Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Niccolò Machiavelli (pe Niccolò di Bernardo dei Machiavelli hervez e anv gwirion) a oa un diplomat italian eus Republik Firenze er XVIvet kantved, hag ur skrivagner, ur barzh hag ur soner. Ganet eo d'an 3 a viz Mae 1469 en ur gêriadennig nepell diouzh Firenze ha marvet d'an 21 a viz Even 1527.
Savet en deus arnodskridoù politikel ha pezhioù-c'hoari. Ul levezon bras en deus bet en Azginivelezh italian hag en istor ar mennozhioù a-drugarez d'e skridoù politikel diwar-benn an darempredoù etrevroadel gant e levr « Ar Priñs », hag en istor ar republikanouriezh gant e levr all, « Prederiadennoù diwar-benn Titus Livius ».
Niccolò Machiavelli a oa ganet e Firenze en ur familh eus an noblañs izel. Bevet en deus ur prantad teñval ha kriz eus istor Italia. Rannet e oa ar vro ha rivinet abalamour d'ar brezelioù etre ar c'hêrioù bras hag ar priñselezhioù. En amzer-hont e vez gwelet ar pab oc’h ober brezel ha kêrioù bras Italia o kouezhañ an eil war-lerc’h eben etre daouarn ar broioù estren, Spagn, Bro-C’hall, an Impalaeriezh Santel a bep eil.
E Firenze, pa voe diskleriet ar republik, e teuas Machiavelli da vezañ sekretour ar gouarnamant republikan e 1498. Anvet e veze kannadourien da gas kefridioù diplomatek da benn, hag eñ a voe unan anezho. Evel-se eo e kejas gant Cesare Borgia ha Leonardo da Vinci, hag ivez ar roue gall Loeiz XII hag an impalaer Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel.
Met e 1512 e kouezhas ar republik hag e tistroas ar familh Medici d'ar galloud, ma voe dic'hopret Macchiaveli, tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en un irienn ha toull-bac'het e voe un nebeud mizioù.
Pa voe dieubet Niccolò Machiavelli e voe ret dezhañ mont en harlu. Mont a reas da chom da San Casciano hag eno e savas e arnodskrid brudetañ, "Il Principe" (1513) a-benn profañ anezhañ d'ar Medici nevez-erruet er galloud. Ne vo embannet al levr nemet e 1532, goude e varv.
Goude ur prantadig servij evit ar Medici e voe skarzhet eus an aozadurioù melestradurel en-dro. Mervel a reas un nebeut amzer goude.
Ar stad: Termenet en ur ster arnevez evel ensavidigezh ar galloud riek, evel ur galloudegezh hag ur riez riek.
Fortuna: Un hollad elfennoù ha degouezhioù luziek, lieselfennek, hefiñv ha kefluskus a lak mab-den da vezañ gwan ma n'implij ket er pennad-amzer mat an elfenn vat: al lank a-vad d'an intrudu her hag hardizh.
Ar Priñs: Ar pennroue hag a lak e pleustr hag a akuit ar gwir galloud.
Ar widre: Doare speredek ha fin a-benn regemer ha drougimplij. Stumm efedusañ an nerzh. Nerzh implijet gant ar priñs a-benn derc'hel ar galloud.
Ar Virtù: Arabat kemmeskañ gant kentañ ster ar ger "vertuz", perzh mat un den fur ha kement'zo. Termen a ra nerzh-youl an ijinerezh hag an herregezh en oberadur, ar youl hag ar widre, an "ijin politikel" a-benn ar fin. An arz da zibab hervez ar "fortuna" an doareoù ober a-benn aotrouniañ degouezhioù ar "fortuna".
