10: Baktria: Mont a ra da get tierniezh c'hresian ar rouantelezh indez-gresian.
10: Sina: Krouidigezh ur burev kempouezañ a-benn reolenniñ ar marc'had hag ar prizioù.
10: Germania: Dispartiet ar c'hentmeuriad german Irminon e meuriadoù teutonek lec'hel (Alamaned, Hermundured, Lombarded pe Langobarded, Markomaned, Kwaded, Sueved).
11: Germania: Kreñvaet an harzoù gant Germanicus er su ha war glannoù ar Roen. Dilezet eo gant Aogust ar raktres lakaat an harzoù war an Elba. Addegaset eo difennoù ar Romaned war ar Roen hag an Danav.
11: Parthia: Taolet d'an traoñ ar roue Vonones Iañ gant Artaban III. Rebechet dezhañ bezañ merc'hodenn ar Romaned e tec'h Vonones betek Armenia ma teu da vezañ roue eno.
11: India: Deroù ren Satakarni war an Impalaeriezh Andhra (11-29).
16: Kaset wa-raok gant Germanicus (90 000 den war ul lestraz ouzhpenn mil bag) eo trec'h al lu roman war ar penn brezel german Arminius e Idistaviso war glannoù ar Weser.
16: Germanicus adgalvet da Roma ma resev enorioù an Trec'h ha m'eo adkaset evit un eil koñsulezh.
19: Digadoriet eo Maroboduus, anezhañ roue ar Varkomanned gant Katualda. Lakaet eo Germaned ar su (Markomanned) dindan askell Roma. Tevel a ra gourdrouz ar C'hermaned war Roma betek ren Marcus Aurelius.
19: Skrivet an Istor ar Bed kentañ e latin gant ar GalianTrog-Pompei.
19: Ampoezonet, mervel a ra Julius Caesar Germanicus (33).
19: Persia: Deroù ren ar roue Gondophares (fin e 45).
19: Marv Vonones Iañ, roue kozh ar Barthed (eus 7 da 11), lazhet en ur glask kuitaat Siria