From Wikipedia, the free encyclopedia
Dacia a oa unan unan eus proviñsoù an Impalaeriezh roman en Eil hag en IIIe kantved. Edo mui-pe-vui el lec'h m'emañ Roumania. Dont a ra an anv Dacia eus hini ar bobl a veve eno anvet Daci gant ar Romaned ha Δάκαι Dákai gant ar C'hresianed.
En em astenn a rae proviñs Dacia war ul lodenn vras eus ar pezh zo Roumania bremañ ha tammoù eus Moldova, Bulgaria ha Serbia. En hanternoz d'ar broviñs e oa broioù na oant ket e dalc'h ar Romaned ; neuze e oa e-leizh a soudarded roman war an harzoù. Er c'hreisteiz dezhi e oa proviñsoù Moesia Superior ha Moesia Inferior.
Aloubet e voe douaroù Dacia gant an impalaer Trajan er bloavezh 106 ha padout a reas ar broviñs roman betek ar bloavezh 271. Gant an impalaer Hadrian e voe rannet Dacia, e 118, da sevel Dacia Superior ha Dacia Inferior. Goude se e voe rannet adarre ha krouet Dacia Porolissensis. Gant an impalaer Marcus Aurelius e voe adaozet ar vro adarre ha krouet teir froviñs nevez ; evel-se e chomas an traoù betek ar mare ma'z eas ar armeoù roman kuit.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.