From Wikipedia, the free encyclopedia
Emyr Owen Humphreys (15 Ebrel 1919 – 30 Gwengolo 2020) a oa ur skrivagner saoznek eus Kembre, unan eus ar re vrasañ en XXvet kantved.
Ganet e voe Emyr Humphreys e Trelawnyd, e-kichen Prestatyn, e hanternoz Kembre. E dad, William Humphreys, a oa mestr-skol eno, ha rener laz-kanañ paotred Trelawnyd. Kenderv d’ar barzh Hedd Wyn e oa tad Emyr. Desavet e voe ar paotrig e saozneg, daoust ma ouie e dud kembraeg ha deskin a reas yezh ar vro diwezhatoc’h, dre ma oa troet gant mennozhioù broadelourien Plaid Cymru. Kregiñ a reas da zeskiñ kembraeg pa oa krennard, d’ar mare ma voe c’hwezhet an tan gant brogarourien e skol vombezañ Penyberth e ledenez Llŷn e 1936.
Studiañ a reas istor ha saozneg e skol-veur Aberystwyth, met abalamour d’ar brezel, ne c’hallas ket echuiñ e studioù. D’ar mare-se e tisklêrias e oa arbennour a goustiañs ha labourat a reas en atantoù e meur a lec’h e Kembre. Diwezhatoc’h ez eas da reiñ dorn e kampoù repuidi en Ejipt hag en Italia, evit Aozadur ar Broadoù Unanet.
Labourat a reas evel kelenner e Pwllheli, a-raok mont da vezañ produour pezhioù-c’hoari evit ar BBC e 1955. Gantañ e voe produet, e kembraeg hag e saozneg, lod eus pezhioù Saunders Lewis ha John Gwilym Jones. Goude e kelennas teatr e skol-veur Bangor hag adalek 1972 ez eas da skrivagner leunamzer. E 1946 e oa dimezet da Elinor Myfanwy Jones ha pevar a vugale o devoe.
Daoust ma skrivas ar braz eus e levrioù e saozneg e voe atav ur stourmer evit ar c’hembraeg, a oa evitañ un hêrezh sevenadurel dibar. Tremen a reas ur pennadig amzer e toull-bac’h Liverpool, e 1973, dre ma nac’he paean an taos skinwel evit sevel a-enep an diouer a gembraeg er skinwel.
Embannet e voe e romant kentañ, Little Kingdom, e 1946. E-pad e vuhez e skrivas ouzhpenn ugent romant, lod brudet-mat evel A Toy Epic (1958), Outside the House of Baal (1965) pe an heuliad The Land of the Living hag a daolenne istor Kembre en XXvet kantved. Savet en deus ivez danevelloù, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha levrioù all c’hoazh diwar-benn istor ha sevenadur Kembre.
Garedonet e voe meur a wech gant prizioù a bep seurt : ar Priz Somerset Maugham e 1958, gant Hear and Forgive, ar Priz Hawthornden e 1958 ivez, gant A Toy Epic, prizioù Llyfr y Flwyddyn e 1992 ha 1999. E 2004 e c’hounezas ar priz Siân Phillips, roet d’e labour evit ar skinwel e Kembre[1].
Paouez a reas da skrivañ e 2009, pa oa 90 vloaz. Tremen a reas an dibenn eus e vuhez e Llanfairpwllgwyngyll, en Enez Mon, hag eno e varvas da ur bloaz ha kant.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.