From Wikipedia, the free encyclopedia
Yuzevegezh kentidik eo an anv a roer da gredennoù kentidik ar Yuzevegezh en e orinoù. Dislavar a zo etre ar savboent istorel a-vremañ e-keñver istor o orinoù kontet gant ar Yuzevien o-unan en Tanac'h. Gwriziennet eo ar Yuzevegezh e fin oadvezh an arem e kevredigezhioù liesdoueek Kenaan a blede gant an henrelijion semitek. Dre o istor luziet ha dre darempredoù ouzh sistemoù relijiel all, dreist-holl hini Babilon, e lakas ar Yuzevien pouez war o Doue Yahweh evit lavaret e oa an Doue nemetañ.
An dra-se a gemeras kantvedoù avat. Diforc'het e voe relijion an Israelited diouzh al liesdoueegezh kenaaat adalek penn-kentañ oadvezh an houarn dre ur stad anvet Yahwehegezh, da lavaret lid Yahweh evel doue pennañ ma ne oa ket doue nemetañ. N'eo nemet tamm-ha-tamm e voe nac'het boud an doueed all. Aozet e voe al lid tro-dro da Dempl Jeruzalem hep skarzhañ al lec'hioù all penn-da-benn. A-feur ma kreskaas galloud rouantelezh Yehouda, ur wezh distrujet rouantelezh Israel en norzh, e voe lakaet muioc'h a bouez war Yahweh ha Jeruzalem c'hoazh, tra ma voe ebarzhet elfennoù eus hengoun rouantelezh an norzh. An harlu e Babilon a gemmas an traoù muioc'h c'hoazh dre ma voe savet ur sistem kredennoù undoueek rik a voe diazez Yuzevegezh an Eil Templ.
613 Mitzvot • Halac'ha • Kabbala • Midrash • Minhag • Talmud • Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim) • Targoum
|
Strolladoù sokial-sevenadurel |
---|
Achkenazed • Djouhouried • Mizrac'hed • Samaritaned • Sefaraded
|
Istor ar Yuzevien |
Brezelioù yuzev-roman • Diaspora • Harlu Babilon • Istor ar Yuzevien er Grennamzer • Istor ar Yuzevien en Henamzer • Templ Jeruzalem
|
Istor ar Yuzevien dre vro |
Alamagn • Breizh • Broioù muzulman • Frañs • Israel • Polonia • Rusia • Spagn • Stadoù-Unanet
|
Kredennoù yuzevek |
Adgroueouriezh yuzev • Esened • Fariseed • Karaegezh • Kristeniezh kentidik • Ortodoksiezh yuzev • Sadukeed • Samaritanegezh • Yuzevegezh an Eil Templ • Yuzevegezh adreizhet • Yuzevegezh frankizour • Yuzevegezh kentidik • Yuzevegezh virour • Zeloted
|
Lidoù |
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev
|
Yezhoù yuzev |
Bouc'horeg • Djidieg • Grouzineg • Hebraeg • Ladinoeg • Yideg • Yuzev-tateg
|
Strolladoù politikel er yuzevegezh |
Aliyah • Brezel israelat-arab • Bund • C'hasidegezh • Dishualidigezh ar Yuzevien • Haskalah • Hasmoneed • Istor ar sionouriezh • Istor Stad Israel • Kibboutz • Sanhedrin • Sionouriezh • Trevadennoù yuzevek e Palestina
|
Heskinerezh ar Yuzevien |
Enepyuzevegezh • Shoah |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.