Yuzevien

From Wikipedia, the free encyclopedia

Yuzevien

Ar Yuzevien (hebraeg: יְהוּדִים / yehoudim, henc'hresianeg : Ἰουδαῖοι / Ioudaĩoi, latin : Iudaei), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh, pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh.
Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham, eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina.
Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedoù (an diaspora), heskinet alies — an heskinadeg washañ e voe ar Shoah e-kreiz an XXvet kantved —, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel, hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevañ eno.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Anv er yezh a orin ...
Yuzevien
Thumb
ethnoreligious group, broad, pobl
Iskevrennad euspobl 
Anv er yezh a orinיהודים 
Yezhoù komzet pe skrivethebraeg 
Relijionyuzevegezh 
Anvet diwarYehouda 
StadIsrael 
Bro orinRouantelezh Yehouda 
Studiet gantJewish studies 
IstorJewish history 
Enebet ouzhJentiled 
Roll elfennoùlists of Jews 
Serriñ

Piv a zo Yuzev?

N'emañ ket an holl Yuzevien a-du war ar poent-se, met gallout a reer neoazh sevel roll ar poentoù heverkañ ha degemeretañ:

  • Hervez gouarnamant Israel hag al lezenn war ar gwir d'an distro (hervez enkemmad 1970): Yuzev eo an den en deus ur vamm yuzevez, pe an den a zo troet ouzh ar yuzeviezh (ar relijion yuzev) ha n'en deus relijion all ebet[1].
  • Dre vras e tegemer ar Yuzevien e vefe Yuzev kement diskennad eus Yuzevien ha pa ne heuilhfe ket ar relijion, ha war an tu all e tegemeront da Yuzev an dud troet ouzh o relijion ha pa ne vefent ket Yuzevien a-orin[2].
  • Un identelezh a zo ivez, disheñvel diouzh ar relijion, gant ar santimant da vezañ ezel eus ur bobl, ha dre an istor a-hed ar c'hantvedoù, al liamm gant Israel, ouzhpenn ar sevenadur gant sonerezh, ar yezh, ar boued, ar mod bevañ…; ar pep brasañ eus ar Yuzevien, ha p’o dije dilezet o relijion, a chom stag ouzh o identelezh[2].
  • N'eus ket eus ur "ouenn" yuzev pa gaver Yuzevien gant kroc'hen gwenn, gant kroc'hen du, gant kroc'hen melen; ouzhpenn se e vagont disfiz diouzh ar c'heal "gouenn"-se dreist-holl abaoe politikerezh an Trede Reich en o eneb, diazezet war ar c'heal-se[2].

Ar Yuzevien dre ar bed

Hervez Burev Kreiz Israel ar Stadegoù e oa 13 421 000 a Yuzevien dre ar bed e 2009, da lavaret eo war-dro 0,19% eus poblañs ar bed[3].

Hervez ar broioù

Muioc'h a ditouroù Bro, Bed ...
Bro Yuzevien (niver) Yuzevien (%)
Israel 5 916 200[4] 75,52%
Stadoù-Unanet 5 275 000 1,71%
Frañs 483 500 0,77%
Kanada 375 000 1,11%
Rouantelezh-Unanet 292 000 0,47%
Brazil 207 329 0,10%
Rusia 205 000 0,15%
Arc'hantina 182 300 0,45%
Alamagn 119 000 0,15%
Aostralia 107 500 0,50%
Ukraina 71 500 0,16%
Suafrika 70 800 0,14%
Hungaria 48 600 0,49%
Mec'hiko 39 400 0,04%
Belgia 30 300 0,28%
an Izelvroioù 30 000 0,18%
Italia 28 400 0,05%
Bed 13 558 300 0,21%
Serriñ

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.