Gwerin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar werin eo yoc'h an dud izelañ o statud er gevredigezh. Implijet e vez da gentañ evit an dud vunut, ar pezh a vez anvet ar bobl voutin ivez ragenep d'ar c'hlasoù sokial uhelañ, enno ar pennoù bras pe ar vegenn.
- Evit implijoù all, gwelet Gwerin (disheñvelout).
Ur ger implijet a-gozh eo (krennvrezhoneg: gueryn ; Fañch an Uhel: gwerin)) pa oa ledanoc'h an troc'h etre ar bobl hag ar re o doa madoù ha moienoù bevañ a-zoare. Er XVIIvet kantved e oa 80% eus an dud e Bro-C'hall o tennañ gounid eus an douar evel kouerien gant nebeut a splet. E 2006 e veze lavaret e oa 30% eus an dud dezho ul live bevañ eus an strishañ hag a c'hellfe bezañ termenet evel izili eus ar werin.
Koulskoude, diwar levezon ar c'hembraeg gwerin eo bet lakaet gwerin da vezañ kevatal d'ar ger gregach demos ha diwar ar ster-se ez eus bet savet troidigezhioù evit ar gerioù deveret (sellet ouzh geriadurioù François Vallée ha Roparz Hemon).
- gwerinour : ur c'homunour kentoc'h eget un demokrat
- gwerinelezh : demokratelezh
- gwerinoniezh : studi stuzegezh ha sevenadur ar werin, ar folk-lore (hervez ar saoznegerien)
- gwerinoniour : an den a studi sevenadur ar werin
Gwerin eo talbenn un dastumad brezhonek embannet gant Hor Yezh ma vez embannet ennañ danvez lennegezh pobl (kontadennoù, kanaouennoù evel reoù an Dastumadenn Pengwern...).
Remove ads
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.
Remove ads