Impalaer: Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14; aet da Anaon ar 16 Meurzh 37, oajet a 78 bloaz, e Misena. An an istorourien a chom en arvar war rezon ar marv (cf Zosso & Zingg, p.16). Er c'hañv-di Aogust eo laket e ludu)
Deroù ren Kaligula (Caius Julius Caesar Germanicus) oajet a 25 bloaz (16 Meurzh 37 / 24 Genver 41)
Makron, prefed ar pretordi a laka lazhañ Tiber dre an tag e Campania (16 Meurzh). Caius, mab Germanicus brudet, zo anavezet hep poan da impalaer gant ar Sened ha gant al lu (Caligula, botezig, zo ul lesanv milourel). Klañv-bras e kouezh en diskar-amzer.
Klask a ra Kaligula bezañ doueekaet (taol esae kentañ ur ur priñs o ren): lezenniñ a ra war kement tachenn zo hag embann a ra soñjoù barn groñs. Sevel a ra a-enep ar Sened ha kregiñ a ra da gas lod d'ar marv krenn-ha-krak evit bezañ feuket e veurdez. En em harpañ a ra war ar varc'heien, ar werin, lu ar Roen hag al luskadoù relijiel a sav a-du gant e raktresoù divarvelezh. Dizemglev zo etre an Impalaer hag ar Sened.