From Wikipedia, the free encyclopedia
An Ikened[1] pe Iceni (hervez al latin), a oa unan eus ar pobloù brezhon a oa er vro a zo Norfolk bremañ, e Bro-Saoz, e biz Enez Vreizh etre ar Iañ kantved kt JK hag ar Iañ kantved goude JK.
Da goulz an aloubadeg roman edo o c'hêr vras, pe o c'heoded, e Venta Icenorum (Caistor St Edmund e-kichen Norwich en deiz a hiriv).
Ar penn Prasutagus a eas a-du gant ar Romaned, ha neuze e voe lezet da roue gant an impalaer roman Claudius. D'ar Romaned ne dlee an dra-se padout nemet betek marv ar roue brezhon. Goude e vije roet d'an impalaer, hêr madoù ar roue.
Pa deuas an ofiserien roman e rejont gaou ha gwall d'e wreg Boudika ha d'e verc'hed, hag ar bobl en em savas enep dezho. Er bloavezh 61, mouget an emsavadeg renet gant Boudika, rouanez an Ikened, e voe distrujet Londrez.
- A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982., p. 373-74-75
---------------------
Talvoudegezh : nemet damkaniezhoù evit ar poent. Respont sur ebet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.