e tamileg) a zo un enezeg perc'hennet gant ar Rouantelezh-Unanet, hag a ya d'ober, ent-politikel, Tiriad Meurvor Indez Breizh-Veur. Emaint er su da Inizi Maldivez, ur 500 km ac'haleshont, e Meurvor Indez. Seizh atoll a zo gant un tri-ugent enezenn bennak, hag ur bern kerreg kouralek all.
Dont a ra an anv Tchagos (distagadur saoznek an "ch") eus an anv portugalek Bassas de Chagas[1].
Kemeret e oa bet an inizi gant Breizh-Veur goude trec'het Napoleone Buonaparte. Er bloavezhioù 1960 e oa krog da sevel tachenn kirri-nij Diego Garcia evit he feurmiñ d'ar Stadoù-Unanet: evel-se eo o deus gallet mont aesoc'h da vombeziñ Afganistan hag Iran, a zo 4 000 km alese. Evel-just eo kuzh an dachenn, hag etre 1966 ha 1973 edo listri Bro-Saoz o kas tud Inizi Tchagos da Enez-Voris pe Sechelez ouzhpenn 1 000 km eus o inizi. Laosket int bet war ar c'haeoù hep displegadenn nag esper da zistreiñ biken. Klasket o deus an dud-se adkavout o gwirioù met kollet o deus o frosezioù.
Arc'het eo an enezeg gant Moris (un darn eus an tiriad-se e oa betek dizalc'hidigezh ar vro) hag ivez gant ar Tchagosianed(Daveoù a vank), an dud a oa o chom eno a-raok 1970.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.