From Wikipedia, the free encyclopedia
Chichester zo ur gêr eus kreisteiz Bro-Saoz. Kêr-benn kontelezh West Sussex eo, tost da Vor Breizh, 88 km er mervent da Londrez.
En Henamzer e oa anavezet evel Noviomagus, un anv savet diwar daou c'her a dalvez kement ha "plas nevez, marc'had nevez"[1],[2].
Meur a anv-lec'h all en Europa a zeu eus "Noviomagus" : Nijon, Noyon, Novion, Neumagen, Nijmegen.
Goude aloubadegoù an Angled hag ar Saksoned e oa bet roet un anv all d'ar gêr : Cisseceaster (Kronik angl-ha-saoz, 895), Cicestre (Domesday Book, 1086). Dont a ra an anv-se, Cisseceaster en hensaozneg, diwar an anv-den Cissa, mab Ælle, ur roue sakson[3],[4].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.