Roen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Trede brasañ stêr Europa eo ar stêr Roen, 1 232,7 km hed dezhi, goude ar stêr Volga (3 530 km) hag ar stêr Danav (2 850 km).

Div andon zo d'ar stêr Roen, e kanton Grizon e Suis : ar Vorderrhein « Roen gentañ » en norzh da Lai da Tuma (Lenn Tuma, Tomasee en alamaneg) a lakaer da andon bennañ daoust ma'z eo hiroc'h an adstêr Rein da Medel er c'hember gant ar Vorderrhein e-kichen Disentis.
Anvadurezh
Eus al latin Rhēnus, amprestet digant ar galianeg Rēnos, kar d'ar gerioù keltiek rían « mor ; dourredenn » en heniwerzhoneg ha rhewyn « ruzel, gouver » e kembraeg, diwar ar wrizienn indezeuropek *h₃reiH- « redek, ruilhal, fluañ »[1].
- Eus ar wrizienn-se e teu anv ar stêr en holl yezhoù (sellit ouzh he anvioù e bann ar yezhoù amañ a-gleiz).
Adstêrioù
|
|
|
Skeudennoù
- Andon ar Roen e Lai da Tuma, Graubünden, Suis
- Ar Roen e Düsseldorf
Liammoù diavaez
Pennadoù kar
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.