Napoleon Iañ

penn-ar-stad Bro-c'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Napoleon Iañ

Napoleone Buonaparte, anvet ivez Napulione Buonaparte e korseg, Napoleone (di) Buonaparte en italianeg, hag anavezet dreist-holl dindan e anv gallek Napoléon Bonaparte, anvet goude-se impalaer Napoleon Iañ (ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu, Korsika hag aet d'an anaon d'ar 5 a viz Mae 1821 war enezenn Santez-Helena), a oa bet da gentañ soudard, a-raok bezañ jeneral, dispac'her hag impalaer ar C'hallaoued.

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Reizh pe jener ...
Napoleon Iañ
Thumb
den
Rann eusNapoleon I of France and Josephine 
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall 
Anv e yezh-vamm an denNapulione Buonaparte 
Anv ganedigezhNapulione Buonaparte, Napoleone di Buonaparte 
Anv-bihanNapoléon 
Anv-familhBonaparte 
Deiziad ganedigezh15 Eos 1769 
Lec'h ganedigezhAiacciu 
Deiziad ar marv5 Mae 1821 
Lec'h ar marvLongwood House 
Doare mervelabeg naturel 
Abeg ar marvkrign-bev ar stomog 
Lec'h douaridigezhCathédrale Saint-Louis-des-Invalides, Valley of the Tomb 
TadCarlo Buonaparte 
MammMaria Letizia Ramolino 
PriedJoséphine de Beauharnais, Marie-Louise Aostria 
BugelNapoleon II, Charles Léon, Alexandre Colonna-Walewski, Eugen Megerle von Mühlfeld, Jules Barthélemy-Saint-Hilaire 
KarCamillo Borghese, 6th Prince of Sulmona, Stéphanie de Beauharnais, Eugène de Beauharnais, Napoleon III 
Familhtierniezh Bonaparte 
Yezh vammkorseg 
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, korseg 
Yezh implijet dre skridgalleg 
KargEmperor of the French 
Bet war ar studi eÉcole Militaire 
Lec'h annezSaint Helena, Aiacciu, Pariz, Elba 
Deroù ar prantad labour1789 
Dibenn ar prantad labour1821 
RelijionKatoligiezh, deism 
Kleñveddrougsant 
HandednessKleizard 
Perzhiad eDispac'h Gall 
Grad miloureljeneral brigadenn, jeneral divizion 
BrezelBrezelioù Napoleon, Brezelioù an Dispac'h Gall 
Diellaouet gantLouis Round Wilson Library, Servij istorel an Difenn 
Ezel eusFrench Academy of Sciences 
Darvoud-alc'hwezTaol-stad an 18 miz ar Vrumenn, coronation of Napoleon I 
Present in workCivilization V 
Deskrivet en URLhttps://www.canonvannederland.nl/napoleon, http://www.digiporta.net/index.php?id=309925800 
Deskrivet dreThe Emperor Napoleon in His Study at the Tuileries, Napoleon I on his Imperial Throne, Bonaparte at the Pont d'Arcole 
MountVizir, Marengo, Q3204197 
Rummad tostCategory:Cultural depictions of Napoleon 
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken 
Serriñ

Eus un tiegezh korsat e teue Buonaparte, newazh e engouestlas en arme c'hall e-pad an Dispac'h gall. Du-hont e tiskouezas e ampartiz milourel dispar. Ar vrezeliadenn en Italia hag en Egipt a reas e vrud da-vat. An degouezh-mañ a roas an digarez da gemer galloud ar vro dezhañ en ur ober taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn (9 a viz Du 1799) ha mont da goñsul. Adal 1799 betek 1804 e oa-eñ rener e-touesk ar gonsuled e-pad ar c'hentañ Republik c'hall ha kenderc'hel a reas da vezañ e penn ar vro betek 1814 evel impalaer ar C'hallaoued, o staliañ ur renad diktatourel.

Dre veur a adreizh, evel da skouer krouadenn ar Code civil ("kod keodedel"), en deus diazezet framm melestradurel Bro-c'hall a zo bet miret betek hiziv an deiz hag en deus bet ur pezh-mell levezon war broioù all Europa. Adal 1805 e teuas da vout Roue Italia hag etre 1806 ha 1813 e oa anvet "Diwaller kengevread ar Roen". Lakaet en devoa kerent ha tud nes dezhañ war kadorioù ar monarkiezhioù estren. Goude divodadur an Impalaeriezh santel roman german e oa ur gudenn vras dezhañ gouzout penaos aozañ ha frammañ holl Europa ar C'hreiz. Soñjal a rae e unvaniñ Europa a-bezh en ur stad kreñv, met un harz a-bouez en devoa kejet gant Spagn da gentañ, Alamagn ha Rusia dreist-holl.

Ar vrezeliadenn a-enep ar Rusianed a voe ur gwalleur du dezhañ hag e arme. Krogiñ a reas un diskar dezhañ da neuze gant Brezeliadenn alaman 1813 (anvet eo "Brezeliadenn dieubidigezh" gant an Alamaned) hag e echuas gant faezhidigezh Buonaparte hag e zistaolidigezh. Goude ur prantad amzer o chom e Elba e tistroas da Vro-C'hall evit Ren ar C'hant Devezh, betek ma tegouezhas emgann Waterloo a echuas e ren e 1815. Kaset e voe da Santez-Helena evit peurrest e vuhez gant ar Saozon. Milionoù a Europeiz a varvas abalamour d'e vrezelioù.

