Priscus Attalus a ya da dagañ Ravenna gant un arme hanter roman hag hanter wizigot. Mes skoazelloù zo roet da Honorius gant e genderv Theodosius II, impalaer ar Reter, hag a gas 4000 den dezhañ; gant Valens hag a chench tu un eil gwech; gant Heraclianus, gouarnour ur rannvro eus Afrika. Priscus Attalus ne c'hall ket mont pelloc'h.
D'ar 24 Eost 410, hag e-pad tri deiz goude, eo preizhet Roma gant Alarig Iañ evit an deirvet gwech.
C'hoant en eus Alarig neuze da vont da aloubin Sikilia. Kouezhet klañv, mervel a ra e Cosenza e fin ar bloaz 410.
Athaulf a zeu war e lerc'h e penn ar Wizigoted, mes evit mont d'en em staliañ e kreisteiz Galia. Kent mont kuit, e skrap Galla Placidia, c'hoar Honorius.
Britannia romana
Skarzhet eo ar Bikted ha ar Skoted gant ar Vretoned-Romaned. Ar re-mañ e c'houll sikour digant Honorius, disammet diouzh Alarig, en Italia, Maximus, e Spagn, Constantinus III hag e vab Constant II, e Galia ha Britannia. Honorius a ro da c'houzout ne c'hell ket o skoazellañ evit ar poent, ha goulenn a ra diganto en em zifenn o-unan.