Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, er bloavezh VIII (9 a viz Du 1799), kaset da benn gant Napoleon Bonaparte hag e harperien, a zo un darvoud istorel a lakaas fin d'ar Bodad-ren ha d'an Dispac'h gall, anezhi derou mare Ren ar Goñsuled[1] a bado betek 1804 pa voe anvet Napoleone Buonaparte da impalaer an Impalaeriezh c'hall kentañ.
Rann eus | Dispac'h Gall |
---|---|
Anvet diwar | 18 Brumaire |
Stad | Kentañ Republik c'hall |
Lec'h | Pariz |
Daveennoù douaroniel | |
Deiziad | Du 1799 |
Deiziad kregiñ | 9 Du 1799 |
Deiziad echuiñ | 10 Du 1799 |
Perzhiad | Napoleon Iañ |
Efed | Konsulad |
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn VIII a zo bet aozet e ti Joséphine de Beauharnais, er straed Chantereine e Pariz, hiziv-an-deiz etre straed an trec'h ha straed Châteaudun.
Pazennadur an taol-stad a zo bet rakwelet evel-henn :
Emmanuel-Joseph Sieyès a zo enaouer pennañ taol-stad an 18 a viz Brumenn bloavezh VIII. Ar c'hoant a oa savet ennañ da reiñ lam da Vonreizh ar bloavezh III, siwazh dezhañ e vije ret da c'hortoz dre ma ne c'hell ar vonreizh-se bezañ kemmet nemet bep 9 bloaz. Setu penaos e sav ar soñj da seveniñ un taol-stad. An aotrou Sieyès n'eo ket paotr ar gwall-skouerioù, onest eo ha ne glask ket bezañ mestr war ar Reveulzi evit e vrud memes ma fell dezhañ kaout ur post uhel er renad politikel nevez a vefe goude an taol-stad.
D'ar 17, mintin abred, penn milourel Pariz, rejimantoù ar gwarnizon, adjudanted an 48 kevrenn a zo galvet d'en em vodañ an devezh war-lerc'h da 7 eur mintin e straed Chantereine, hiziv-an-deiz etre straed an trec'h ha straed Châteaudun, lec'h ma oa lojeiz Napoleon Bonaparte.
Ofiserien uhel niverus gant o unwiskoù lid a erru e ti Napoleon Bonaparte, straed Chantereine (adanvet en e enor rue la Victoire). Bonaparte a zegemer anezho en ur livañ ur skeudenn eus Bro-C'hall du-pod: ar re « pékins », an « avocaillons » o dije lakaet ar Frañs da vont d'ar strad.
Lakaet e vez war-raok en deus Napoleon Bonaparte saveteet ar Frañs. Deiziadoù kentañ Ren ar Gonsuled a vezo diazezet war ar mennozh-se.
Pobl Pariz a ijin un droienn fentus: "Na petra zo er vonreizh? Bonaparte zo e-barzh...". Napoleon Bonaparte ne oa ur c'hleze nemetken er steuñv hag hervez selloù enaouerien an taol-stad met siwazh dezho, taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn a zo evit an holl (a-du pe get) oberenn Bonaparte. Gwelet e oa an aozadur politikel nevez evel unan savet ha frammet tro-dro dezhañ nemetken.
Diskleriet e voe gant Napoleon an deiz-se: "Keodedourien, ar Reveulzi a zo stabilaet adal ar pennaennoù a zo bet mammenn, echuet eo"[3].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.