Dispartiet en deus Machiavelli mennozh ar riez diouzh mennozh an aferioù relijiel. Ur meizad gwirion ha fetis eo ar riez, estren d'ar bed sakr, hini ar relijion. Dizoleiñ a ra spesadelezh ar bolitikerezh hag ar galloud, diskrivet int evel ensavidigezhioù denel. En ur brederiañ diwar-benn ar galloud politikel fetis ha gwirion hag an doareoù implijet gant "ar priñs", en deus diazezet kudennoù pennañ ar bolitikerezh arnevez.
En hor bed, Machiavelli n'en deus ket brud vat. Alies kenañ e vez komzet eus ar "makiavelouriezh", eus ur gouarnamant "makiavelek", ar pezh a gomprenomp evel ganaz pe gorvigellek. Ar makiavelourezh a dermen emzalc'h un den a implijo n'eus forzh petra evit tizhout e bal. E gwirionez, n'eo ket Machiavelli en deus aliet pe krouet ar makiavelouriezh. Ar frazenn ken brudet evit bezañ bet skrivet pe laret gant Nicollò Machiavelli "An doare 'zo kantreizhet gant ar pal", n'eo ket e lavaradenn, met unan a zo bet lakaet war e gont. A-benn ar fin n'en deus graet nemet elfennañ ha kompren mekanikoù ar galloud hag an doareoù ma ya en-dro. Deskrivañ a ra ar c'hoarioù taer ha doareoù ober didruez ha boaz ar rieien. M'en deus c'hoant "ar priñs" da badout eo ret dezhañ bezañ war evezh ha ken taer hag e enebourien.
Met Machiavelli a zo, dreist pep tra, ur prederour arnevez rak arlakaat a ra mennoz ha meizad ar "Stad". Ur politikerezh gouez, ar c'henluzierezh, ar feulster, ar brezelioù, kement-se eo elfennoù pennañ ha pemdeziek buhez Italia an Azginivelezh. Rannet eo ar vro etre kêrioù dieub pe rouantelezhioù bihan, ha brezel dizehan etrezo. Feulster ha brezelioù e pep lec'h. Machiavelli a glask termeniñ petra ober a-enep an darvoudoù-se. Ha respont a ra eo gant ar "Stad" eo ret ober ha lakaat ar meizad-se e kreiz ar preder.
Krouer eus ar ger/meizad-mañ, implijet e vo en termenadur arnevez, ensavidigezh ur galloud riek. Ar "priñs" a zo personeladur ar "Stad", a-drugarez d'ar "priñs" e c'heller kaout un unander gwirion eus ar gevredigezh. Savidigezh ur stad gant ur "priñs" a zalc'h padelezh ha trebaderezh ar stad-mañ.
Machiavelli a zo un enhenter e-keñver ar preder politikel. Gantañ eo bet krouet ar skiantoù politikel arnevez, neptu, er-maez eus ar vuhezegezh. Lakaet en deus war-wel perzhioù dibar ar "Stad". Hervez Machiavelli e rank an nerzh politikel bezañ mestroniet en un doare heboell. An emzalc'hoù deskrivet gant Niccolò Machiavelli a rank bezañ dizalc'h diouzh n'eus forzh peseurt buhezegouriezh a ve. Kalz a bennoù-stad, pe rieien, er bed a hiziv c'hoazh, o deus diazezet o doareoù ren war breder Machiavelli: ur politikour n'en deus abeg ebet da vezañ ur buhezegour.
Met n'eo ket abalamour da se eo ret krediñ ne vez implijet al levr hag oberenn an den nemet gant faskourien. Oberenn Machiavelli a zo bet skrivet evit labourat da sevel unvaniezh politikel Bro-Italia, war uhel-mennad ur republik italian dizalc'h diouzh galloud an Iliz katolik ha savet war batrom republikoù an Henamzer.
Ret eo derc'hel soñj eus lavarenn Jean-Jacques Rousseau: "En ur ober van da reiñ kentelioù d'ar vac'homerien en deus roet kentelioù bras d'ar bobl. Levr ar republikaned eo Il Principe ".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.