Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Burundi zo ur vro vihan e-kreiz Afrika, e rannvro al Lennoù Bras. Emañ etre Rwanda en norzh, Tanzania er reter hag er gevred, al Lenn Tanganyika er gevred, ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg. Bujumbura eo ar gêr-benn. Kar eo anv ar vro da hini ar yezh pennañ a gomzer enni, ar yezh kirundi.
Republika y'u Burundi République du Burundi Republik Burundi | |||||
| |||||
Ger-stur : Unité, Travail, Progès (Kirundi) "Unité, Travail, Progrès" (Galleg) | |||||
Kan broadel: Burundi bwacu | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Bujumbura
| ||||
Yezh(où) ofisiel | Kirundi, galleg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Évariste Ndayishimiye | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 27 830 km² (145vet) | ||||
- Dour (%) | 7,8% | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2005 | 7 548 000 () | ||||
- niveradeg 2008 | 8 053 574 | ||||
- Stankter | 289/km² (43vet) | ||||
Moneiz | Lur Burundi (BIF ) | ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+ 2) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | (UTC+ 2) | ||||
Kod kenrouedad | .bi | ||||
Kod pellgomz | +257 |
Ur rouantelezh dizalc’h a oa bet e Burundi adalek ar XVIvet kantved. E 1903 e teuas da vezañ un drevadenn alaman, ha fiziet e voe e Belgia goude ar Brezel-bed kentañ, a-gevret gant Rwanda. Ruanda-Urundi a chomas dindan melestradurezh Belgia, en anv Kevre ar Broadoù da gentañ, hag en anv Aozadur ar Broadoù Unanet, goude an Eil Brezel-bed. E 1962 e teuas Burundi da vezañ dizalc’h, e stumm ur rouantelezh adarre. E 1966 e voe embannet ar republik. Er bloavezhioù 1970, 1980 ha 1990 adarre, e oa bet lazhadegoù Tutsied ha marvet e oa miliadoù a dud.
E miz Eost 2008 e voe aozet un niveradeg eus poblañs Burundi, ar pezh na oa ket bet graet abaoe 1990. E-korf 28 vloaz e oa kresket kalz ar boblañs ha tremenet eus 5 292 793 a dud e 1990 da 8 053 574 a dud e 2008.
Rannet eo Burundi e 17 proviñs, a-anv gant o fennlec'h :
Dilennet eo Pierre Nkurunziza da brezidant e 2005, hag addilennet e 2010. E 2020 e varv e embreg e garg, d'an oad a 55 bloaz. Pascal Nyabenda, kador ar Vovadenn Vroadel, a gemer e lerc'h. Dilennet eo Évariste Ndayishimiye da brezidant ar Republik en dro gentañ gant 68,72 % eus ar mouezhioù.
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.