From Wikipedia, the free encyclopedia
Britannia a oa anv ar broviñs krouet gant ar Romaned en Enez Vreizh a-raok ma voe adrannet e meur a broviñs all: Britannia Prima, Britannia Secunda, ha re all c'hoazh.
Enez Vreizh a oa anavezet gant Gresianed, Fenisianed, Kartadaiz : er IVvet kantved kent JK e teuent di da gerc'hat staen eus Kernev-veur. Ar C'hresianed a rae anv eus Cassiterides, pe "inizi ar staen", a oa, en o soñj, tostik da arvor kornôk Europa. Ar moraer Himilco, eus Kartada, a deuas da weladenniñ an enez er Vvet kantved kent JK, ha war e lerc'h, er IVvet kantved, e teuas ar Gresian Pytheas. Daoust da se e chome ur vro gevrinus, ha skrivagnerien roman zo a soñje ne oa ket anezhi.
Kentañ darempred a voe gant ar Romaned a voe gant Julius Caesar e 55 kent JK. Hennezh a oa o vrezeliñ e Galia, hag a grede e veze sikouret ar C'halianed gant ar Vrezhoned. Gant e zilestradeg e krogas an darempredoù kentañ etre ar Vrezhoned hag ar Romaned.
E 55 kent JK eta e tilestras Julius Caesar e kreisteiz Enez Vreizh, anvet Britannia gantañ en e eñvorennoù skrivet e latin. War aodoù Kent a vremañ e tegouezhas Julius. N'eas ket pell avat, fall e oa an amzer, aon en doa da goll e listri. Prientet-fall e oa e droiad moarvat, re nebeut a varc'hegeien a oa gantañ, ha gwell e kavas distreiñ da C'halia.
E-doug ar c’hentañ hag an eil kantved e voe rannet ar broviñs e takadoù disheñvel :
Tra ma’z eo chomet un tamm emrenerezh gant ar rouantelezhioù-pratikoù e voe aozet ar peurrest eus ar vro hervez an urzh roman.
Diazez ar melestradur e oa ar c’heodedoù pe ar ar meuriadoù kelt evel e Galia a vere o aferioù diabarzh
Da-heul an aloubadenn e voe savet keodedoù roman nevez war dachenn ar meuriadoù evel re an Atrebates, an d/Trinovantes, an Iceni, ar g/Coritani, an Ordovices, an Demetae hag ar v/Brigantes. A-wezhioù e oa ur gêr dija ha diorroiñ a rae ar gêr roman-ha-brezhon e-kichen (evel e Calleva, Verulamium, Camulodunum...). A-wezhioù, e veze krouet ur gêr nevez hag e veze dilec’hiet ar boblañs (evel e Noviomagus, Durovernum, Corinium...). N’ouzer ket da vat e pe lec’h emañ kêrbenn ar broviñs d’ar mare-se. Lod a soñj ez eo Londinium (Londrez), fontet e-kerzh ar c’hentañ kantved – lod all a soñj e oa Camulodunum pe Eburacum.
Kêrioù eus proviñs Britannia (anvioù latin) :
Goloet e oa ar vro gant un niver a hentoù ha meret e veze gant un niver a dud dindan ar stad. E darempred e oa ar broviñs gant Naoned ha Bourdel dre porzhioù Domnonea (Kerneveur) ha gant Portus Itius (Boulogne-sur-Mer) war an douar-bras dre porzh Douvres.
Bras e oa obererezh ar mengleuzioù. Ezporzhiet e veze aour, plom arc’hantus, staen hag houarn ha glaou memes.
Yezh ar galloud hag ar vistri e oa al latin. Bras-kenañ e oa levezon sevenadurel an impalaeriezh. Kalz Romaned pe tud eus an impalaeriezh a oa o chom e Britannia ivez. E latin ez aent an eil d'egile evel-just. Abalamour da se ez eo en em ledet implij ar yezh-se.
Koulskoude ne voe ket ken don al latinekadur hag e Galia en tu all da gornad Londrez. Chom a reas bev ar sevenadur keltiek e-maez ar c’hêrioù bras ha dreist-holl e bro an Ordovices hag en hini ar Silures (Kembre hiziv) e lec’h ma ne oa ket ken kreñv levezon ar Romaned. Kenderc’hel a reas ar Vrezhoned da gomz o yezh, ar brezhoneg, ( a vez lavaret predeneg a-wechoù) daoust ma voe latinekaet ar renkadoù uhel.
Setu a skriv Tacitus diwar-benn ar Vrezhoned :
"E gwirionez, ne voe ket heñvelekaet pobladoù ar vro ouzh an alouberien. Ur yezh estren e chomas al latin, a oa ret evit an darempredoù gant ar Romaned. Latinekadur ar c’hêrioù a voe brasoc’h, met ne voe ket a-walc’h evit cheñch yezh an annezidi". Tacitus, Buhez Agricola
Kalz gerioù latin a dremenas koulskoude e yezh ar Vrezhoned evel ma c’hoarvez atav pa vez kalz tud divyezhek. Abalamour da se moarvat eo heñvel deizioù ar sizhun er yezhoù predenek.
E 407 e voe embannet disparti ar Romaned diouzh [Enez Vreizh]].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.