From Wikipedia, the free encyclopedia
Diogenes Laertios (Διογένης Λαέρτιος / Diogenês Laertios e gregach, latinekaet e Diogenes Laertius), a oa ur barzh, skrivagner, buhezskridour, ha prederour hellazat. Kontet eo gant lod da vezañ bet genidik eus kêr Laertios e Kilikia, en Azia Vihanañ, e deroù an IIIe kantved, gant lod all da vezañ a orin roman eus tiegezh al Laertii.
N'ouzer mann eus e vuhez. Bevet en deus war-lerc'h Sextus Empiricus moarvat (war-dro 200 goude JK eta), meneget gantañ, hag a-raok Stefanos Bizantion (war-dro 500 goude JK), a veneg e skridoù.
Krediñ a c'haller e vevas e-pad hanterenn gentañ an IIIe kantved en amzer renad Alexander Severus (222–235) hag e warlerc'hidi.
Betek e vennozhioù a zo diasur. Darn a lavare e oa kristen. Met da grediñ eo e oa pe arvarour (pironad) pe gentoc'h epikurad[1].
Dleet eo e vrud d'un oberenn anvet Buhez ha kelennadurezh ar brederourien veur, skrivet e gregach, ma lavar kontañ eus buhezioù ha lavaredoù prederourien veur Hellaz.
Ouzhpenn an oberenn-se en deus skrivet ul levr, e gwerzennoù a bep ment, diwar-benn tud brudet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.