Anatolia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Anatolia (gresianeg : Aνατολή Αnatolḗ "(bro ar) Sav-heol"[1] ; turkeg : Anadolu) eo an anv a veze roet en Impalaeriezh roman ar Reter da Azia-Vihanañ (Asia Minor e latin), eleze al ledenez a zo e penn kornok Azia, etre ar Mor Du ha Mor Marmara en Norzh, Mor Egea er C'hornôg, hag ar Mor Kreizdouar er Su.
Anatolia
Anv er yezh a orin | Anadolu |
---|---|
Kevandir | Azia |
Stad | Turkia |
War ribl | Mor Kreizdouar, Mor Marmara, Mor Du, Mor Egea |
Daveennoù douaroniel | |
Poent uhelañ | Menez Ararat |
A zo stok ouzh | Sav-Heol, Mezopotamia |
Daou strizh-mor a zisrann Anatolia diouzh Europa : an Dardanelloù etre Mor Egea ha Mor Marmara, hag ar Bosfor etre Mor Marmara hag ar Mor Du.
Hiziv an deiz ez eo al lodenn eus Turkia a zo en Azia etre Mor Egea hag an aradennad-menezioù Anti-Taurus (Aladağlar e turkeg) er Reter.
- ██ Anatolia / Azia-Vihanañ
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.