762 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 9 goude ganedigezh J.-K.
Diwar-benn bloaz 9 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ |
Evit ar bloaz -9, gwelet ar bajenn : | -9 |
Evit an niver 9, gwelet ar bajenn : | 9 (niver) |
- Istor : Echuet an Istorioù fulupek gant ar galian Trog Pompeia, anezho ar skridoù latin kentañ o tezrevelliñ istor ar bed.
Politikerezh, gwir ha kevredigezh
- Impalaer : Aogust (Caius Julius Caesar Octavianus),
- Koñsuled : Gaius Poppaeus Sabinus, Quintus Sulpicius Camerinus. Suffex : Marcus Papius Mutilus ha Quintus Poppaeus Secundus
- Votet eo al lezenn lex Papia Poppaea a-enep an dud dizimez hag ar c'houbladoù difrouezh evit lakaat kreskiñ niver an euredoù.
- Diaes e teu stad armerzhel an Impalaeriezh roman da vezañ goude emsavadeg an Danav (6) ha c'hwitadenn Varus. Ret eo soñjal sevel tailhoù nevez : un ugentvedenn war an hêrezhioù hag ur gantvedenn war ar gwerzhioù.
- Marcus Ambibulus, prokulor Jude, Samaria hag Edom (9-12).
- Harluet eo Ovidius da Domis.
- Illiria : war-lerc'h flastradeg an emsavadeg e teu ar vro da vezañ ur broviñs roman.
- Pannonia (Hungaria hiziv) : Sujet da vat da Roma, dont a ra da vezañ ur broviñs roman.
Germania :
Breizh (-Veur)
- 10 Genver : Diskar a ra Wang Mang an dierniezh Han er galloud abaoe daou gantved ha krouiñ a ra un dierniezh berrbad : an dierniezh Xin (fin e 25).
- Dre zekred an Impalaer eo difennet ober kenwerzh ar sklaved
- Nullet eo perc'henniezh prevez an douaroù gant Wang Mang.
Relijionoù ha mitologiezhioù
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
- Publius Quinctilius Varus, jeneral roman, a greder bezañ en em lazhet da-heul faezhidigezh e arme da-geñver emgann Teutoburg.
- André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Belles Lettres. Paris. 1986.