Diwar-benn bloavezh 1510 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.
Azia
Reter-kreiz
- 17 C'hwevrer : Indez : kemeret eo Goa hep stourm gant Portugaled Afonso de Albuquerque digant sultan Bijapur Adil Khan. Dleout a reont dilezel ar gêr d'ar 30 a viz Mae hag en em repuiñ a reont en o listri e-tal enebargadenn ar vuzulmaned.
- 25 Du : kemeret eo Goa da vat gant ar Bortugaliz goude stourmoù gwadek, lazhadegaet ar Vorianed ha devet ar moskeennoù. Savet eo eno un drevadenn hag a zeuio da vezañ kêr-benn an Indez Portugalat. Aloubet eo meur a borzh eus aod Malabar.
- 2 Kerzu : trec'het ha lazhet eo Mohammad Chaybani e Merv (en Azia ar C'hreiz) gant ar safavid Chah Ismail. Dont a ra e eontr Ibrahim Kütchündju en e lec'h evel khan an Ouzbeked (fin e 1530).
Reter-pellañ
- Sina : emsavadeg aozet gant ar strailh e Norzh ar vro (1510-1512) hag irienn gant ar briñsed feodalc'her (1510-1519).
Afrika
- 5 Genver : dilestrañ a ra ar jeneral spagnol Pedro Navarro e Bejaia gant 5 000 den ha kemer a ra ar gêr antronoz. Dougen gwasoniezh a ra Aljer (1510-1525), Tuniz ha Tlemcen da roue Bro-Spagn.
- 22 Genver ha 14 C'hwevrer : gourc'hemenn a ra Kurunenn Kastilha da Casa de Contratación Sevilla kas 50, ha goude 200 sklav du afrikan da Hispaniola, en Amerika.
Amerikaoù
Suamerika ha Kreizeamerika
- deroù miz Du : diazezet eo Santa María la Antigua del Darién gant Martín Fernández de Enciso, kentañ trevadenn spagnol ar c'hevandir amerikan (Tierra Firme).
- Kerzu : diazezañ a ra Diego de Nicuesa kreñvlec'h Nombre de Dios war strizh-douar Panamá.
- Brazil : an avanturer portugalat Diogo Álvares Correia, peñseet e bae San Salvador, a sav un impalaeriezh bihan a drugarez d'e eured gant merc'h ur penn eus ar meuriad Tupinambá.
Skiantoù hag armerzh
- Here : digaset eo ar bleunioù tro-heol da Europa.