From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar babez Janed a zo ur vaouez a vije bet anvet da bab peogwir he doa kuzhet e oa ur vaouez. Krediñ a reer e renas etre 855 ha 858, da lavarout eo etre Leon IV ha Benead III, da vare Anastaz al Levraoueger. Gouez d'an istorourien n'eo nemet ur vojenn.
War-dro 850 e oa ur plac'h yaouank eus Mainz — anvet e meur a zoare: Jeanne, Agnès, Marguerite pe Gilberte hervez an dud[1] — a guitaas he zud da vont war ar studi, pe da-heul he fried a oa studier[2]. Gwisket e oa evel ur gwaz hag anavezet evel Johannes Anglicus (Yann Saoz)[1], ar pezh a ziskouezje e oa saozez a orin[2]. Studiañ a eure en ur skol-veur saoz, ha goude tapet ganti he bachelouriezh ez eas gant he fried, pe he serc'heg, da studiañ ar skiantoù hag ar brederouriezh da Aten[1]. Pa varvas he gwaz ez eas da Roma. Eno e voe roet dezhi ar garg da lenn ar Skriturioù sakr[3] a-raok mont e-barzh ar Curie. Hervez dihelloù zo e vije bet anvet da gardinal, hag hervez an holl e vije bet dilennet da bab gant ar bobl roman abalamour d'he deskadurezh ha d'he deoliezh [4]. Daou vloaz goude e voe touellet ar babez pe gant ur c'hloareg pe gant ur c'hardinal spisweloc'h eget ar re all hag e wilioudas a-wel d'an holl, pe pa oa o lavarout an oferenn, pe pa oa war varc'h, pe e-pad prosesion Gouel ar Sakramant, etre iliz-veur Sant-Yann-Latran hag iliz-veur Sant-Pêr. Hervez ar c'hronikour dominikan Jean de Mailly e voe meinataet d'ar marv gant ar bobl. Hervez Marzhin ar Polonad e varvas er gwentloù. Hervez re all e voe kaset kuit ha netra ken.[4]. Rediet e voe an Iliz da wiriañ gourelezh ar bibien nevez-anvet diwar neuze[5]. Un den a iliz a veze lakaet, a lavared, da balvata ar brouenn, a-dreuz ar gador-doull. Echu e gefridi gantañ e youc'he: « Duos habet et bene pendentes » (« div en deus, hag istribilhet mat int »). Ouzhpenn da se, abalamour d'an eñvorenn boanius-se, ne dremen ket ken prosesionoù eus al Latran d'ar Vatikan dre iliz Sant Klemez, lec'h ar gwilioud. Un delwenn koulskoude zo bet savet el lec'h ma c'hoarvezas.[5].
Ur vojenn eo a zo bet kredet enni betek ar XVIvet kantved, ha gant an Iliz zoken.
Meur a zisplegadur zo d'ar vojenn.
Marteze e voe savet diwar al lesanv « Pabez Janed » roet d'ar pab Yann VIII en e vev, abalamour ma veze kavet re laosk dirak Iliz Kergustentin, pe abalamour d'al lesanv « pabez Janed » roet da serc'h ar pab Yann XI, Marozia, a oa rust an dro anezhi.
Meur a skrivagner zo bet o plediñ gant ar vojenn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.