Goude e varv e voe savet mojenn an « den meur » gant politikourien ha skrivagnerien dreist-holl. Ul luskad politikel awenet gantañ a zo e Bro-C'hall zoken : ar bonapartouriezh.

E vuhez

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugale

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli. Met pa voe diskaret ar Republik korsat e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounid an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleone.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas bev 8 anezho :

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed(Daveoù a vank).

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII

Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a voe ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar politikerezh.

Ren ar C'hoñsul

Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur politikel ganet diwar Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn‎. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a lakaas war-wel un doare ren aotrouniek, tri c'hoñsul en e benn, met en gwirionez unan nemetken, Napoleon Bonaparte, hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.

Ren ar C'hoñsul a badas betek an 28 a viz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha disklêriadur ar c'hentañ impalaeriezh.

Impalaer ar C'hallaoued

Impalaeriezh C'hall Kentañ a vez graet eus ar renad-nevez-se. Kalz iriennoù a oa savet evit muntrañ Bonapart. Ur splet e oa evitañ evit staliañ ur renad impalaerel diwar skouer Henroma.

Distro eus Elba

D'an 20 a viz Meurzh 1815 e oa distro d'e balez, an Tuileries. Davout a voe anvet d'ober war-dro ar brezel. Ha Fouché war-dro ar polis.

Harlu

E 1815 e voe harluet da Saint Helena. C'hwec'h vloaz a vevas eno, ha mervel a reas e 1821.

Goude e varv

E 1840 e teuas a-benn ar gouarnamant gall da advroañ korf Napoleone Buonaparte eus Santez-Helena da Vro-C'hall. Ul lid meurdezus a zo aozet evit degemer ar relegoù. Da geñver an deiz-se e voe advroet korf e vab, an "Ererig", d'ar 15 a viz Kerzu 1940, eus Aostria da Bariz.

Anvet pe adanvet eo savadurioù a bep seurt en e enor en XIXvet kantved, e Pariz dreist-holl, evel pont Austerlitz, kae Austerlitz, porzh-houarn Austerlitz, bali an Arme Vras, bali Iena...

Tud levezonet gantañ pe anvet diwarnañ

  • ar marichal Mic'hail Toukhatchevski, marichal soviedel lesanvet « ar Bonapart ruz », enullet gant Stalin e 1937 e-pad ar Spurjadennoù Bras.
  • awenet ha bamet zoken e oa Adolf Hitler gant an impalaer hag e « oberenn », da skouer ar brefeded. Pa'z eas da Bariz d'an 23 a viz Even 1940 e voe un dudi dezhañ gwelout e gwir ar gêr muiañ-karet[1]. Mont a reas d'an Invalides, da stouiñ ha da brederiañ dirak bez Buonaparte e-pad meur a vunutenn. Disklêriañ a reas goude e voe « brasañ ha kaerañ koulz e vuhez ». Divizout a reas ur prantad goude, e miz Kerzu 1940, lakaat relegoù mab an impalaer, an « Aiglon », treuzlec'hiet eus Vienna da Bariz, evit lidañ 100 bloaz advroadur bez an tad da Vro-C'hall[2]
  • kopiet en deus Jean-Bedel Bokassa lid-sakr Napoleone Buonaparte evit e sakr dezhañ evel impalaer e 1977 e Bangui, kêr-benn ar Republik Kreizafrikan. Paeet e voe al lid cheuc'h-se gant Bro-C'hall[3]
  • José Napoleón Duarte (1925-1990), diktatour eus San Salvador.
  • Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre Malaysia ha Bro-C'hall : afer Altantuyaa.

Ar skrivagner ha diplomat italian Kurt Suckert (1898-1957) en doa dibabet e anv-pluenn Curzio Malaparte ("eus an tu fall") evel un troatad-fri da anv-tiegezh an diktatour gall, peogwir e talv Buonaparte kement hag "eus an tu mat".

Enorioù

Roet gantañ e-unan pe gant e niz Napoleon III :

  • Napoléonville, un anv roet da Bondivi gant ar melestradurezh gall dindan Napoleon I ha Napoleon III
  • ur gêriadenn eo ivez e Louiziana
  • adanvet e oa Mirdi al Louvre "Mirdi Napoléon" e 1803
  • Saint Napoléon a oa Gouel broadel Bro-C'hall da vare Napoleon I ha Napoleon III
  • île Bonaparte a oa anv ar Reünion e-pad ren Napoleon I
  • Napoleon, ur pezh moneiz aour gall

Roet goude e varv :

  • Diazezadur Napoléon, ur gevredigezh c'hall disklêriet a dalvoudegezh foran e 1986
  • Napoléon, ur gomedienn war gan gant Serge Lama
  • meur a film ha lestr zo bet anvet Napoléon

Buonaparte el lennegezh

Gwelout ivez

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.