Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er VI kantved kent J.-K. e oa bet skoet keodedoù henc'hres gant un enkadenn bolitikel c'hrevus a oa daou abeg dezhi. ar sklavelezh abalamour d'o dleoù, a liamm ar statud politikel ha ar binvidigezh, a skoe un niver brasoc'h-brasañ a beizanted vihan na oant ket perc'henn war o douaroù. Bras e oa an dizingalded war an dachenn bolitikel hag an displijadur e-touez an dud diwar ar maez. Diouzh an tu all e kreskas implij ar moneiz hag an eskemmoù kenwerzh, ar pezh a lakaas artizaned ha paramantourien kêr da sevel ur renkad sokial nevez en e aez hag a c'houlenn groñs fin monopol an noblañs war an dachenn bolitikel. Evit respont d'an enkadenn zoubl-se, kalz keodedoù en henc'hres a gemmas a-grenn o aozadur politikel. En Aten e voe degemeret un hollad adreizhadennnoù, ar pezh a roas lañs d'un argerzh a lakaas da ziwan ur renad politikel nevez er V kantved : an demokratiezh.
A-bouez eo kompren ne ziwanas ket demokratiezh Aten diwar emsavadegoù poblek er c'hontrol da demokratiezhioù all, evel hini ar Stadoù-Unanet pe hini ar Republik c'hall a vremañ. Diwan a reas diwar youl ar bolitikourien da asuriñ unaniezh o c'heoded. Setu ar peder adreizhadenn bennañ hag anv ar re o c'hasas da benn :
Choazet e oa Drakon, e 621-620, evit lakat dre skrid lezennoù a denne d'an aferioù muntr hepken. Brudet eo bet o c'haleter betek an amzer hiziv. An diviz bihan-se a ziazeze koulskoude ur gwir ingal evit an holl hag anavet gant an holl a ouie lenn, ar pezh a ziskare ul lodenn eus galloud ar vrientinien. Diazezañ a rae ivez aotrouniezh ar stad a-us d'ar c'herentiezhioù war dachenn ar justis. C'hwec'h tesmotet (gward al lezenn skrivet) zo lakaet ouzhpenn e kuzul an arc'honted d'ar c'houlz-se. Daoust ma'z a an enkadenn war washaat, n'eo ket boulc'het tamm ebet monopol armerzhel ha politikel tiegezhioù bras Aten, an Eupatrided. An Arc'honted (a vez renet ar geoded gant o c'huzul d'ar c'houlz-se) a veze atav choazet en o zouez. Daou batrom a zegas ur respont d'ar c'hudennoù-se a anadas e henc'hres er VIvet kantved :
Solon a glaskas diskoulmañ an enkadennn bolitikel a oa en e geoded. Arc'hont etre -594 ha -593, lezennour, saver ur c'hod lezennoù, e lamas da viken ar sklavelezh en abeg d'an dleoù hag e tisklêrias gwir an holl da gemer perzh e divizoù ar geoded. Spisaat a reas deverioù an holl e-keñver ar geoded e feur o finvidigezh.
Gant e adreizhadenn eus 508 Kleistenes, un eupatrid a oa ezel eus unan eus ar brasañ tiegezh a oa en Aten, an Alkmeoned, a roas d'ar bobl ar gwir da gemer perzh n'eo ket hepken en divizoù politikel met ivez e melestradur ar geoded o tigeriñ ar magistradurioù dezhi en eskemm eus he harp war an dachenn bolitikel. Diazezet eo an adreizhadenn-se war adaozadur an egor keodedour. Ur reizhiad ingaladur hervez al lec'h bevañ pe ganedigezh a gemer lec'h ar frammoù politikel kozh diazezet war ar binvidigezh hag ar gerentiezh. Ne vez ket termenet statud ar geodedourien atenat hiviziken estroc'h evit dre an demos m'int stag outañ.
War-dro kreiz ar Vvet Perikles a lakas e plas un digoll pemdeziek evit ar re a gemere perzh e bodadennoù an Helie hag e re ar Boule, pe en arvestoù ar Panathene : anvet e oa ar misthos (« gopr ») hag e bal a oa lakaat ar geodedourien baourañ hag ar re a oa o chom ar pellañ eus kreiz ar geoded da gemer perzh en he buhez. A-drugarez d'ar misthos e c'hallent chom hep labourat e-pad un devezh evit seveniñ o c'hargoù sivil pe politikel. Tremen a reas ar misthos eus div da deir obolenn dre zevezh en amzer Kleon, da lâret eo gwerzh gopr un devezhour paour. An diviz-se a greñvae an demokratiezh o reiñ an tu d'an holl da gemer perzh e buhez ar geoded.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.