From Wikipedia, the free encyclopedia
Canterbury (Caergaint e kembraeg, Kêrgent e brezhoneg a-wechoù) zo ur gêr e gevred Bro-Saoz, e kontelezh Kent, war lez ar stêr Stour. Un iliz-veur brudet zo enni, ha skrin sant Thomas Becket miret en he ser. Emañ kêr war roll Glad ar Bed an UNESCO hag ur gêr touristel-kenañ eo. Arc'heskob Canterbury eo primad Iliz Bro-Saoz hag anglikaned ar bed a-bezh.
Un oppidum keltiek meur a oa e Bigbury. Tapet e voe gant ar Romaned e-kerzh argadoù Julius Caesar, e 55 kent J.-K., ha Klaod, e 43 goude J.-K.. Ar Romaned o deus kavet gwelloc'h dilezel ar c'hreñvlec'h-se evit sevel ur gêr nevez, digor, a-dreuz gwernioù ar Stour, izeloc'h (gwelout gerdarzh : Durovernum). Durovernum zo bet kelc'hiet goude gant mogerioù war-dro 270.
- Ptolemeus : 'Darovernon, c 150 ;
- I.A 4 : Durovernon ;
- Durovernia 605 BCS 5 ;
- Durouernis c. 730 Bede ;
- Durobernia c. 894 Asser.
Displegadenn : * duro = kreñvlec'h; *verno = gwernioù
- Ptolemy II,3,12 : Darouernon (= Darvernum), a polis of the Cantiacii ; var. Darouenon'(Darvenum).
- A.I 4725 (Iter II) : 'Duroruerno
- A.I 4734 (Iter III) : Durarueno
- A.I 4739 (Iter IV) : Duraruenno
- Ravenna 10636 ()R&C 72) : Duroaverno Cantiacorum
- T.P : Duroaverus
Nennius :
- Cair Ceint (de Civitatibus Brittanniae, n° 13)
Skrivet Kaerreint gant Lewis Thorpe (ii,9).
E. Ekwall :
- Cantwaraburg, 754, Contwaraburg 851 ASC
- Cant-, Contwaraburg c 890 OEBede
- Canterburie 1086 KInq
displegadenn : Bourg (kreñvlec'h pe kêr) ar Cantware "pobl Kent
A.D. Mills :
- Cantuarabyrg, 805-10;
- Cantwaraburg c. 900;
- Canterburie 1086 DB
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.