Diwar-benn bloavezh 1965 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Europa
Iwerzhon
- 14 Genver : kejañ a ra kentañ ministr Norzhiwerzhon ha Taoiseach Republik Iwerzhon evit ar wech kentañ abaoe 43 bloaz.
Kembre
- 21 Here : e gwallzarvoud Aberfan 144 den zo lazhet gant ur riskl-douar, 116 anezho o vezañ bugale.
Roumania
- 21 Eost : Bonreizh nevez, dont a ra ar vro da vezañ Republik Sokialour Roumania.
Azia
Iskevandir indezat
- 2 Meurzh : loc'het eo an taolbrezel « Rolling Thunder », embannet gant ar prezidant Johnson d'an 28 a viz C'hwevrer.
- 8 Meurzh: erruout a ra 3 500 soudard eus ar Stadoù Unanet e Su Vietnam, an Amerikaned kentañ o tont da gemer perzh e brezel Vietnam.
Reter-pellañ
- 22 Even : sinañ a ra Sukorea un emglev mignoniezh gant Japan hag a ro dezhi 500 milion a zolaroù e donezonoù ha prestoù. Kreskiñ ra fonnus industrieladur hag ezporzhiadurioù ar vro, hag ar produadur diabarzh gros a gresk dre 10% bep bloaz.
- 9 Eost : kuitaat a ra Singpour Kevread Malaysia. Sevel a ra ar Parlamant ur Vonreizh d'an 22 a viz Kerzu, ar pezh a laka ar vro da vezañ ur republik.
- 30 Kerzu : dont a ra Ferdinand Marcos da vezañ prezidant ar Filipinez.
Afrika
Aljeria
- 19 Even : taol-stad gant ar c'horonal Houari Boumédiène.
Rodezia
- 11 Du: embannet eo dizalc'hiezh ar vro gant gouarnamant Ian Smith.
Amerika
Norzhamerika
Kanada
- 15 C'hwevrer: ur banniel nevez, gant un delienn skav-gwrac'h ruz, a gemer plas ar banniel kozh.
Skiantoù ha politikerezh
- 18 Meurzh : mont a ra ar c'hosmonot Aleksei Leonov er-maez eus an egorlestr Vosc'hod 2 e-pad 12 munud, dont a ra da vezañ un den kentañ o kerzhout en egor.