← Eost → 1añ 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Darvoudoù 1493 : dont a ra Masimilian Iañ, pried kentañ Anna Vreizh da vezañ impalaer an Impalaeriezh santel roman german. 1505 : erruout a ra Anna Vreizh er Folgoed da-geñver he Zro Breizh. 1691 : trec'h eo Arc'hdugelezh Aostria war an Impalaeriezh Otoman en Emgann Slankamen. 1919 : Afghanistan dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. 1942 : ur c'hwitadenn eo Taol Jubilee (dilestradeg saoz e Dieppe (Seine-Maritime a-vremañ)). 1989 : aet Tadeusz Mazowiecki da Gentañ Ministr Polonia. da-geñver ur piknik a-stroll e-kichen Sopron e tremen 600 den eus Republik Demokratel Alamagn eus Hungaria da Aostria : deroù diskar Republik Demokratel Alamagn an hini eo. Sportoù 1918 : krouet eo Kevre mell-droad ar C'hornôg. 1984 : loc'hañ a ra kentañ Treizhadeg Atlantel Kebek-Sant-Maloù diouzh glannoù stêr Sant Laorañs. 2016 : evit ar wech kentañ en istor ar boks gall ez a Estelle Mossely da gampionez olimpek e Rio de Janeiro (Brazil). Ganedigezhioù La Place de l'Europe ul livadur gant Gustave Caillebotte 1811 : Samuel Tickell, arzour, evnoniour, yezhoniour hag ofiser el lu breizhveuriat. 1845 : Edmond James de Rothschild, dastumer ha dengarour gall. 1848 : Gustave Caillebotte, livour gall. 1862 : Maurice Barrès, skrivagner ha politikour gall. 1877 : Pierre Quéméner, embregour ha politikour breizhat. 1883 : Coco Chanel (Gabrielle Bonheur Chanel hec'h anv gwir), kemenerez c'hall. 1902 : Georges Lacombe, filmaozer gall. 1914 : Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh. 1946 : Bill Clinton, prezidant Stadoù Unanet Amerika. 1951 : John Richard Deacon, gitarour saoz, ezel eus ar strollad sonerien Queen. Marvioù Blaise Pascal 14 : Aogust (impalaer), kentañ impalaer roman hag advab da gCaius Julius Caesar. 1186 : Jafrez II (dug Breizh) 1662 : Blaise Pascal, jedoniour ha prederour gall. 1680 : Jean Eudes, beleg gall lakaet da sant e 1925 . 1810 : Jérôme-Marie Champion de Cicé, arc'heskob katolik, ministr ar Justis gall (1789) ha kannad ar Vodadeg vroadel gall. 1870 : Yann-Vari ar Skourr, barzh brezhonek. 1924 : Ferdinand Cheval (Facteur Cheval e lesanv), paotr al lizhiri hag arzour simpl gall. 1936 : Federico García Lorca, barzh ha dramaour spagnolek. 1949 : Cecil Boden Kloss, evnoniour ha loenoniour saoz. 1965 : Jarl Priel (Charles Trémel e anv gwir), dramaour ha skrivagner brezhonek. 1974 : Fernando Cerchio, filmaozer, frammer ha saver senario italian. 1977 : Groucho Marx, aktour stadunanat. 2012 : Tony Scott, filmaozer ha produer breizhveuriat. Lidoù er relijion gatolik : Santez Gwennyn Devezh ar vro en Afghanistan Wikiwand - on Seamless Wikipedia browsing. On steroids.