From Wikipedia, the free encyclopedia
Volga (rusianeg : Волга, e tatar : İdel) a zo ur stêr e Rusia, 3 530 km dezhi ; hirañ stêr Europa eo.
Rann eus | Unified Deep Water System of European Russia |
---|---|
Eien | Valdai Hills |
En em daol e | Mor Kaspia, Kama |
Diazad doureier | Volga Basin |
Bro an diazad | Rusia |
Kevandir | Europa |
Stad | Rusia |
Daveennoù douaroniel | , |
Stêr brasañ ar c'hevandir European eo. Tapout a ra e eien d'un uhelez a 228 m hag em teurel a ra e Mor Kaspia d'un uhelez a 128 m. Spisverk pennañ a stêr-se a zo neuze e treuzfe ur blaenen plaen tre. En abeg da-se ez eo ledan ha diresis e ziazad doureier en dialaez pe uhelloc'h war ar bre. Ur stur norzh-su zo ganti. Adster pennañ ar Volga zo ar C'h/Kama. Lusk dourioù ar C'h/Kama a zo erc'h-kevandirel. Lusk dourioù ar Volga a ro erc'h-plaenenel, da lâret eo emañ an dourioù en o izelañ etre miz Eost ha miz Meurzh hag an dourioù en o uhelañ e miz Mae-Mezheven.
Implijet eo ar stêr evit krouiñ tredan gant stankelloù, evit dourañ pe gwaziañ douaroù hag ivez evit gellout bageal. Lusk ar stêr (erc'h-plaennel) a zo dedennus neuze da implijout dre m'emañ kreizennet ar dourioù uhel war ur maread strizh (2 viz). Staliet eo bet neuze a-hed ar Volga hag ar C'h/kama stankelloù a-benn krouiñ kibennoù pe lennoù gant ar pal mirout an dour. Nav gibenn a vez kavet war ar Volga ha tri all war ar C'h/kama, ar pezh a ra un hollad 21 000 km² a zouaroù beuzet. En diardraon pe izeloc'h war ar stêr eo sec'h an hin. Servij a ra neuze ar gibennoù da zourañ an douaroù-se evit al labour-douar. P'emañ an dourioù en o izelañ (etre Eost ha miz Meurh) e c'haller bageal warno memes-tra gant sikour ar lennoù-se.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.