Rouantelezh Yehouda

From Wikipedia, the free encyclopedia

Rouantelezh Yehouda
Remove ads

Rouantelezh Juda, pe Yehouda, zo ur rouantelezh vihan er Reter Nesañ, savet gant an Hebreed en Oadvezh an Houarn. Hervez ar Bibl, e padas eus 931 da 586 a-raok JK.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
Remove ads
Thumb
Rouantelezhioù Yehouda hag Israel.
Remove ads

Istor

Da vare David ha Salomon e voe unanet rouantelezh Israel ha hini Yehouda (diwar anv Yehouda, unan eus mibien Yaakov) en ur rouantelezh, hervez ar Bibl (2S 5, 1-3). Chom a rae div lodenn disheñvel unanet dre ar roue. Goude marv Salomon e yeas meuriadoù an norzh diouzh o zu hag e voe div rouantelezh e-pad daou gantved ha kevezerezh alies etre an div. Arkeologourien zo, evel Israël Finkelstein ha Neil Asher Silberman, a laka arvar war ar pezh a gont ar Bibl. Hervezo n'eus ket bet rouantelezh unvan ebet morse hag an darn vrasañ eus an testennoù "istorel" a zo bet savet a-raok pe e-kerzh ren Yoshia e Yehouda er VIIvet kantved kent JK[1].

Chom a reas Yehouda feal da "diegezh David".

E 701 kent JK e voe freuzet ar vro gant Sennacherib, roue Asiria, darbet e voe da Jeruzalem bezañ distrujet (2Dn 32, 1-8). Pa voe diskaret an impalaeriezh Asirian ha dindan ren Jozias (640-609 ken JK) e seblantas mont gwelloc'h an traoù met diskaret e voe ar rouantelezh er VIvet kantved, paket ma oa etre Egipt ha Babilon.

Kaset e voe ar bobl en harlu da Vabilon (587 kent JK).

Pa voe aotreet ar bobl da zistreiñ gant Sirus (538 kent JK) e chomas un darn anezho e Babilon ha ne gomzjod mui eus rouantelezh Yehouda met eus proviñs Yehouda pe "Judea" pe eus "Bro ar Yuzevien" zoken ma veve kalz anezho en diavaez (Galilea, Samaria ha diavaez Palestina)[2].

Remove ads

Notennoù ha daveennoù

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads