yezh semitek From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo an hebraeg[1], pe hebreeg[2], ´Ivrith / עִבְרִית en hebreeg, komzet gant 7 500 000 den en Israel, Palestina ha dre ar bed a-bezh. War-dro 6 000 000 eus e yezherien a zo Yuzevion o chom en Israel. 700 000 bennak a bPalestiniz en Israel ha Palestina a ra gantañ da eil yezh.
Hebraeg • עִבְרִית | |
---|---|
Al lizherenneg hebraek | |
Perzhioù | |
Yezhva | Israel Palestina Diaspora |
Yezherien | 7 500 000 |
Renk | < 100 |
Familh | Yezhoù afrez-aziatek Yezhoù semitek Semiteg ar c'hreiz-su Yezhoù kananek Hebraeg |
Statud ofisiel | |
Ofisiel | Israel |
Anavezet | Polonia |
Akademiezh | האקדמיה ללשון העברית Ha-Aqademia La-Lashon Ha-‘Ivrith "Akademiezh an hebraeg" |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | he |
ISO 639-2 | heb |
ISO 639-3 | Liesdoare :heb Hebraeg a-vremañhbo Hebraeg klasel (relijiel)smp Hebraeg samaritan (relijiel)(mis) Ammoneg (marv)xdm Edomeg (marv)obm Moabeg (marv) |
SIL | HEB |
Glottolog | hebr1246 |
Linguasphere | 12-AAB-a |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh | |
Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek (hag a vez implijet evit al lodenn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek all ivez), met n'eo ket a orin hebraek e gwirionez rak amprestet eo bet digant an aramaeg en Henamzer.
An hebraeg hengounel a oa aet da get evel yezh komzet e Judea da c'houde emsavadeg Bar Koc'hba (135-138 goude JK). E Galilea en doa kemeret an aramaeg e blas war-dro 200 kent JK dija. E-pad 1800 vloaz e veze implijet war an dachenn relijiel hepken.
En XXvet kantved ez eo bet lakaet an hebraeg da vevañ adarre a-drugarez da strivoù Eliezer Ben Yehouda (Eliezer Yitzc'hak Perelman, 1858-1922) dreist-holl. Hiziv an deiz ez eo unan eus yezhoù ofisiel Stad Israel. Meur a yezh yuzevek all a zo en arvar da vont da get abalamour da astenn an hebraeg.
Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.